Kastell Harlech : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 4:
 
== Istor ==
Savet e voe ar c’hastell-se gant [[Edouarzh Iañ (Bro-Saoz)|Edouarzh Iañ]], roue [[Bro-Saoz]], etre [[1283]] ha [[1290]], goude e drec’h war [[Llywelyn ap GruffyddGruffudd]]. Emañ war un dorgenn, dreist [[Mor Iwerzhon]], gant diri hag a gas eus ar c’hastell d’an aod. Evel-se e oa posupl da vagoù, e-pad ur seziz, dont betek ar c’hastell eus Iwerzhon. Skoazell a voe degaset evel-se e-pad seziz ar c’hastell gant [[Madog ap Llywelyn]] e [[1294]]–[[1295]].
 
Meur a wech e voe lakaet seziz war ar c’hastell-se. E deroù ar {{XVvet kantved}} e voe gronnet kastell Harlech gant soudarded [[Owain Glyndŵr]]. Ha pa gouezhas ar c’hastell etre o c’hrabanoù e voe bodet parlamant Kembre eno, e [[1404]]. Met pevar bloaz war-lerc’h e oa bet adaloubet gant ar Saozon renet gant ar Priñs Herri Venoe (deut da vezañ [[Herri V (Bro-Saoz)|Herri V]], roue Bro-Saoz).