Henroma : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Henroma}}
 
'''Henroma''' a vez graet eus ar marevezh istorel ma tiorroas ar [[sevenadurezh roman]], en [[Henamzer]] [[Europa]], adalek he geneliezh, savidigezh, betek he diskar. Komzet e vez ivez eus an '''Henamzer roman''' pe eus '''Roma an Henamzer'''. Kroget dre genstrollañ un nebeud kêriadennoù en ur [[pastell-vro|bastell-vro]] vihan e-kreiz [[Italia]] eo deuet a-benn tamm-ha-tamm ar vourc'hig uvel da vezañ mestr war ar [[bed kreizdouarel]] penn-da-benn e deroù ar [[marevezh kristen]] betek dibenn an Henamzer dre sevel un impalaeriezh galloudus-kenañ a renas war an darn-vrasañ eus [[Europa]] {{dave|Bizantion}} ar C'hornôg ha lodennoù eus [[Afrika]] ha kornôg [[Azia]] etre [[50]] ha [[476]]. '''Henroma''' a vez implijet evit daveiñ d'an impalaeriezh a oa Kêr [[Roma]] he [[kêr-benn|c'hêr-benn]] eta.
 
Dindan levezon ar [[Henc'hres|sevenadur henc'hresian]] en deus lakaet Roma mennozhioù ha teknikoù d'o barr ken e lavarer eus ar sevenadur gresian-ha-roman eo bet mammenn bennañ diorroadur speredel [[Europa]] eus ar [[Krennamzer|Grennamzer]] betek hiziv. Betek kreiz an {{XXvet kantved}} eo bet ar studioù gresian-ha-roman diazez deskadurezh ar vegenn en Europa.