Pariz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 30:
 
Savet eo bet war unan eus [[kammdroenn]]où ar [[Saena]]. Anavezet eo er bed a-bezh en abeg d'he [[monumant]]où bras ha bihan, niverus an holl anezho, ha d'he buhez sevenadurel ivez. Un istor kozh ha skedus a zo ganti hag ur roll armerzhel bras-tre kreñvaet gant he saviad ken eo deuet da vezañ un ahel a-bouez evit ar [[pellgehenterezh]] a-dreuz [[Europa]].
 
Ul lec'h brudet evit ar [[c'hiz]] hag ar [[pompad]] eo ouzhpenn.
 
Linenn 54 ⟶ 55:
=== [[Ragistor]] ===
An [[ostilh]]où koshañ evit kleuziañ bet kavet war [[ribl]] ar Saena a zo bet deiziataet 40 000 bloaz. War takad Bercy eo bet kavet roudoù ur [[kêriadenn|gêriadenn]], savet war-dro 4000 war vrec'h sec'h ar Saena. Lakaet eo bet war-wel [[pirogenn]]où, [[priaj]]où, [[gwareg]]où gant o [[bir]]où, ostilhoù graet e korn koulz hag e maen
 
 
 
=== [[Henamzer]] ===
[[Restr:Fontaine paris.JPG|thumbnail|right|250px|[[Feunteun Wallace]]]]
Linenn 70 ⟶ 68:
Anv ez eus eus Pariz e fin ar {{IVe kantved}} hag e 508 e teu [[Hlodwig Iañ|Hlodvig]], roue ar [[Franked]] da staliañ e gêr-benn. Meneget eo iliz Sant-Jervaz er 4e kantved (war ar riblenn zehoù a-dreñv d'an [[Ti-kêr Pariz|Ti-kêr]] a-vremañ). En {{IXvet kantved}} ez eus anv eus ar mogerioù savet evit gwareziñ parrezioù Sant-Jervaz ha Sant-Jermen-Auxerre. Koulskoude e tismanstras an [[Normaned]] an holl savadurioù war ar riblenn gleiz. Pa savas ar [[Kapeted|Gapeted]] war an tron e [[987]] e oant perc'henn war div gêr a-bouez, Pariz hag [[Orleañs]]. O zad-ioù, Euzen Iañ, en doa klasket difenn Pariz diouzh an Normaned.
 
War ar riblenn zehoù e kaver kêriadennoù bihan savet en {{XIvet kantved}} : Sant-Marzhin-ar Maezioù, Sant-Jermen-Auxerre, Sant-Jervaz. Dibab a reas [[Loeiz VI (Bro-C'hall)|Loeiz VI]], roue Bro-C'hall (e [[1108]]) evel sez pennañ e veli ha chom a reas eno muioc'h [[Fulup II (Bro-C'hall)|Fulup II]] ([[1190]]-[[1220]]). Er mare-se e voe adsavet [[karter]]ioù ar riblenn gleiz hag e savas Fulup II ur c'hlozadur mogerioù evit peder rannger war ar riblenn zehoù: ar C'hastellig (Châtelet), ar C'hoc'hu, ar Grev ha Sant-Jermen-Auxerre hag ar ranngerioù etre Menez Sant-Jenovefa ha straed ar Saena. Er {{XIVvet kantved}} e savas [[Charlez V (Bro-C'hall)|Charlez V]] ([[1371]]-[[1380]]) ur c'hlozadur ledanoc'h war ar riblenn zehoù ha betek Port-Royal war ar riblenn gleiz.
 
Er [[Krennamzer|Grennamzer]] e teu da vezañ Pariz ur gêr ma'z eus kalz [[artizan]]ed, micherourien, marc'hadourien enni hag ivez studierien. Broudet eo an [[diorroadur]] gant ezhommoù al lez ha re an Iliz. Temz-spered ar re vihan koulz hag hini ar [[bourc'hiz|vourc'hizien]] a lak anezho da abegiñ. Renet e vez dizurzhioù bras gant ar studierien ivez. <br />
 
Er [[Krennamzer|Grennamzer]] e teu da vezañ Pariz ur gêr ma'z eus kalz [[artizan]]ed, micherourien, marc'hadourien enni hag ivez studierien. Broudet eo an [[diorroadur]] gant ezhommoù al lez ha re an Iliz. Temz-spered ar re vihan koulz hag hini ar [[bourc'hiz|vourc'hizien]] a lak anezho da abegiñ. Renet e vez dizurzhioù bras gant ar studierien ivez. <br />
E [[1358]] e tarzhas ar c'hentañ devezh [[reveulzi]] a zo bet e Pariz : dre ma ne c'helle ket rediañ an [[Daofin]] (a vo [[Charlez V (Bro-C'hall)|Charlez V]]) da zoujañ ouzh e venozhioù e vroudas [[Étienne Marcel]] ur [[reveulzi]] evit kemer kontrol ar [[palez]] roueel (daou guzulier an Daofin a voe muntret) hag ar gêr. Hemañ, penn ar vourc'hizien, en doa kendrec'het ar bobl e veze gouarnet fall ar [[rouantelezh]]. Trec'het e oe gant al lu roueel pelloc'h.
 
