Wikipedia:Poull-traezh : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dizober kemmoù 1808474 a-berzh Lagad Zoltec (kaozeal) Adarre !
Tikedennoù : Erlerc'hiet Dizober
Linenn 1:
{{Patrom:Poull-traezh}}
{| class = "infobox" style="font-size:95%;"
|- bgcolor="#a3d3ca"
| colspan="2" align="center" style="font-size:2em;" |   '''Pierre Roche'''  [[Restr:David_template.png|32px]]
| colspan="2" align="center" | [[File:2012, Statue de la fontaine de l'Avril.JPG|230px]]
''Fontaine de l'Avril'' e Paris
| '''Ganedigezh''' || {{Deiziad|2|Eost|1855}}
[[Pariz|Paris]]
| '''Marv''' || {{Deiziad|18|Genver|1922}}
[[Pariz|Paris]]
| '''Broadelezh''' || [[Restr:Flagof France.svg|20px]] Gall
| colspan="2" |
| '''Micher''' || [[Engraverezh|Engraver]]
[[Kizellerezh|Kizeller]]
[[Livouriezh|Livour]]
[[Medalenn|Medalenner]]
[[Prierezh|Priour]]
| '''Stummadur''' || [[Académie Julian]]
|- bgcolor="#a3d3ca"
| colspan="2" align="center" | Oberennoù brudetañ
|- align="center"
| colspan="2" | Hanterskeudenn [[Joris-Karl Huysmans]]
''L'Effort''
''Fontaine de l'Avril''
''Tombeau-lys''
'''Pierre Henry Ferdinand Massignon''', brudet dindan e anv-[[arz]]our '''Pierre Roche''' ([[Pariz|Paris]], {{Deiziad|2|Eost|1855}} – [[Pariz|Paris]], {{Deiziad|18|Genver|1922}}) a oa un ur [[Engraverezh|engraver]], ur [[Kizellerezh|c'hizeller]], ul [[Livouriezh|livour]], ur [[Medalenn|medalenner]] hag ur [[Prierezh|priour]] [[Bro-C'hall|gall]].
A-hed e red-micher e klaskas an arzour ober gant e ampartiz war meur a dachenn evit terriñ urzhaz reut an akademiezhioù ha kas da get ar vevenn o devoa merket etre « arzoù meur » hag « arzoù bihan », kement-se evit ma vije un « arz evit an holl ». Dre e labourioù war deknikoù nevez a anvas ''« aquarelle estampée »'', ''« gypsographie »'', ''« gypsotypie »'' ha ''« papier églomisé »'' e voe Pierre Roche unan eus diaraogerien luskad an [[Arz Nevez]].
== Buhez==
[[Restr:L'Effort, Jardin du Luxembourg, Paris 2012 002.jpg|thumb|upright=1.05|''L'effort'' (''c.'' [[1898]])]]
Mab e oa d'un [[Apotikerezh|apotiker]] a zalc'he stal e Paris ; anv e dad-kozh a-berzh mamm eo « Roche ».
Goude e [[bachelouriezh|vachelouriezh]] e voulc'has Pierre Massignon studioù war ar [[Mezegiezh|vezegiezh]] hag ar [[Kimiezh|gimiezh]], a zilezas buan e [[1873]] evit mont da studiañ al [[livouriezh]] e labourva an [[naturelouriezh|naturelour]] [[Alfred Roll]] ([[1846]]-[[1919]]) en [[Académie Julian]]. Eno e chomas da zeskiñ betek [[1878]].
Dimeziñ a reas gant ar [[Flandrez]]adez Marie Hovyn ; ur mab a voe ganet d'ar {{Deiziad|25|Gouere|1883}} : an [[islam]]oniour [[Louis Massignon]].
Echu gantañ studiañ gant Alfred Roll, « Pierre Roche » a livas e daolennoù-eñ, a ziskouezas e ''Salon des artistes français'' bep bloaz adalek [[1884]] betek [[1889]].
