Testamant Nevez hon aotrou hag hor salver Jesus Christ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Testamant Nevez hon aotrou hag hor Zalver Jesus-Christ''' zo ul levr [[brezhonek]] embannet meur a wech, e Brest hag e Pariz. Gant ar pastor kembreat [[John Jenkins]] e oa bet troet an [[Testamant Nevez]] e [[brezhoneg]], hag embannet e oa bet e 1847 evit ar wech kentañ, e Brest. Adembannet e voe e 1851, 1854, 1863 ha 1870. Adwelet e oa bet gant e vab, A. L.Alfred-Llenwelyn Jenkins, embannet e Pariz ha moullet e [[Bro-Saoz]], gant ar memes titl bepred war-bouez ar c'hemm "salver/zalver", e 1885, hag adembannet e 1897, 1920, 1927 ha 1935.<ref>Advoullet eo bet al levr c'hoazh gant [[Nabu Press]] e 2010 : https://www.amazon.com/Testamant-Nevez-Aotrou-Zalver-Jesus-Christ/dp/B00FDV9GHE</ref>. E talbenn al levr e lenner, dindan an titl, ''lakeat e brezonec ha reizet hervez ar vam-scrid gregach''.
 
Kalz e tenn al levr-se da d-[[Testamant nevez hon aotrou Jézuz-Krist]], hag a oa troidigezh kentañ an Testamant Nevez e brezhoneg, gant [[Yann-Frañsez ar Gonideg]], embannet en [[Angoulême]] e [[1827]].<ref>[https://play.google.com/books/reader?id=85Y8AAAAcAAJ&pg=GBS.PP1 Skrid ar Gonideg e Googlebooks] </ref>.