Gireg Konan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Gireg Konan''' a zo ganet e [[Lannuon]], e [[Bro-Dreger]], d'an [[21 a viz Here]] [[1951]]. Mab [[Jakez Konan]] hag [[Anna-Vari Klou]] eo. [[Pemp bugel zo bet er familh : Ivona Konan]](), [[ErwanEwan, Konan]]Herve, Annaig (), ha [[HerveGireg. Konan]]Buanik goude e c’hanedigezh, e miz C’hwevrer 1952, ez eo aet ar familh a-bezh zokuit c'hoarda havevañ da vMontréal e Rannvro Gebek er C’hanada. Eno e talc’has ar yezh da vezañ komzet er familh. Setu penaos en deus breudeurdesket dezhañbrezhoneg.
 
Savet eo bet er [[Kanada|C'hanada]], e [[Bro-Gebek]], e-lec'h ma oa aet e dud da vevañ e 1952. Diaes e oa bevañ e Breizh gant an nebeud a labour a oa hag ar c'houlzad broadelouriezh c'hall taer a oa neuze. Goude bezañ bevet eno e-pad tost da 25 bloaz e tistroas da Vreizh e 1976.
[[Restr:Gireg Konan 2017|vignette|Gireg Konan e 2017]]
 
'''Deskadurezh'''
 
Desket e voe lenn ha skrivañ ar yezh dezhañ er gêr gant e vamm hag e c’hoar a-raok ma ‘z eas d’ar skol. E skoliadur a voe graet eno ha dont a reas a-benn da dapout un aotreegezh war ar c’heologïezh (Loyola College eus Skol-Veur Montréal) ha da heul un testeni kelenn (McGill University). Tri bloaz eo bet kelenner du-hont er C’hebek. En holl ez eo bet tost da bemp bloaz warn-ugent e Kebek.
 
Distreiñ d’ar vro
Marvet e oa e vamm hag e c’hoar Ivona e miz d’an 3 a viz C’hwevrer 1973 da heul ur gwallzarvoud, diskaret ma oant bet o-div diwar ar riblenn-hent gant ur c’harr-tan aet da sot ma ne sente ket e berc’henn ouzh ar stur. Diwezhatoc’h e 1976 e teuas c’hoant dezho, d’e vreur Herve, dezhañ ha da Jakez Konan o zad, da zistreiñ da Vreizh da vevañ. Ur wech degouezhet e Perroz e voe dilabour e-pad ur pennad brav (18 miz). A-benn ar fin en em stalias da liorzhañ e Perroz e 1978.
Dimezet hag euredet e voe e wreg, Marivon ar Gwilhouz, hag eñ e miz Ebrel 1980. Teir merc’h o deus bet. Bevañ o deus graet e brezhoneg, rak ne dalv ket ar boan hepken komz eus ar brezhoneg evel eus un dra a weler en ur mirdi. « Krediñ a ran en ur yezh vev ha bevet. », emezañ.
Liorzhañ a reas e-pad un daouzek vloaz bennak. Er bloavezh 1990 ez eas da skolaer Diwan da Lannuon hag ar bloaz war-lerc’h da gelenner da Skolaj Diwan ar Releg e-kichen Brest. Ret e voe dezhañ distreiñ d’ar skol-veur a-benn tapout un aotreegezh war ar brezhoneg. Goude-se e 1996 e voe anvet da gelenner war ar brezhoneg hag ar saozneg e Skolaj Diwan Bro-Dreger e-lec’h ma kelennas e-pad 17 vloaz a-raok mont war e leve-kozhni. E-pad an amzer-se e kendalc’has Marivon gant an embregerezh liorzhañ betek fin 2013.
 