E [[1888]] e voe broudet gant e vignon ar c'hizeller [[Jules Dalou]] ([[1838]]-[[1902]]) da dresañ evit oberennoù e teir [[ment]]. Goude bout pleustret e lakaas e anv en ur genstrivadeg e-sell da sevel ur monumant d'an [[Dispac'h Gall|dispac'her]] [[Georges Danton]] ; kazeg a reas avat.
Kement-se na viras ket outañ a dapout urzhioù a-berzh Stad evel an delwenn anvet ''L'Effort'' war-dro [[1898]] – ma weler [[Herakles]] o tistreiñ red ar stêr [[Alfeios]] evit naetaat marchosioù [[Augeias]] <ref>{{fr}} [http://www.musee-orsay.fr/fr/collections/catalogue-des-oeuvres/notice.html?no_cache=1&nnumid=068176&cHash=2942686480 Deskrivadur an oberenn]</ref> – evit Liorzh Luksembourg e Paris, pe delwenn feunteun miz Ebrel ''(fontaine de l'Avril)'' dirak ar Mirdi Galliera e Paris ivez.
A-stur gant e oberiantiz war tachennoù all e kendalc'has an arzour gant an engravañ. Adal [[1892]] betek e varv e 1922 e klaskas doareoù da vodañ al livioù hag ar bos en e labourioù.
Peogwir e chomas keit-ha-keit etre al livouriezh hag ar c'hizellerezh en ur zegemer perzhioù digant arzoù estren, o pellaat diouzh reolennoù strizh an akademiezhioù, e voe tamallet da Bierre Roche « kas an arz gall war e ziskar ».
Ur selladenn zo trawalc'h evit anaout labour P. Roche a-douez oberennoù arzourien all ; en abeg d'an dibaregezh-se end-eeun n'eus bet hogosik hêrezh ebet d'e arz.
== Teknikoù nevez ==
Pelloc'h eget an teknikoù klasel ez eas Pierre Roche war tachenn an engraverezh, pa glaskas kendeuziñ e varregezhioù war al livañ hag ar c'hizellañ : lakaat liv er c'hizellerezh ha bos el livouriezh e oa e vennozh.
Tri doare nevez bet ijinet gantañ zo chomet brudet.
=== ''« Aquarelle estampée »'' ===
|- valign="top"
| [[Restr:Agrion buvant la rosée Pierre Roche 1893 (detail).jpg|thumb|left|''Agrion buvant la rosée'' (munud)
[[Dourliverezh]] ''(aquarelle)'' a reer eus un teknik el livouriezh ma trailher enlivadoù kent o daspegañ gant [[dour]] ha [[gom arabek]] (graet diwar teñv [[gwez]] ar [[genad]] ''Acacia'') evit fardañ liv a implijer gant dour.
Ar [[stamperezh]] ''(estampage)'' zo un doare da eilañ skridoù pe skeudennoù dre fardañ louc'h un danvez kalet en un danvez blotoc'h. Dre vras e c'heller lavarout e [[moullerezh|vouller]] un teul a zo engravet er maen war un tamm [[paper]] evit e lenn aesoc'h. "Stampoù" a reer eus an disoc'hoù.
Pouezus e voe levezon [[sevenadur]] hag arzoù [[Japan]] war an arzourien c'hall e kard diwezhañ an {{XIXvet kantved}}, war diaraogerien an Arz Nevez pergen.
E 1892 e voe bamet P. Roche gant kannder, harz ha moander ar 和紙 ''washi'', ar paper japanat hengounel.
Gant ar paper-se e krogas da dennañ stampoù e bos war mouloù [[plastr]] kent o dourlivañ, alese an anv hollek ''« aquarelles estampées »'' a roas d'e oberennoù. Pelloc'h e labouras ar vamm blastr evel ma vije bet e [[koad]] : he engravañ a reas skañv evel un [[izelvos]] hag en he livas kent ledañ warni ur follenn ''washi'' c'hleb ha pouezañ gant e zaouarn war ar paper evit ma tapje diwar ar vamm koulz al liv hag ar bos ; dourlivadurioù stampet ha galfrezet eo an disoc'hoù, c'hwek o greun hag o livioù evel ar re a gaver er prierezh.
Deuet e oa an arzour a-benn da unaniñ an engraverez hag ar prierezh neuze.
