Ar Vuhez Kristen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Embannet e veze gant Trede Urzh Sant Frañsez ha renet gant an [[Tad Medar]] (Jakez Dourmab), kabusin e [[Rosko]], hag a skrive kalz pennadoù enni. Embannet e voe ar gelaouenn en [[Oriant]] da gentañ (moullet gant ar Bayon) hag e Rosko goude, adalek miz Eost 1937. Niverenn Mezheven-Gouere 1944 e voe an niverenn ziwezhañ.
 
Relijiel e oa danvez ar gelaouenn, gant pennadoù diwar-benn kelennadurezh an [[Iliz katolik roman|Iliz katolik]], diwar-benn ar misionoù, buhez ar familhoù... Ur wech bennak e oa anv eus politikerezh ivez, evel da skouer e miz Genver 1937, pa lenner ''"Perak n'hellomp ket ni katoliked beza komunist"''. Pe c'hoazh ar pennad goapaus, ''"Baradoz ar gomunisted, pe eun droig vale e bro ar bara, ar peoc'h hag al liberte"'', embannet e mizioù Meurzh hag Ebrel 1937 ha sinet "Petromik" (unan eus [[anv-pluenn|anvioù-pluenn]] an Tad Medar), ha ma reer anv eus levrioù embannet gant [[Walter Citrine]] hag [[André Gide]], bet o-daou o veajiñ en [[Unvaniezh Soviedel]].
 
Embannet e veze ar gelaouenn en ur stumm [[gwenedek]] ivez, gant an titl ''Er Vuhé Kristén''.
Linenn 17:
*''Fatima'', gant an Tad Medard (1944)
*''Diwar c'hoarzin'', gant an Tad Medar (1945)
*''Ar grasou pe ar pedennou evit ar re varo'', gant [[Yeun ar Go]] (1945)
*''Bleuniou Sant Fransez a Asiz'', gant an Tad Eujen (1945)
*''Buhez skeudennet Sant Fransez a Asiz'', gant an Tad Eujen (1947)