Aogust (impalaer) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lakaat al liammoù da vont en dro
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
[[Restr:NAMA Auguste.jpg|thumbnail|250px|Un tamm eus un delwenn graet d'an impalaer Aogust a zo e [[Mirdi broadel an hendraouriezh]] en [[Aten]] ]]
 
'''Aogust''', pe '''Augustus''' e latin, pe '''CAIVS•OCTAVIVS•THVRINVS''' e anv pa oa ganet, hag '''IMPERATOR•CAESAR•DIVI•FILIVS•AVGVSTVS''' pa varvas, a veze graet '''Oktav''' anezhañ, hag ivez '''Oktavian''', a oa ganet e [[-63|63 kent JK]] e Roma ha marvet er bloavezh [[14]] goude JK, e Nola ( e [[Campania]] - Bro-[[Naplez]]), a oa ar c'hentañ [[impalaer]] [[Henroma|roman]].
 
 
Evel [[hêr]] da [[Julius Caesar]] e kemeras ar galloud e diwezh ar [[Republik roman]], e-kreiz ar brezelioù diabarzh diehan. [[Gourniz]] e oa d'ar [[jeneral]] en doa lakaet ar [[Sened roman]] da blegañ, hag advabet e oa bet gantañ e [[-45|45]] kent JK. Se zo kaoz e kemeras evel anv ''Caius Julius Caesar Octavianus''. Diazezer an [[impalaeriezh roman]] eo bet.
Linenn 15 ⟶ 14:
Pa varvas Kaezar e [[-44]] e c'houlennas Aogust (ha ne veze graet nemet Oktavian anezhañ c'hoazh) ma vije roet ar galloud dezhañ diwar e hêrezh hag e c'hounezas an titl diwar ar [[Sened roman|Sened]], nemet e tleas stourm ouzh [[Marcus Antonius]] a oa mestr al [[lu]] hag ar gêr-benn. Trec'hiñ a reas Aogust warnañ e kichen kêr-v[[Modena]] e [[-43]]. Koulskoude e tivizas Aogust sevel ur [[triumvirelezh]] gant Marcus Antonius ha gant ''Marcus Aemilius Lepidus'' ([[Lepid]]). Ne badas an triumvirat nemet 7 miz, e [[-43]], met evit kaout an dizober eus o enebourien republikan e rejont gant muntroù, ha savet e voe rolloù an dud argaset (da dizhout .
 
Evel-se e asantas Aogust ma vo rediet [[Kikero]] d'en em lazhañ diwar intrudu Mark Anton. E [[-42]] e trec'has asamblez an tri den war vBrutus ha Cassius, pennoù ar Republikaned en [[emgann Philippoi]] e [[Trakia]].<br />
 
E [[-40|40 kt JK]] e voe rannet etrezo an holl diriadoù dindan beli ar Romaned hag e kemeras Aogust ar [[Kornôg|C'hornôg]], Mark Anton ar [[Reter]] ha Lepid [[proviñs roman Afrika]]. Reiñ a reas Aogust e c'hoar, Oktavia, da zimeziñ gant Mark Anton hag e chomas stabil an emglev (renevezet e [[-37]]) betek [[-33]]. Pa oa bet trec'h Aogust war Sekstus Pompeius e [[Bro-Spagn]] (e [[-36]] e kemeras lodenn Lepid. Istimetoc'h-istimetañ gant an Italianed e teuas Aogust da vezañ pa oe rebechet da Vark Anton bezhañ dindan levezon e vestrez, ar [[Faraon]]ez [[Kleopatr VII|Kleopatr]], unpenn [[Egipt]], hag e veze an tiriadoù roman o kouezhañ dindani. Ober ar brezel da Gleopatra a reas Aogust hag e oe trec'h warni ha war [[morlu]] Mark Anton e [[emgann Aktiom|Aktiom]] (''Akra Nikolaos'' e [[Bro-C'hres|Gres]] hiziv) e [[-31]].