Bibl : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D HTML > CSS
Linenn 94:
* E [[1827]] e oa bet embannet an droidigezh kentañ eus an [[Testamant Nevez]], troet gant [[Yann-Frañsez ar Gonideg]], war c'houlenn [[pastor]]ed eus [[Kembre]], [[Thomas Price]] ha [[David Jones]]. Un droidigezh eus ar Bibl en e bezh gant ar Gonideg a voe embannet e [[1866]], goude e varv.
* E [[1847]] e voe embannet e Brest un droidigezh eus an Testamant Nevez gant ar pastor kembreat [[John Jenkins]] ([[1807]]-[[1872]]), a voe adembannet meur a wech. Sikouret e oa bet gant [[Gwilherm Rikou]], ha harpet gant ''Kevredigezh ar Bibl war an douar bras''.
* E [[1853]] e voe embannet un Testamant Nevez katolik, ''[[Testamant neve eus hon otroOtro hac hon salverSalver Jesus-Christ]]'', lakaet e brezhoneg gant ur beleg eus Treger, da enebiñ ouzh hini Jenkins. Ne ouzer ket ervat gant piv e oa bet graet an droidigezh, marteze gant an aotrou Jozef Joubin, person Lanrodeg, pe gant Leméhaussé.<ref>''Leoriou ar baradoz'', Yann Celton, 2002, p. 19</ref>
* E [[1866]] e voe embannet troidigezh ar Gonideg, ''Bibl santel pe levr ar skritur sakr'', troet diwar al latin etre 1829 ha 1835, embannet e teir lodenn (levr kenta levrenn genta, levr kenta eil levrenn, eil levr), e ti Prud’homme, e Sant-Brieg.
* E [[1883]] e voe embannet troidigezh an Testamant Nevez adarre, graet gant ar pastor protestant [[Gwilh ar C'hoad]] ([[1845]]-[[1914]]). Ar Bibl en e bezh a voe troet gantañ goude, hag embannet e [[1897]] gant an ''Trinitarian Biblical Society'', eus [[Londrez]], en anv "Unvaniez Drinderian ar Bibl evit ar Vretouned". Liv brezhoneg Treger, ar yezh kaozeet gant Gwilh ar C'hoad, a gaver war an droidigezh-se. E [[2004]] e oa bet embannet ur stumm adwelet eus an Testamant Nevez, gant ''Unvaniezh ar Bibl en Anjev hag e Breizh'', a zo un aozadur kristen protestant avielour.