Ar Skolioù
En diavaez e krede e ranked ober labour ivez evit ar yezh ma vefe un heuliad etre ar bed hag ar skol. Ret e oa dezhañ evel kelenner ober traoù da skoazellañ ar yezh er skolioù. Krediñ a ra e tremen amzer dazont ar brezhoneg dre ar c’helenn er skolioù evel-just met ivez dre grouiñ ur vuhez sevenadurel tro-zro dezho. Setu perak en deus kemeret perzh en ur bern kevredigezhioù e diavaez ar skol. Sikouret en deus krouiñ kalzik a gevredigezhioù ivez en-dro d’ar yezh.
Sikouret en deus krouiñ teir skol vihan : skol Diwan Lannuon e 1978, ur c’hlas divyezhek e skol bublik Tregastell e 1989 hag ur skol Diwan e Louaneg e 2006. Stag eo c’hoazh ouzh Skol Diwan Louaneg ha mont a ra bep sizhun da zeskiñ kanañ d’ar vugale.
Krouet en deus e 1978 Kan ar Bobl Treger evit ar wech kentañ e Tregastell ha goude er Roc’h-Derrien, an Trevoù, Pempoull, Bear. Bez’ e vez c’hoazh eus ar gouel-se e Kawan bep bloaz dindan renerezh Ti ar Vro, e-lec’h e vez bodet ur seizh kant bugel bennak, holl o kanañ en hon yezh.
Kenlabouret en deus gant tud all e-barzh meur a gevredigezh. Gant Bodad Brezhonekaat Ti ar Vro ha kenderc’hel a ra c’hoazh gant Ofis ar Brezhoneg. Goude bezañ bet krouet ar gevredigezh « Al Levrig » e 1995, ez eo bet eo prezidant ar gevredigezh-se ha Ti ar Vro Bro-Dreger ha Bro-Oueloù goude e-pad dek vloaz e Kawan.
Kentelioù brezhoneg d’an dud-deuet en deus sikouret krouiñ e Bro-Dreger e Ti ar Vro e-lec’h ma zo bremañ pevar c’helenner a-vicher. Kelenn a ra c’hoazh bep pemzektez un tamm lennegezh vrezhonek d’an dud-deuet e-kerzh kentelioù a vez anvet « Lennomp ha Komzomp ».
Ezel eo eus Kreizenn Sevenadurel Nevez-Amzer e Tregastell ha kenbrezidant eo bremañ gant ma merc’h, Enora Konan.
E penn “Son ha Kan” on, ur gevredigezh a glask brudañ ar c’hanañ e brezhoneg.
 
Kan-ha-diskan
Kanet en deus er festoù-noz dre Vreizh adalek 1977 gant e vreur ha goude gant Fañch Perioù betek marv hemañ e 1998.
Aozañ festoù-noz en deus graet e-leizh asambles gant Marivon hag o bugale, bep bloaz un teir pe beder. E-pad ouzhpenn daou-ugent vloaz o deus graet war-dro Gouel an Hañv e Tregastell, unan eus koshañ ha brudetañ festoù-noz e Breizh.
 
Skingomz, kleveled…
A-hend-all ez on bet unan eus ar re o deus krouet Arvorig FM e Kommana gwechall, bremañ e Landerne. Eno ez eus 4 den o labourat e brezhoneg e-pad an deiz.
Sikouret am eus ober div lec’hienn vrudet : “Kaouenn”, ur seurt You Tube e brezhoneg, hag “Hor Bed”, ul lec’hienn gelaouennerezh. Raktresoù all a zo war ar stern war an dachenn-se.
 
Traoù all
Unan eus krouerien gentañ ar sindikad SLB (Sindikad Labourerien Breizh) on bet.
Ezel on eus ar gevredigezh Breizh 5 diwar 5 a c’houlenn e vefe adstaget Bro Naoned eus Breizh.
 
Oberennoù graet war dachenn ar skrivañ brezhonek :
• Tro ma C’hanton, Levr kanaouennoù ar gGonaned, Dastum Bro-Dreger, 2004
• Teñzoriad gerioù, troioù-lavar eus Perroz-Gireg ha Treger, Embannadurioù an Alarc’h, miz Du, 2016
• Bep an amzer e skrivan ur pennad en Trégor, e bro Lannuon. A-benn bremañ e tlean bezañ skrivet ur c’hant hanter-kant pennad bennak.
• Kemeret am eus bet perzh ivez e Bodad ar Geriaouiñ e Diwan.
A-hend-all em eus troet un toullad bloavezhioù 'zo daou levr all graet evit ar vugale :
• Ma bloavezh tigr e Japan, gant Sylvie Servan-Schreiber, skeudennet gant Anne Daniel, embannet gant Chapitre 12 e Pariz e 2010.
• Ma bloavezh konikl e Korea, gant Sylvie Servan-Schreiber, skeudennet gant Lilas Yong, embannet gant An Alarc'h Embannadurioù e Lannuon e 2011.
• Emañ o vont da embann un dro bennak un « Teñzoriad » all, un droiad-c’heriaouiñ e-lec’h ma vo kavet gerioù ha troioù-lavar e-leizh eus Bro-Dreger, met ivez ur bern notennoù yezh gant Jakez Konan. Kalzik en deus selaouet ar vrezhonegerien a-vihanik a-hed e vuhez. Krediñ a ra e rank yezh ar pemdez magañ ar yezh skrivet ; hag ar c’hontrol a zo gwir ivez !
• Ul levr all a zo war ar stern, emañ o sevel ur geriadur skiantoù an Douar e teir yezh, brezhoneg, galleg, saozneg.
Amzer-vremañ, amzer da zont
War e leve-kozhni emañ bremañ. Setu ma tremen e amzer etre e liorzh ha skrivañ brezhoneg.
 
 
{{DEFAULTSORT:Konan, Gireg}}