Dispac'h Gall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 62:
 
Trec'herien ar Bastille a ya neuze war-zu an ti-kêr gant ar brizonidi. war an hent, de Launay a zo jahinet ha lazhadeget. Ar penn a zo troc'het gant ur gontell. Erruet en ti-kêr, an emsavidi a damall penn marc'hadourien Pariz, [[Jacques de Flesselles]] da vezañ un trubard. Jahinet ha lazhadeget eo ivez. Pennoù an daou zen a zo diskouezet war pikoù ha pourmenet dre kêr. An devezh pad e vez preizet ha distrujet harzoù ha savadurioù an tailhoù parizian dre an tan.
=== Ar reveulzi kêrel ===
[[Restr:Gilbert du Motier Marquis de Lafayette.PNG|vignette|left|[[Gilbert du Motier de Lafayette]]]]
 
[[Loeiz XVI]] a glask sioulaat an traoù ha dont a ra an deiz war-lerc'h evit kinnig d'ar Bodad e vefe tennet an unvezioù milourel diouzh Pariz, goulenn a ra ivez e tefe en-dro an urzh vat. Deiz war-lerc'h goulenn a ra distro [[Jacques Necker Necker]] hag an holl ministred all bet skarzhet. E [[ti-kêr Pariz]], dre ma z'eo skampet kuit an holl pennoù eus ar velestradurezh, [[Jean Sylvain Bailly]], prezidant ar vodad vroadel, a zo choazet dre youc'h evel « [[Maer Pariz]] ». [[La Fayette]] a zo anvet da benn uhel ar [[Garde nationale (1789)|Gwarda vroadel]].
 
== Ar Bodad-ren (26 a viz Here 1795 - 9 a viz Du 1799) ==