E [[1382]] e c'hoarvez emsavadeg ar "Maillotins" (kas a raent melloù ganto) pa nac'he pobl vihan Parize vije paeet un [[tell|dell]] nevez. <br />
 
E [[1413]], Simon Caboche, penn an tuad bourgognat, a renas ur reveulzi vras gant meur a lazhadeg tuidi an Armagnac e-doug ar [[Brezel Kant Vloaz]]. Seizet e oe kreñvlec'h ar [[Bastille]], met trec'het e oe ar g"Cabochidi" gant tuad Armagnac e [[1414]].
 
=== Eus Herri IV betek [[Monarkiezh Gouere]] ===
Dindan [[Herri IV a Vro-C'hall|Herri IV]] e oe savet savadurioù bras gant ur [[raktres]] [[savouriezh]] (Plasenn ar Roue, Plasenn ar Vosges hiziv). E warlec'hiad [[Loeiz XIII (Bro-C'hall)|Loeiz XIII]] a astennas klozadur ar riblenn zehou betek ar "boulouardoù" (ar re-se digoret goude m'eo bet dismantret ar [[moger]]ioù nevez gant [[Loeiz XIV (Bro-C'hall)|Loeiz XIV]])(, [[1643]]-[[1715]]). En {{XVIIIvet kantved}} e voe savet ur c'hlozadur evit kontrolliñ an [[tell-kêr|telloù-kêr]] diwar intrudu ar Feurmerien jeneral. Enklozet e oa an unneg [[arrondisamant]] kentañ, met ne goloe ket an [[tolpad-kêr]] nemet ar c'hwec'h kentañ.
 
E [[1648]] e krogas ur prantad trubuillhoù e Bro-C'hall pa veze [[Anna a Aostria]] ha [[Mazarini]], he c'hentañ ministr, o verañ ar rouantelezh en anv [[Loeiz XIV (Bro-C'hall)|Loeiz XIV]], hag eñ ur bugel. Anvet eo bet ar seurt emsavadeg padus-se, ar "Fronde" (fronder = abegiñ). Krogañ a reas un [[emsavadeg]] dibar e Pariz, [[devez ar bardelloù]] d'an [[26 a viz Eost]] [[1648]] diwar abeg harzherezh tri guzulier-parlamant. Evit gwir ez eus bet meur a zevezh ar bardelloù e Pariz ([[1588]], [[1648]], [[1830]], [[1832]], [[1848]], [[1851]], [[1871]], [[1944]]). E [[1652]] e klaskas ar [[Loeiz II a Vourbon|priñs a Gondé]] kemer Pariz gant harp ar [[Spagnol]]ed. Harzet gant ar Barizianed dindan urzhioù [[Turenne]] ez eas Condé da benn mont tre gant harp dugez a Vontpensier a lakaas kanolioù ar [[Kastell ar Bastille|Bastille]] tennañ war lu ar Roue.
Linenn 91 ⟶ 92:
 
=== Pariz modern ===
E-doug an {{XIXvet kantved}} e voe savet aveadurioù brasoc'h ha modernoc'h ([[koc'hu]]ioù, lazhtioù, kanioù-skarzh, degas dour-evañ). E-pad an [[Eil Impalaeriezh]] (1852-18701852–1870) e voe anvet gant [[Napoleon III]] ar baron Haussmann da brefed Pariz. Hemañ a renas steuñvioù modernaat divent. Dismantret e voe karterioù kozh evit krouiñ straedoù ledanoc'h. War bep bali vras e voe staliet [[kazarn]]ioù evit bezañ prest da derriñ kement emsavadeg pobl. E savadurioù nevez mod ar vourc'hizien ne voe ket mui posupl da gavout tud a renkadoù disheñvel o chom asambles.Gant kresk prizioù al lojeiz e voe rediet an dud vunut da vont e karterioù ar Reter hag ar Su pa'z ae ar vourc'hizien da chom e kartieroù ar C'hornôg, darn anezho nevez-flamm. Krouet e voe [[liorzh]]où publik bras (Buttes-Chaumont, Parc Monceau, Bois de Boulogne et de Vincennes).<br />
 
E [[1860]] e voe bodet gant ar gêr-benn ar c'humunioù a-raok ar mogerioù savet e 1840 (Auteuil, les Batignoles, Belleville, Bercy, Charonne, Grenelle, Ménilmontant, Passy, Vaugirard)