Trova : diforc'h etre ar stummoù

17 okted ouzhpennet ,  3 bloaz zo
D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(+ rummadoù)
DAucun résumé des modifications
'''Trova''' zo ur ger a gaver e [[portugaleg]] ha spagnoleg hag a denn da varzhoniezh ar bobl, nemet disheñvel eo ar ster hervez ar broioù.
 
==E [[Portugal]] ha [[Brazil]]==
An trova zo un tamm [[barzhoneg]] peder gwerzenn seizhsilabennek, hag a glot hervez an doare ABAB pe ABCB. Hervez Luiz Otávio ː
“ É criação literária popular, que fala mais diretamente ao coração do povo. É através da Trova que o povo toma contato com a poesia e sente a sua força. Por isso mesmo, a Trova e o Trovador são imortais. ” (Lennegezh krouet gant ar bobl eo, a gomz war-eeun da galon ar bobl. Dre an Trova e kemer ar bobl he darempred gant ar varzhoniezh hag e sant he nerzh. Se zo kaoz eo divarvel an Trova hag an Trovador.)
 
Hervez [[Fernando Pessoa]] "a trova é o vaso de flores que o povo põe à janela de sua alma." (an trova eo ar podad bleunioù lakaet gant ar bobl war varlenn prenestr e ene)
 
Ur gevregiezhgevregidezh e Brazil a vod an trovadores, an [[União Brasileira de Trovadores]].
 
==E [[Kuba]]==
[[Image:Casa de la Trova Santiago Cuba.jpg|thumb|right|280px|<center>Casa de la Trova, [[Santiago de Cuba]]]]
An '''''Trova''''' zo unan eus gwrizioù sonerezh [[Kuba]]. En {{XIXvet kantved}} e oa sonerien anvet ''trovadores'' a sone war-dro [[Proviñs Oriente]], ha dreist-holl war-dro [[Santiago de Cuba]], o seniñ [[gitar]] hag o kanañ.<ref>Canizares, Dulcila 1995. ''La trova tradicional''. 2nd ed, La Habana.</ref> Lavaret e vez e rank un trovador en Kuba, bezañ un den a) hag a gan sonioù savet gantañ ; b) seniñ gitar war un dro; c) kanañ en un doare barzhonius . Kement-se a glot madik gant kanerien [[bolero]] met nebeutoc'h gant ar re a gan en un doare afrikanoc'h ([[El Guayabero]]) hag ar re a gan en ur son piano.
77 287

modifications