Urzh Sant Yann Jeruzalem : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
reizhañ liamm diabarzh
*Sarazined > Sarrazined (GFBMM)
Linenn 3:
'''Urzh Herberc'hourien Sant-Yann Jeruzalem, [[Enez Rodos|Rodez]] ha [[Malta]]''' eo anv klok an urzh [[katolik]] a vez graet ''Urzh Sant Yann Jeruzalem'' anezhañ peurvuiañ. Anavezet eo ivez dindan an anv a ''Urzh an Herberc'hourien'', ''Urzh an Ospital'', pe e anv [[latin]] ''Ordo Hospitalis sancti Johannis Ierosolimitani''.
 
Ken kozh hag an {{XIvet kantved}} e vefe pa oa aet d'en em staliañ da [[Jeruzalem]] marc'hadourien kêr Amalfi en [[Italia]]. Tier-herberc'h hag ospitalioù a savas en [[Douar Santel]] evit degemer perc'herined klañv. Met evel ar Venec'h Ruz, [[Urzh an Templ|Menec'h an Templ]], e teuas an Herberc'hourien da vezañ soudarded kerkoulz ha menec'h, evit difenn ar glañvourien en ospitalioù er penn kentañ met evit en em gannañ a-enep ar Sarazined[[Sarrazined]] da c'houde. Goude bezañ bet skarzhet diouzh an Douar Santel ez eas an urzh d'en em staliañ da g[[Kiprenez]] a-raok aloubiñ [[Enez Rodez]].
O roud o deus lezet un tamm pep lec'h en Europa o sevel klañdioù a zegemere ar berc'hirined klañv. E Breizh e kaver meur a hini evel hini [[Chapel Sant-Yann (Plougastell)|Sant Yann]] e [[Plougastell-Daoulaz]]
 
Galloudus e teuas da vezañ an urzh er [[Mor Kreizdouarel]] o terc'hel da vrezeliñ a-enep ar SarazinedSarrazined. Pa voe skarzhet gant an [[Impalaeriezh Otoman]] e kavas bod an urzh en Enez-[[Malta|Valta]] a voe roet dezho gant an Impalaer [[Karl V, impalaer santel|Charlez V]].
 
Ur galloud a-bouez e teuas da vezañ e Kreiz ar mor Kreizdouarel ha mestr e chomas an urzh war an enezenn betek ma voe skarzhet o Mestr-Meur gant [[Bonaparte]] en anv ar Republik Gall. Gwarezet e voe an urzh neuze gant ar Tsar [[Paol Iañ (Rusia)|Paol I{{añ}}]] [[Rusia]].