Wikipedia:Poull-traezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Wikicode + Skeudenn + Kempenn ar skeudennoù
Dizober kemmoù 1808478 a-berzh Lagad Zoltec (kaozeal)
Tikedennoù : Erlerc'hiet Dizober
Linenn 1:
{{Patrom:Poull-traezh}}
[[Restr:Gypsograph La licorne Pierre Roche 1920.jpg|thumb|upright=1.3|''La licorne''
"Gypsographie" gant [[Pierre Roche]], 1920]]

'''Unkorneg'''<ref>'''Unkorneg''' eo ar ger diazez a gaver er geriadurioù brezhoneg : ''unkorneg'' e [[Geriadur Vallée]], 1931, hag e [[Geriadur brezhoneg An Here]], [[Geriadur istorel ar brezhoneg]], [[Dictionnaire français-breton (Martial Ménard)]], geriadur [[Reun ar Glev]], hini saozneg-brezhoneg Delaporte (1990), ''Mon premier dictionnaire breton-français'' gant Martial Ménard (2010), Geriadur kembraeg-brezhoneg Rita Williams, ha Geriadur kembraeg-brezhoneg Rhisiart Hincks (1997)... ; hag ''unkorn'' gant Vallée, ''Dafar evit ur c'heriaoueg a'n Ardamezouriezh'' Yellen & Abennez (1965) (adkemeret ivez gant ar Glev).

'''Likorn''', diwar ar galleg ''licorne'' – 1385, eus an italianeg ''alicorno'' un distummadur eus ''unicorne'' (XXI vet) — zo er [[Catholicon|C'hatolicon]] hag e [[Geriadur Favereau]] ; en hennezh e lenner : « & ''[[aerlin]]'' (Luzel) », ar pezh a zo fazius : gwelit [[Kontadennoù ar Bobl]], levrenn 3, p. 119, l. 21 hag an notenn 11 p. 122.

'''Marc'h-kornek''' a gaver e [[Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon]], hogen nag en e ''C'heriadur istorel ar brezhoneg'' nag e tu galleg-brezhoneg e c'heriadurioù ; implijet eo bet koulskoude gant [[Mark Kerrain]] en e droidigezh evit ''[[Harry Potter]] ha Maen ar Furien'' (2012)</ref> a reer e brezhoneg eus ul [[loen]] mojennel skeudennet evel ur [[marc'h]] pe ur [[Gavr (loen)|c'havr]], gwenn peurliesañ, dezhañ [[bouchig]] ur [[bouc'h]], karnioù faout, lost ul [[leon]] hag ur [[korn|c'horn]] hir, sonn, troellennek ha begek, e kreiz e [[tal|dal]], hag a zo e arouezenn bennañ, met a-hed an Istor en deus cheñchet ar stumm anezhañ hervez ar broioù hag ar sevenadurioù, ar pep heverkañ eo e seblant bezañ graet a-dammoù eus loened all<ref>Michel Pastoureau, Élisabeth Delahaye, ''Les secrets de la licorne'', Éditions de la Réunion des musées nationaux, 2013 {{ISBN|978-2-7118-6112-5}}</ref>.
Er [[Krennamzer|Grennamzer]] e oa al loen mojennel brudetañ, anezhañ ul loen gouez, arouez ar c'hlanded, ha ne c'halle bezañ tapet nemet gant ur [[gwerc'hded|werc'hez]].

== Istor ==
[[Restr:The Lady and the Unicorn Sight det4.jpg|thumb|''Ar Gweled''
Pallenn ''Itron he Unkorneg'', ''c.'' [[1490]]]]
[[Restr:Hieronymus Bosch 020.jpg|thumb|Un unkorneg o purañ an dour
Panell gleiz ''[[Liorzh ar plijadurezhioù]]''
[[Hieronymus Bosch]], ''c.'' [[1500]]]]
[[Restr:DomenichinounicornPalFarnese.jpg|thumb|''La vergine e l'unicorno''
[[Domenichino]], ''c.'' [[1602]]]]
[[Restr:Padovanino Orfeo Lienzo. 165 x 108 cm. Museo del Prado. Madrid.jpg|thumb|''[[Orfeüs]] hag an unkorneg''
[[Alessandro Varotari]], ''c.'' [[1630]]]]
[[File:Capall Mor.jpg|thumb|''Capall Mór''
Tighe O'Donoghue/Ross, [[2005]]]]
Anv zo eus an unkorneg, dindan an anv ''monoceros'', abaoe an [[Henamzer]] e mojennoù [[Hellaz kozh]].

