Diforc'hioù etre adstummoù "Gireg Konan"

1 663 okted ouzhpennet ,  1 bloaz zo
D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D
 
Savet eo bet er [[Kanada|C'hanada]], e [[Bro-Gebek]], e-lec'h ma oa aet e dud da vevañ e 1952. Diaes e oa bevañ e Breizh gant an nebeud a labour a oa hag ar c'houlzad broadelouriezh c'hall taer a oa neuze. Goude bezañ bevet eno e-pad tost da 25 bloaz e tistroas da Vreizh e 1976.
[[Restr:Gireg Konan 2017.jpg|alt=|vignette|Gireg Konan en e liorzh e 2017]]
 
'''Deskadurezh'''
Sikouret am eus ober div lec’hienn vrudet : “Kaouenn”, ur seurt You Tube e brezhoneg, hag “Hor Bed”, ul lec’hienn gelaouennerezh. Raktresoù all a zo war ar stern war an dachenn-se.
 
=== '''Traoù all''' ===
 
''''Aozadurioù All''''
 
'====== '''Aozadurioù All'''' ======
Unan eus krouerien gentañ ar sindikad SLB (Sindikad Labourerien Breizh) on bet.
 
Ezel on eus ar gevredigezh Breizh 5 diwar 5 a c’houlenn e vefe adstaget Bro Naoned eus Breizh.
 
====== Mennozhioù all ======
<blockquote>Diwar-benn ar brezhoneg :</blockquote><blockquote><small>Kalzik en deus selaouet ar vrezhonegerien a-vihanik a-hed e vuhez. Krediñ a ra e rank yezh ar pemdez magañ ar yezh skrivet ; hag ar c’hontrol a zo gwir ivez ! Diwar-benn "Eostad" : "Pa ‘z on deuet en-dro da Vreizh e 1976 e taolis pled ouzh ar pezh a lavare an dud en-dro din, brezhonegerien ar vro, pa gomzent o yezh pemdez, em boa bernioù traoù da zeskiñ digante, ha koulskoude e komzen brezhoneg er gêr bemdez, brezhoneg ar vro, an hini a vez komzet etre Perroz ha Sant-Ke. Bommoù ‘zo a gleven a oa kazi ankouaet pe leusket a-gostez. Ankouaet e oa bet dastum anezhe pe pa oant bet dastumet e soñje d’al lennerien geriadurioù e oant pe nevez-ijinet, pe re lec’hel pe c’hoazh diamzeret. Un toullad mat a c’herioù a lavaren pe a gleven alies er gêr, a soñje din a veze lavaret bemdez gant an holl, na oa bet skrivet neblec’h ebet. Geriennoù ‘zo a gaven kaer zoken, resis-kenañ o tennañ d’ur vicher pe d’un tech fentus bennak. Neuze, er penn-kentañ, un tamm hep pal sklaer ebet, dre garantez yezh moarvat, e krogis da skrivañ war dammoù paper an danvez-se a seblante din bezañ dibar."</small></blockquote>
"Brezhoneg klevet e Perroz eo ar pep brasañ eus ar gerioù a gaver amañ, gwir. Met brezhoneg Perroz a zo tregerieg, hag an tregerieg a zo brezhoneg, hervez klevet ! An dra-se a zo gwir evit kement brezhoneg ‘zo e Breizh ! Komzomp perrozeg, leonieg, kerneveg, bubrieg, plouvouskanteg, enez-suneg, gwenedeg, an hini a gerfet, met komzomp brezhoneg. Ha pa skrivfomp, ‒ nemet ha skrivañ a rafen evit tud Perroz hag ar parrouzioù tro-war-dro hepken, e c’hallfen skrivañ e perrozeg,‒ skrivomp e peurunvan ma vefomp komprenet dre Vreizh !
 
'''Oberennoù graet war dachenn ar skrivañ brezhonek :'''
 
• ''Tro ma C’hanton'', Levr kanaouennoù ar gGonaned, Dastum Bro-Dreger, 2004
 
• ''Teñzoriad'' : gerioù, troioù-lavar eus Perroz-Gireg ha Treger dre-vras, Embannadurioù an Alarc’h, miz Du, 2016
 
• Bep an amzer e skrivan ur pennad en Trégor, e bro Lannuon. A-benn bremañ e tlean bezañ skrivet ur c’hant hanter-kant pennad bennak.
 
A-hend-all en deus troet un toullad bloavezhioù 'zo daou levr all graet evit ar vugale :
 
• ''Ma bloavezh tigr e Japan'', gant [[Sylvie Servan-Schreiber]], skeudennet gant Anne Daniel, embannet gant Chapitre 12 e Pariz e 2010.
 
• ''Ma bloavezh konikl e Korea'', gant Sylvie Servan-Schreiber, skeudennet gant Lilas Yong, embannet gant An Alarc'h Embannadurioù e Lannuon e 2011.
 
• Emañ o vont da embann un dro bennak un « Teñzoriad » all, un droiad-c’heriaouiñ e-lec’h ma vo kavet gerioù ha troioù-lavar e-leizh eus Bro-Dreger, met ivez ur bern notennoù yezh gant Jakez Konan.
 
Kalzik en deus selaouet ar vrezhonegerien a-vihanik a-hed e vuhez. Krediñ a ra e rank yezh ar pemdez magañ ar yezh skrivet ; hag ar c’hontrol a zo gwir ivez !
 
• Ul levr all a zo war ar stern : emañ o sevel ur geriadur skiantoù an Douar e teir yezh, brezhoneg, galleg, saozneg.
 
• Loreet eo bet gant [[Priz Langleiz]] e 2018,d'ar Sadorn 27 a viz Here, e [[Karaez]].
Amzer-vremañ, amzer da zont
 
 
 
1 097

modifications