Diforc'hioù etre adstummoù "Talbenn ar Reter (Eil Brezel-bed)"

E miz Even 1940 an [[Unaniezh Soviedel]] a aloube an tri Stad Baltek ([[Estonia]], [[Latvia]] ha [[Lituania]]) a oa bet tiriadoù an [[Impalaeriezh Rusia|Impaleriezh rusian]]. An obererezh-se a save a-enep [[Skrid-emglevioù an Hague 1899 ha 1907]] kement hag a-enep un toullad emglevioù etrebroadel pe ar re sinet etre an URSS hag ar vroioù baltek. Darn broioù ar C'hornôg a chomas hep degemer an aloubadeg-se.
== Diazezoù ideologel ==
;Tu alaman;
En e levr [[Mein Kampf]] (1925), [[Adolf Hitler]] en devoa embannet ar rediñ evit an alamanted da gaout Lebensraum ("douaroù bevañs"): tiriadoù nevez evit an Alamanted e reter Europa, dreist-holl war goust [[Rusia]]<ref> ''"We National Socialists consciously draw a line under the direction of our foreign policy war. We begin where we ended six centuries ago. We stop the perpetual Germanic march towards the south and west of Europe, and have the view on the country in the east. We finally put the colonial and commercial policy of the pre-war and go over to the territorial policy of the future. But if we speak today in Europe of new land, we can primarily only to Russia and the border states subjects him think''." Charles Long, 1965: The term 'habitat' in Hitler's 'Mein Kampf'.</ref> Soñjet en devoa trevadenniñ douaroù ar reter gant alamanted. Hervez an ideologiezh Nazi, an dud a ouenn german a oa un "dreistouenn" gant an holl gwirioù war ar ouennoù all. Trevadenniñ ar reter a talveze neuze lazhadegañ ha deportiñ darn an annezidi slav da Siberia hag implij ar re all evel sklaved.
 
21 342

modifications