Gireg Konan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Gireg Konan''' a zo ganet e [[Lannuon]], e [[Bro-Dreger]], d'an [[21 a viz Here]] [[1951]]. Mab [[Jakez Konan]] hag [[Anna-Vari Klou]] eo. Pemp bugel zo bet er familh : Ivona (1973), Ewan, Herve, Annaig (1949), ha Gireg. Buanik goude e c’hanedigezh, e miz C’hwevrer 1952, ez eo aet ar familh a-bezh kuit da vevañ da vMontréal e Rannvro Gebek er C’hanada. Eno e talc’has ar yezh da vezañ komzet er familh. Setu penaos en deus desket brezhoneg.
 
Savet eo bet er [[Kanada|C'hanada]], e [[Bro-Gebek]], e-lec'h ma oa aet e dud da vevañ e 1952. Diaes e oa bevañ e Breizh gant an nebeud a labour a oa hag ar c'houlzad broadelouriezh c'hall taer a oa neuze. Goude bezañ bevet eno e-pad tost da 25 bloaz e tistroas da Vreizh e 1976.
Linenn 52:
 
Ne blij ket din brezhoneg ar re a sav ur yezh chimik diazezet war tra vev ebet, ken diwar froudennoù spered, galianeg, hengeltieg ha me ‘oar-me."
 
<blockquote></blockquote>'''Oberennoù graet war dachenn ar skrivañ brezhonek :'''
 
• ''Tro ma C’hanton'', Levr kanaouennoù ar gGonaned, Dastum Bro-Dreger, 2004