Gireg Konan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Gireg Konan''' a zo ganet e [[Lannuon]], e [[Bro-Dreger]], d'an [[21 a viz Here]] [[1951]]. Mab [[Jakez Konan]] hag [[Anna-Vari Klou]] eo. Pemp bugel zo bet er familh : Ivona (1934-1973), Ewan (1936-), Herve (1940-2017), Annaig (1946-1949), ha Gireg. Buanik goude e c’hanedigezh, e miz C’hwevrer 1952, ez eo aet ar familh a-bezh kuit da vevañ da vMontréal e Rannvro Gebek, er C’hanada. Eno e talc’has ar yezh da vezañ komzet er familh. Setu penaos en deus desket brezhoneg.
 
Savet eo bet er [[Kanada|C'hanada]], e [[Bro-Gebek]], e-lec'h ma oa aet e dud da vevañ e 1952. Diaes e oa bevañ e Breizh gant an nebeud a labour a oa hag ar c'houlzad [[broadelouriezh]] c'hall taer a oa neuze. Goude bezañ bevet eno e-pad tost da 25 bloaz, e tistroas da Vreizh e 1976.
[[Restr:Gireg Konan 2017.jpg|alt=|vignette|Gireg Konan en e liorzh e 2017|324x324px]]
 
'''Deskadurezh'''
 
Desket e voe lenn ha skrivañ ar yezh dezhañ er gêr gant e vamm hag e c’hoar a-raok ma ‘z eas d’ar skol. E skoliadur kentañ,eil-derez ha skol-veur a voe graet eno. Dont a reas a-benn da dapout un aotreegezh war ar c’heologïezh (Loyola College eus Skol-Veur Montréal) ha da heul un testeni kelenn ([[McGill University]]). Tri bloaz eo bet kelenner du-hont er C’hebek. En holl ez eo bet tost da bemp bloaz warn-ugent e Kebek.
 
'''Distreiñ d’ar vro'''
Linenn 12:
Marvet e oa e vamm hag e c’hoar Ivona d’an 3 a viz C’hwevrer 1973 da heul ur gwallzarvoud, diskaret ma oant bet o-div diwar ar riblenn-hent gant ur c’harr-tan aet da sot ma ne sente ket e berc’henn ouzh ar stur ! Diwezhatoc’h e 1976 e teuas c’hoant dezho, d’e vreur Herve, dezhañ ha da Jakez Konan o zad, da zistreiñ da Vreizh da vevañ. Ur wech degouezhet e Perroz e voe dilabour e-pad ur pennad brav (18 miz). A-benn ar fin en em stalias da liorzhañ e Perroz e 1978.
 
Dimezet hag euredet e voe gant e wreg, Marivon ar Gwilhouz, e miz Ebrel 1980. Teir merc’h o deus bet : Ivona (1980), Enora (1984), Bleuñvenn (gant un ñ, mar-plij)(1993). Bevañ o deus graet e brezhoneg, rak ne dalv ket ar boan hepken komz eus ar brezhoneg evel eus un dra a weler en ur mirdi. « Krediñ a ran en ur yezh vev ha bevet. », emezañ.
 
Liorzhañ a reas e-pad un daouzek vloaz bennak. Er bloavezh 1990 ez eas da skolaer Diwan da [[Lannuon]] hag arer bloaz war-lerc’h da gelenner da [[Skolaj Diwan ar Releg]] e-kichen Brest. Ret e voe dezhañ distreiñ d’ar skol-veur a-benn tapout un aotreegezh war ar brezhoneg. Goude-se e 1996 e voe anvet da gelenner war ar brezhoneg hag ar saozneg e [[Skolaj Diwan Bro-Dreger]] e-lec’h ma kelennas e-pad 17 vloaz a-raok mont war e leve-kozhni. E-pad an amzer-se e kendalc’has Marivon gant an embregerezh liorzhañ betek fin 2013.
 
War e leve-kozhni emaint o-daou bremañ. Setu ma tremen e amzer etre e liorzh,ober war-dro kevredigezhioù ha skrivañ brezhoneg.
 
'''Ar Skolioù'''
Linenn 22:
En diavaez e krede e ranked ober labour ivez evit ar yezh ma vefe un heuliad etre ar bed hag ar skol. Ret e oa dezhañ evel kelenner ober traoù da skoazellañ ar yezh er skolioù. Krediñ a ra e tremen amzer dazont ar brezhoneg dre ar c’helenn er skolioù evel-just met ivez dre grouiñ ur vuhez sevenadurel tro-zro dezho. Setu perak en deus kemeret perzh en ur bern kevredigezhioù e diavaez ar skol.
 
Sikouret en deus krouiñ kalzik a gevredigezhioù ivez en-dro d’ar yezh. Sikouret en deus krouiñ teir skol vihan : skol Diwan Lannuon e 1978, ur c’hlas divyezhek e skol bublik [[Tregastell]] e 1989 hag ur skol Diwan e [[Louaneg]] e 2006. Stag eo c’hoazh ouzh Skol Diwan Louaneg ha mont a ra di bep sizhun da zeskiñ kanañ d’ar vugale.
 
Krouet en deus e 1978 [[Kan ar Bobl]] Treger evit ar wech kentañ e Tregastell ha goude er [[Roc’h-Derrien]], [[an Trevoù|Trevvoù-Tregigneg]], [[Pempoull]], [[Bear]]. Bez’ e vez c’hoazh eus ar gouel-se e [[Kawan]] bep bloaz dindan renerezh Ti ar Vro, e-lec’h e vez bodet ur seizh kant bugel bennak, holl o kanañ en hon yezh.
 
Kenlabouret en deus gant tud all e-barzh meur a gevredigezh. Gant Bodad Brezhonekaat Ti ar Vro ha kenderc’hel a ra c’hoazh gant Ofis Publik ar Brezhoneg.
 
Goude bezañ bet krouet ar gevredigezh « [[Al Levrig]] » e 1995, ez eo bet eo prezidant ar gevredigezh-se ha [[Ti ar Vro Bro-DregerTreger ha Bro-OueloùGoueloù]] goude e-pad dek vloaz e Kawan.
 
Kentelioù brezhoneg d’an dud-deuet en deus sikouret krouiñ e Bro-Dreger e Ti ar Vro e-lec’h ma zo bremañ pevar c’helenner a-vicher. Kelenn a ra c’hoazh bep pemzektez un tamm lennegezh vrezhonek d’an dud-deuet e-kerzh kentelioù a vez anvet « Lennomp ha Komzomp ».
 
Ezel eo eus [[Kreizenn Sevenadurel Nevez-Amzer]] e Tregastell ha kenbrezidant eo bremañ gant e verc’h Enora.
 
E penn “Son ha Kan” emañ, ur gevredigezh a glask brudañ ar c’hanañ e brezhoneg.