Sulawesi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 3:
'''Sulawesi''' (anvet '''Celebes''' gwechall e yezhoù Europa) zo unan eus enezennoù brasañ [[Indonezia]]. Emañ etre [[Borneo]] er c'hornôg, an [[inizi Maluku]] er reter hag inizi [[Timor]] ha [[Flores (Indonezia)|Flores]] er su. An unnekvet enezenn vrasañ eo er bed, gant ur gorread a 174 600 km². Enni ez eus war-dro 15 milion a dud o chom ha rannet eo e c'hwec'h proviñs e-keñver melestradurezh.
 
Er c'hreisteiz emañ [[Makassar]] (anvet Ujung Pandang gwechall), kêr-benn an enezenn. Ur porzh bras e oa Makassar evit tud an Izelvroioù en amzer ma oa enezeg Indonezia en [[Impalaeriezh trevadennel an Izelvroioù|oimpalaeriezhimpalaeriezh trevadennel ar vro-se]]. Dre ar porzh-se e tremene [[Spis (temz)|spisoù]] an [[inizi Maluku]] a-raok bezañ kaset da Europa.
 
Ouzhpenn an tri c'hard eus annezidi Sulawesi zo [[Islam|muzulmiz]]. Kristenien zo ivez, e kornioù zo. [[Bougieg]] eo ar yezh a vez komzet ar muiañ met meur a yezh all eus ar memes kerentiad zo ivez.