Attila : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{pennad zo|Attila (genad)}}
[[Restr:Attila Museum.JPG|thumb|upright=1.2|Delwenn '''Attila an Hun''' en ur mirdi en [[Hungaria]] e [[2005]].]]
[[File:Eugene_Ferdinand_Victor_Delacroix_Attila_fragment.jpg |thumb|''Attila'' , hervez [[Eugène Delacroix]]. ]]
'''Attila''' ( ? ''c''. ''406''–''453''), a vez graet anezhañ '''Attila an Hun''' alies ivez, a oa penn bras an [[Huned]] eus [[434]] betek e varv e 453. Ur gwir impalaeriezh a oa dindan e veli hag en em ledeledañ a rae eus ar stêr [[Oural]] betek ar [[Roen]] hag eus ar stêr [[Danav]] er su betek ar [[Mor Baltel]] en norzh.<br>
E-pad e ren e voe gwelet evel o gwashañ enebour gant [[Impalaeriezh roman ar Reter]] ha hini [[Impalaeriezh santel roman german|ar C'hornaoueg]], met meur a Hun o deus stourmet evit difenn an impalaeriezh roman ; mignon da Attila e oa [[Aetius|Flavius Aetius]]. <ref>Maurice Bouvier-Ajam : ''Attila'', Librairie Jules Tallandier, 2004 {{ISBN|978-2-23502-225-5}} ; Georges Bordonove : ''Les rois qui ont fait la France – Clovis et les Mérovingiens'', Pygmalion, 2009 {{ISBN|978-275640-244-4}} ; François Zosso & Christian Zingg : ''Les empereurs romains ; 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C'', Éditions Errance, 1994 {{ISBN|978-2-87772-390-9}}</ref>.<br>
 
Dre ziv wech e treuzas an [[Danav]] hag e preizhas ar [[Balkanioù]], ha klask tapout [[Constantinopolis]] met c'hwitout a reas war e daol. Klask a reas ivez aloubiñ [[Galia]]. Treizhañ a reas ar Roen e [[451]] ha mont betek Aurelianum ([[Orleañs]]) a-raok bezañ faezhet en [[Emgann ar Maezioù Katalaonek]] e [[Champagne-Ardenne]], an emgann nemetañ bet kollet gantañ. Da heul ec'h aloubas [[Italia]], hag ober e renkoù e proviñsoù an norzh, ha klask kemer [[Roma]], met c'hwitout a reas war e daol adarre. En e soñj e oa kendelc'her ar brezel enep ar [[Romaned]] met mervel a reas er bloaz [[453]].
 
== Notennoù ==