Himiltrude : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14:
Dizemglev zo etre an istorourien diwar-benn petra e oa statud Himiltrude. [[Eginhard]] an hini a ra ur [[serc'h]] anezhi<ref>Einhard, Vita Karoli Magni, ch. 20</ref> ha [[Paulus Diaconus]] a gomz eus ganedigezh Pepin "a-raok an dimeziñ hervez lezenn "; koulskoude ez eus ul lizher a-berzh ar pab [[Stefan III]] ma'z eus anv eus Karl hag eus e vreur henañ [[Karloman Iañ |Karloman]] evel gwazed dimezet (da Himiltrude ha [[Gerberga]]), ha ma lavar dezho chom hep kas o gwragez kuit.
 
Meur a zoare zo bet da gompren al lizher-se gant an istorourien. Darn evel [[Pierre Riché]], a ya a-du gant Eginhard hag a soñj gante e oa serc'h e oa Himiltrude. Darn all , evel Dieter Hägemann, a lavar e oa [[gwreg]] e oa Himiltrude .<ref name="Hägermann"/>. Re all koulskoude a gred e oa "muioc'h eget ur serc'h ha nebeutoc'h eget ur wreg" ha kement-se hervezo a vije [[Friedelehe]], un doare dimeziñ ha ne oa ket anavezet gant an [[Iliz]] hag a oa aes da derriñ. Hervez Russell Chamberlin e c'haller tostaat ar statud-se ouzh ar sistem saoz anvet ''common-law marriage''.<ref>Russell Chamberlin, ''The Emperor Charlemagne'', p. 61.</ref>. Ar seurt darempred oa ur boaz gant ar C'hermaned a veze gwelet fall gant an Iliz .
 
==Notennoù==