Gireg Konan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 43:
 
====== Mennozhioù all ======
<blockquote>Diwar-benn ar brezhoneg :
<blockquote>Diwar-benn ar brezhoneg :</blockquote><blockquote><small>Kalzik en deus selaouet ar vrezhonegerien a-vihanik a-hed e vuhez. Krediñ a ra e rank yezh ar pemdez magañ ar yezh skrivet ; hag ar c’hontrol a zo gwir ivez ! Diwar-benn "Eostad" : "Pa ‘z on deuet en-dro da Vreizh e 1976 e taolis pled ouzh ar pezh a lavare an dud en-dro din, brezhonegerien ar vro, pa gomzent o yezh pemdez, em boa bernioù traoù da zeskiñ digante, ha koulskoude e komzen brezhoneg er gêr bemdez, brezhoneg ar vro, an hini a vez komzet etre Perroz ha Sant-Ke. Bommoù ‘zo a gleven a oa kazi ankouaet pe leusket a-gostez. Ankouaet e oa bet dastum anezhe pe pa oant bet dastumet e soñje d’al lennerien geriadurioù e oant pe nevez-ijinet, pe re lec’hel pe c’hoazh diamzeret. Un toullad mat a c’herioù a lavaren pe a gleven alies er gêr, a soñje din a veze lavaret bemdez gant an holl, na oa bet skrivet neblec’h ebet. Geriennoù ‘zo a gaven kaer zoken, resis-kenañ o tennañ d’ur vicher pe d’un tech fentus bennak. Neuze, er penn-kentañ, un tamm hep pal sklaer ebet, dre garantez yezh moarvat, e krogis da skrivañ war dammoù paper an danvez-se a seblante din bezañ dibar."</small></blockquote>
"Brezhoneg klevet e Perroz eo ar pep brasañ eus ar gerioù a gaver amañ, gwir. Met brezhoneg Perroz a zo tregerieg, hag an tregerieg a zo brezhoneg, hervez klevet ! An dra-se a zo gwir evit kement brezhoneg ‘zo e Breizh ! Komzomp perrozeg, leonieg, kerneveg, bubrieg, plouvouskanteg, enez-suneg, gwenedeg, an hini a gerfet, met komzomp brezhoneg. Ha pa skrivfomp, ‒ nemet ha skrivañ a rafen evit tud Perroz hag ar parrouzioù tro-war-dro hepken, e c’hallfen skrivañ e perrozeg,‒ skrivomp e peurunvan ma vefomp komprenet dre Vreizh !
 
<blockquote>Diwar-benn ar brezhoneg :</blockquote><blockquote><small>Kalzik en deus selaouet ar vrezhonegerien a-vihanik a-hed e vuhez. Krediñ a ra e rank yezh ar pemdez magañ ar yezh skrivet ; hag ar c’hontrol a zo gwir ivez ! Diwar-benn "Eostad" : "Pa ‘z on deuet en-dro da Vreizh e 1976 e taolis pled ouzh ar pezh a lavare an dud en-dro din, brezhonegerien ar vro, pa gomzent o yezh pemdez, em boa bernioù traoù da zeskiñ digante, ha koulskoude e komzen brezhoneg er gêr bemdez, brezhoneg ar vro, an hini a vez komzet etre Perroz ha Sant-Ke. Bommoù ‘zo a gleven a oa kazi ankouaet pe leusket a-gostez. Ankouaet e oa bet dastum anezhe pe pa oant bet dastumet e soñje d’al lennerien geriadurioù e oant pe nevez-ijinet, pe re lec’hel pe c’hoazh diamzeret. Un toullad mat a c’herioù a lavaren pe a gleven alies er gêr, a soñje din a veze lavaret bemdez gant an holl, na oa bet skrivet neblec’h ebet. Geriennoù ‘zo a gaven kaer zoken, resis-kenañ o tennañ d’ur vicher pe d’un tech fentus bennak. Neuze, er penn-kentañ, un tamm hep pal sklaer ebet, dre garantez yezh moarvat, e krogis da skrivañ war dammoù paper an danvez-se a seblante din bezañ dibar."</small></blockquote>Brezhoneg klevet e Perroz eo ar pep brasañ eus ar gerioù a gaver amañ, gwir. Met brezhoneg Perroz a zo tregerieg, hag an tregerieg a zo brezhoneg, hervez klevet ! An dra-se a zo gwir evit kement brezhoneg ‘zo e Breizh ! Komzomp perrozeg, leonieg, kerneveg, bubrieg, plouvouskanteg, enez-suneg, gwenedeg, an hini a gerfet, met komzomp brezhoneg. Ha pa skrivfomp, ‒ nemet ha skrivañ a rafen evit tud Perroz hag ar parrouzioù tro-war-dro hepken, e c’hallfen skrivañ e perrozeg,‒ skrivomp e peurunvan ma vefomp komprenet dre Vreizh ! Abalamour da se em eus skrivet ar gerioù e peurunvan, ma c’hello darn eus ar gerioù ha troioù-lavar a zo amañ mont da binvikaat an holl vrezhonegoù. An distagadur evelkent a zo lakaet a zo distagadur ar ger evel ma ‘m eus e glevet pe hervez reolennoù an distagañ, pouez-mouezh ha taol-mouezh, ar yezh e-kostez Perroz.
'''Oberennoù graet war dachenn ar skrivañ brezhonek :'''
 
Ne blij ket din ar re a baoura ar yezh gant o gerioù gallekaet diwar re kennebeut : teatr, mersi bras, poubelenn, ‒ ma klevfe an aotrou Poubelle ac’hanon ! ‒ ha me ‘oar-me... Souezhet e vefemp ma klevfemp war un enrolladenn bennak brezhonegerien gozh penn-kentañ an ugentvet kantved o komz. Gallekadurioù a zo bet a-viskoazh met a gementadoù dister a-walc’h, sur. Ur ger evel ''garantisañ'' n’eo ket ur ger brezhoneg evidon-me. ''Gwarantiñ'' avat a zo kalz brezhonekoc’h. Gouzout a reer bepred ez eo ''garantir'' an orin met tremenet eo dre vilin ar yezh, kement ma ankouaer an orin.
 
Ne blij ket din kennebeut ar re a nac’h klask pinvikaat o yezh, o nac’h ar gerioù pervezh, resis da glotañ gant ezhommoù hon bed. Petra faot deoc’h gerioù nevez evel ouzhpennañ, ebarzhañ, pellgomz, pellgomzer-hezoug, pellwelerez (-h)... a zo ezhomm anezhe en deiz a hirie. Mat eo kaout un toullad geriennoù a seurt-se en hon fanerad nevez-c’herioù. Ne vint ket kavet er geriadur-mañ met n’int ket da vezañ skarzhet kennebeut. Ur “varlennad” anezhe am bo da ginnig deoc’h ur wech all en un embannadur all.
 
Ne blij ket din brezhoneg ar re a sav ur yezh chimik diazezet war tra vev ebet, ken diwar froudennoù spered, galianeg, hengeltieg ha me ‘oar-me."
<blockquote></blockquote>'''Oberennoù graet war dachenn ar skrivañ brezhonek :'''
 
• ''Tro ma C’hanton'', Levr kanaouennoù ar gGonaned, Dastum Bro-Dreger, 2004