Deuet e oa da vezañ al loen faltaziek pennañ er Grennamzer kenkoulz hag en [[Azginivelezh]]. Skeudennet e veze d'ar mare-se, e skeudennadurezh al loened, evel ul loen ferv hag a veve er c'hoadoù donañ, arouez ar c'hlanded hag ar c'hras, ha na c'halle bout tapet nemet gant ur [[gwerc'hded|werc'hez]]. En holloueziadurioù e veze skrivet e c'helle purañ an dour ha pareañ. Troket e veze traoù gwelet evel gwir « kerniel unkorneg » d'ar mare-se.

Tamm-ha-tamm e voe dizoloet ne oa ar c'herniel-se nemet stilhonoù [[narwal]] ha ne oa taolennadur an unkorneged marteze nemet deskrivadurioù disneuziet ar [[frikorneg]] hag an [[antilopenn]]. Neoazh e veze tabutet diwar-benn bezoud an unkorneg betek kreizig-kreiz an {{XIXvet kantved}}. Dedennet e veze ur bern tud gant an unkorneg : [[doueoniezh|doueoniourion]], [[mezegiezh|mezeien]], naturourien, [[barzhoniezh|barzhed]], lennegourien, ezoterourion, [[alkimiezh|alkimiourion]], arouezelourion hag istorourion.

Hiziv an deiz eo an unkorneg unan eus ar [[krouadurioù mojennel|c'hrouadurioù mojennel]] e-touesk ar re vrudetañ. Ur bochad studiadennoù hag oberennoù lennegel a zo gouestlet dezhañ. Gwelet e vez er skeudennerezh a-vremañ evel ur jav bras gwenn, ur c'horn nemetañ e-kreiz e dal, diwar-se marteze ar ger ''« marc'h-kornek »'' a gaver e geriadur R. Hemon.

==Er skridoù brezhonek==
Meur a stumm zo da anv al loen mojennel-se er skridoù brezhonek.
;''Likorn''
*E ''[[Catholicon]]'' [[Jehan Lagadeuc]] ([[1464]]) hepken, meneget e geriadur F. Favereau.<ref>N'eus meneg ebet eus ''likorn'' e ''[[Kontadennoù ar Bobl]]'' [[Fañch an Uhel]] ; ul loen mojennel arall eo an ''aerlin'' meneget gant F. Favereau (''cf.'' notenn 1).</ref>
;''Marc'h-kornek''
*E [[Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon]], adalek 1970.
*En droidigezh ''Ar marc'h kornek'', gant [[Mark Kerrain]], diwar ''A Unicorn in the Garden'', danevellig gant [[James Thurber]], er gelaouenn [[Al Liamm]] niv. 223, e 1984.<ref>[http://alliamm.bzh/Lenn.php?dib=2&ger=Ar+marc%27h+kornek&AL=klask&p=8&kas Al Liamm]</ref>
*En droidigezh ''[[Harry Potter ha Maen ar Furien]]'', gant [[Mark Kerrain]], diwar ''Harry Potter and the Philosopher's Stone'' gant [[J. K. Rowling]], e 2012 ;<ref>Estreget an daou skrid-se, gant un aozer hepken, n'eus roud ebet neblec'h eus ''march kornek'' pe c'hoazh ''marc'h-kornek'' en embann brezhonek, war-bouez e Geriadur [[Roparz Hemon]], Al Liamm, 1978.</ref>
;''Unkorneg''
*Er braz eus ar geriadurioù<ref>Gwelet an notenn 2</ref>.
*En ul levr bannoù-treset: ''Kevrin an Unkorneg'', unan eus [[troioù-kaer Tintin]], troet gant [[Divi Kervella]], embannet gant [[An Here]] e 1993;
*Troidigezh ''Emil'' gant [[Tomi Ungerer]], graet gant skolaerien skol Jules-Ferry Landerne ([[UGB]]) <ref>A c'haller enkargañ dre [http://www.ugbrezhoneg.com/index.php?rub=klask_teuliou Unvaniezh ar Gelennerion Brezhoneg] (lakait '''Emil''' da c'her-alc'hwez evit digeriñ an droidigezh e stumm ''Word'' – war ar pajennoù 1 ha 4 emañ ar ger).</ref>
*Gant ar skrivagner [[Stefan Carpentier]], en e levr ''Pa gavan hir ma amzer'' (Skrid, 2014, p.36)
*''Ar Plac'h yaouank hag an Unkorneg'', doare brezhonek ''La Jeune Fille et la Licorne'' gant ar skrivagner [[Dan ar Wern]], en e vlog<ref>[http://danarwern.over-blog.net/article-an-erbeder-kelc-h-kentan-vii-sevenedigezh-7-ar-plac-h-yaouank-hag-an-unkorneg-la-jeune-121980289.html Dan ar Wern]</ref>
*Er c'helaouennoù: ''Rouzig'', pennadoù gant Gwenole Le Dors<ref>(Niv. 59, 2006, p. 15-18.</ref>, ha Laurent Lefeuvre<ref>Niv. 90, 2009, p. 28.</ref>; ''Bremaik''<ref>[http://bremaik.free.fr/sizhun/sizhuniou_2004/sizhun18_2004.html Kazetenn enlinenn, 2004]</ref>.
*Er skolioù pe gant bugale: Oberennoù kaset da benn ar vugale<ref>[http://fr.calameo.com/read/0015277151d0bec371ac8 "Ar vazh-hud" gant Skol Itron Varia ar Plasker a Logunec'h], "Un istor dedennus" [http://www.dailymotion.com/video/xdx1l2_histoire-passionnante-istor-dedennu_creation War Dailymotion]</ref>
*War ar genrouedad: Holloueziadur Marikavel<ref>[http://www.marikavel.org/blasons/armoiries-c-fr-fam.htm Gw. ar skoed kentañ "Cabanes"] ha [http://marikavel.com/blasons/licorne.htm ''Licorne•Unkorneg•Unicorn'']</ref>.
*En anv ar steredeg [[Unkorneg (steredeg)|Unkorneg]]<ref>Joseph Monard, ''Astronymie et onomastique calendaire celtiques'', Label LN, 2005, p. 71 {{ISBN|2-915915-07-5}}</ref>.
*''[[Afer an unkorneg glas]]'', troet e brezhoneg gant [[Gwenael Emelyanoff]] diwar an danevell [[galizek|c'halizek]] ''O caso do unicornio azul'' gant [[Agustín Fernández Paz]] (e-barzh niverenn 409 ''[[Al Liamm]]'', Meurzh - Ebrel [[2015]], pajennoù 46-52).

