Dizale : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D kemper
Linenn 1:
'''[http://www.dizale.bzh/br/ Dizale'''] a zo ur gevredigezh vrezhonek(lezenn 1901) a ra-vicher war-dro aozañan filmoùadvouzhiañ brezhonek,e diazezetbrezhoneg eabaoe [[Kemper]]1998.
 
Sikouret eo Dizale gant ar [http://www.bretagne.bzh/jcms/TFE080514_12310/br/accueil-breton C’huzul rannvro Breizh] evit goprañ tud a-vicher, hag arbennig int war ar produiñ e brezhoneg n’eus forzh peseurt doare oberenn.
Advouezhiañ hag istitlañ filmoù a vez graet ganti.
 
Ezel eo Dizale deus [https://filmsenbretagne.org/ Films en Bretagne] ha Kuzul Sevenadurel Breizh.
 
Tamm-ha-tamm e klask Dizale sevel ur gwir dakad produiñ e brezhoneg. E penn kentañ 2006 eo bet advouezhiet ar c’hentañ film sinema e brezhoneg gant ar grevredigezh. Sevenet oa bet gant ar memes skipailh tud a-vicher ur bern produksionoù all : tresadennoù-bev, rummadoù skinwel ha telefilmoù.
 
Barrek eo Dizale da respont da n’eus forzh peseurt ezhomm a zo evit ar chadennoù skinwel da geñver an advouezhiañ pe an istitlañ. Hag ouzhpenn respont d’an ezhommoù e fell d’ar grevredigezh krouiñ ivez.
 
Gant Dizale eo krouet BreizhVOD e 2012, ar servij en-linenn nemetañ hag a ginnig filmoù, tresadennoù-bev, teulfilmoù hag heuliadoù e brezhoneg.
 
Abaoe 2016 eo diazezet Dizale e [[Kemper]] (1, Straed ar Baradoz / 29000 Kemper).
 
==Liammoù diavaez==
*[http://www.dizale.bzh Lec'hienn ofisiel]
*[https://fr-fr.facebook.com/Dizale.bzh/ Facebook Dizale]
*[https://twitter.com/Dizale_bzh Twitter Dizale]
 
[[Rummad:Kevredigezhioù sevenadurel Breizh]]