Digeriñ al lañser pennañ

Kemmoù

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Hervez ur vojenn-bobl lec'hel, deuet dre Giovanni Villani hag adkemeret gant Dante ha re all, he dije bet c'hoantaet Costanza mont da leanez. Sur avat e seblant ne oa ket dimezet c'hoazh da dregont vloaz, un dra ral en amzer-hont.
 
E 1172 e varvas he niz yaouankañ Enrico di Capua, ma teuas Costanza da vezañ pennhêrez he niz henañ, ar roue Guillermo II. Hennezh ne zimezas nemet e 1177, hag a chomas divugel. Hervez Abulafia (1988) ne welas ket Guillermo e c'halle unvaniñ kurunennoù Alamagn ha Sikilia dont da wir. N'en doa ken mennad nemet kreénvaat an emglev gant un enebour kozh d'ar galloud norman en Italia. Un dra avat n'ouzer ket eo perak e chomas keid-all hep klask pried d'e [[moereb|voereb]].
 
Gant he niz ar roue Guiglielmo II eta e voe roet Costanza da zimeziñ da [[Herri VI an Impalaeriezh Santel|Herri Hohenstaufen]] (1165-1197), mab an impalaer santel [[Friedrich Barbarossa]] (1186). Mervel a reas an niz roue, divab ha dibennhêr, en 1189, ma savas bec'h er rouantelezh da c'houzout gant piv ez aje ar gurunenn neuze. Herri a gave dezhañ e ranke mont gantañ, dre e eured da Gostanza. Ha Costanza a voe prizoniet gant an Norman [[Tancredi de Lecce]], ha hennezh a voe kurunennet e [[Palermo]] e deroù 1190.
180 112

modifications