Bettina von Arnim : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 11:
En 1807, e Weimar, e reas anaoudegezh gant Goethe, ha karantez a vagas outañ moarvat, goude ma oa bet karet a-raok gant he mamm-gozh, ha ma 36 bloaz koshoc'h egeti. Ouzhpenn-se ne seblante ket gwall droet ganti, met kenskrivañ ganti a reas. Echuiñ trumm a reas o mignoniezh en 1811 avat, abalamour da emzalc'h dichek Bettina ouzh gwreg Goethe<ref>http://en.wikisource.org/wiki/1911_Encyclop%C3%A6dia_Britannica/Arnim,_Elisabeth_(Bettina)_von Ar pennad Bettina von Arnim en Encyclopedia Britannica.</ref>.
 
 
Goude marv he fried e 1831 avat ec'h advevaas tan ar garantez outañ en he c'hreiz. E 1835 ec'h embannas al levr ''Goethes Briefwechsel mit einem Kinde'',
En 1806 e krogas un hir a zarempred entre Bettina Brentano ha Catharina Elisabeth, mamm Goethe.
 
En 1811, pa zimezas, e savas tabut entre hi ha Christiane, gwreg Goethe, ma voe torret an darempred etre Goethe ha hi. En un diskouezadeg livadurioù gant oberennoù Johann Heinrich Meyer, mignon bras da Johann Goethe, e komzas Bettina von Arnim gant fae eus taolennoù « Kunschtmeyer ». Ha Christiane da dennañ diganti he lunedoù, ha Bettina da ober « gwadigenn foll » ouzh eben. Ha Goethe neuze da verzañ outi, hag ouzh he fried, dont d'e di. Bloaz goude, e Bad Teplitz, pa oa an Armined dirazañ, ne reas Goethe van ebet outo, hag e skrivas d'e bried : « Ur c'hras kaer eo dimp bezañ bet an dizober eus ar folled-se ! » Ha biken ne respontas da lizhiri
Bettina a glaske adskoulmañ gantañ.
 
Goude marv he fried e 1831 avat ec'h advevaas tan ar garantez ouzh Goethe en he c'hreiz. E 1835 ec'h embannas al levr ''Goethes Briefwechsel mit einem Kinde'', da lavarout eo al lizhiri he devoa bet digant Johann Wolfgang von Goethe : diouzh a lenned e oa bet karantez etrezo pa ne oa nemet ur plac'hig anezhi. Koulskoude, pa voe kavet lizhiri ar barzh goude he marv e voe gwelet he devoa kempennet ar skrid.
 
==Dimeziñ ha bugale==