=== ''« Gypsographie »'' ha ''« gypsotypie »'' ===
Evel-just, breskted ar plastr a verze moulladennoù a-vras. Evit remediañ ouzh kement-se ez ijinas Pierre Roche erlerc'hiañ [[dir]] pe [[kouevr|gouevr]] ouzh ar vamm blastr. ''« Gypsographies »'' evit ar skeudennoù ha ''« gypsotypies »'' evit ar skridoù a reas an arzour eus disoc'hoù e deknik.
E-touez an niver bras a oberennoù a reas gant an teknik-se ez eus ur rummad diwar-benn [[sant|sent]] Breizh. <ref>{{en}} [https://www.nga.gov/collection/artist-info.5365.html?artobj_artistId=5365&pageNumber=1 ''National Gallery of Art'', Washington D.C.]</ref>
Labourat gant [[metal]] a gasas P. Roche da zistreiñ d'e enklaskoù a-zivout ar vicher a vedalenner ; un ''Histoire métallique de la guerre'' (ar [[Brezel-bed kentañ]]) a reas dre 90 medalenn [[arem]]. Ul levr a voe embannet e 1922. <ref>{{fr}} [https://catalogue.bnf.fr/ark:/12148/cb31230508m.public BnF /Skrid levrlennadurel]</ref>
{| class="infobox" style="font-size:85%;"
|- align="center"
| '''papier églomérisé'''
|- align="center"
| [[Restr:Papier eglomerise First test Pierre Roche 1896.jpg|150px]]
Arnodenn gentañ ([[1896]])
[[Restr:Pierre Roche salon de La Plume.png|150px]]
''Salon de la Plume'' (1896)
=== ''« Papier églomisé »'' ===
P'edo c'hoazh o klask doareoù da lakaat bos en e engravadurioù e studias Pierre Roche an [[aour]]añ war [[gwer]], da lavarout eo teknik an ''[[Verre églomisé|églomisé]]''.
E-lec'h engravañ ur follenn [[aour]] danav kent he stagañ ouzh ur blakenn wer ha duañ ar gorreadoù goullo ez ijinas an arzour erlerc'hiañ skoroù didreuzwelus evel ar [[parch]] pe ar paper ouzh ar gwer. ''Papier églomérisé'' a reas eus e gavadenn.
Brudet eo ar skritelloù a reas Pierre Roche dre an teknik-se evit ar ''Salon des Cent'' e [[1894]], ar ''Salon de la Plume'' e [[1896]] hag ar ''Salon des Cent'' adarre e [[1900]]. Brudet eo ivez golo ar [[romant]] ''La Cathédrale'' gant [[Joris-Karl Huysmans]] ([[1898]]).
== Skeudennaoueg ==
<gallery mode="packed" heights="200px">
Papier eglomerise Cathedral Huysmans Pierre Roche 1898.jpg|''La Cathédrale''
"Églomérisé", 1898
Loie Fuller, serpent dancer, by Pierre Roche, 1900 - Bode-Museum - DSC02839.JPG|''Loïe Fuller''
Medalenn, arem, 1900
Statuette Loïe Fuller par Pierre Roche.jpg|''Loïe Fuller''
Delwenn, arem, 1901
Teapot tadpole Petit Palais OGAL00116.jpg|''Le Têtard''
Prierezh, 1905
Gypsograph La licorne Pierre Roche 1920.jpg|''La licorne''
"Gypsographie", 1920
</gallery>
== Liammoù diavaez ==
* {{en}} [http://www.artcyclopedia.com/artists/roche_pierre.html ''Artcyclopedia'']
* {{en}} {{fr}}[https://frenchsculpture.org/en/artist/roche-pierre ''Histoire métallique de la guerre'']
* {{fr}} [https://gallica.bnf.fr/services/engine/search/sru?operation=searchRetrieve&version=1.2&maximumRecords=15&page=1&query=(gallica%20all%20%22pierre%20roche%20m%C3%A9dailleur%22)%20and%20(dc.type%20all%20%22image%22) ''Gallica'']
== Notennoù ==
{{Daveoù}}