Henroma : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Gwelet ivez: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|el}} (6), {{Link GA|fr}} (3) using AWB (10902)
Linenn 28:
 
[[Lucius Tarquinius Superbus|Tarkwin ar Balc'h]] ''(Tarquinius Superbus)'' a vez graet eus diwezhañ roue Roma. Tirantus, rog, e voe argaset kuit gant ar Romaned e [[509 kt JK|-509]]; da-heul e voe krouet ar [[Republik roman]] gouarnet gant ar [[Sened roman|Sened]] hag ar [[Magistrated|Vagistrated]] dilennet gant pobl Roma (d'ar mare-hont e oa an termen ''populus'' evit ar bobl armet, da lavaret eo keodedourien Roma (ken ar vrientinien hag ar werin)).
E penn-kentañ ar Republik roman e veze tabutoù bras etre ar [[Patrisian|Batrisianed]] ''(brientinien)'' hag ar [[Plebs]] ''(gwerin)''. A-benn ar fin e voe savet ensavadurioù a gempoueze galloud ar Batrianed hag a reizhe hini ar [[koñsulkonsul|goñsuled]] e [[367 kt JK|-367]].
 
Kregiñ a reas emled Roma dre aloubidigezh Italia Greiz ha preizhadenn kêr [[Veii]] e [[396 kt JK|-396]]. Goude gwast [[Roma]] e [[390 kt JK|-390]] e krogas ur marevezh hir ma ne voe ket preizhet Roma biken ken gant hec'h enebourien hag a badas betek [[410]] ha drailh Roma gant [[Alarik]].