Diforc'hioù etre adstummoù "Breizh 5/5"

1 430 okted ouzhpennet ,  1 bloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D
Gallout a ra ur strollegezh ivez (kêrioù, kumuniezhioù kêrioù, Kuzul Departamant, Kuzul rannvro, hag all...) diskouez emañ a-unan gant tud “Breizh 5/5” en ur lakaat ur bannell-hent « Breizh 5/5 » war an holl hentoù a zeu daveti. Gallout a rafe lakaat ivez ur blakennig war gement savadur a zo digor d’an dud.
Bez’ ez eo neuze luskad « Breizh 5/5 » un doare da :
• Sevel ur rouedad « Breizh 5/5 » e-lec’h ma vo hiniennoù, embregerezhioù prevez, sevenadurel pe bublik o kenlabourat da ziskouez emaint a-du gant ur Vreizh enni pemp departamant.
• Evit reiñ danvez d’ar rouedad ez eus savet ul lec’hienn e-lec’h ma vez diskouezet skeudennoù pep hini o tiskouez penaos ec’h embann hag e vrud « Breizh 5/5 » (pegsun, plakennig, plakenn) hag o reiñ da c’houzout, ma kar, piv ez eo. Evel-se e vo skoazellet an embregerezhioù, ar c’hevredigezhioù hag ar c’henwerzhioù a boagn da vrudañ Breizh 5 departamant.
• Bez’ ez eus ivez ur roll kelaouiñ evit reiñ da c’houzout ha da vodañ izili rouedad « Breizh 5/5 ».
• Posubl eo ivez sikour da baeañ ur bannell « Breizh 5/5 » a vo profet d’ur strollegezh nevez da sikour anezhi da zont ganimp. Gant ar memes soñj e vez miret an holl gounidoù a vez graet diwar ar gwerzhañ pegsunioù, plakennoù, t-shirtoù, seier a-benn sikour da lakaat pannelloù hent e-lec’h all war hentoù Breizh da astenn tachenn Breizh 5 war 5 !
 
 
Penaos diskouez eo tomm ho kalon ouzh Breizh he femp departamant ?
 
1 097

modifications