== Skoedoù ==
War ardamezioù [[Bro-Skos]] eo dalc'het ar skoed gant daou unkorneg.
<gallery mode="packed" heights="130px">
Royal Coat of Arms of the Kingdom of Scotland.svg|Bro-Skos
Schwäbisch Gmünd Wappen.svg|[[Schwäbisch Gmünd]]
[[Alamagn]]
Wappen_Giengen_an_der_Brenz.svg|[[Giengen]]
Alamagn
HUN Eger COA.jpg|[[Eger]]
[[Hungaria]]
Blason_ville_fr_SaintLo_(Manche).svg|[[Saint-Lô]]
[[Normandi]]
Ramosch wappen.svg|[[Ramosch]]
[[Suis]]
Líšnice.svg|[[Líšnice]]
[[Tchekia]]
</gallery>

== Arz ==
* [[Chaseadeg ar Marc'h-Kornek]], hollad a [[pallenn-moger|ballennoù-moger]], tre e dibenn ar {{XVvet kantved}}
* [[Poltred un itron gant un unkorneg]], gant [[Raffaello]], tre e deroù ar {{XVIvet kantved}}.

== Lennegezh ==
* ''The Unicorn'', romant gant [[Iris Murdoch]] (1963)
* ''Through the looking Glass'', gant [[Lewis Carroll]]

==Steredoniezh==
*[[Unkorneg (steredeg)|Steredeg an Unkorneg]]

== Pennadoù kar ==
* [[Aerlin]]
* [[Anggitay]]
* [[Camahueto]]
* [[Camphruch]]‎
* [[Indrik]]
* [[Monoceros]]
* [[Okapi]]
* [[Qilin]]
* [[Shadhavar]]
* [[Sin-you]]

==Levlennadur==
* PASTOUREAU, Michel & DELAHAYE, Élisabeth : ''Les secrets de la licorne'', Éditions de la Réunion des musées nationaux, 2013 {{ISBN|978-2-7118-6112-5}}

==Liammoù diavaez==
{{Commons|Category:Unicorns}}

== Daveennoù ==
{{Daveoù}}

[[Rummad:Mojennoù]]
[[Rummad:Kezeg-kornek]]