Steven Spielberg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 40:
== Buhez personel ==
;Pinvidigezh
Hervez ar gelaouenn [[Forbes]], pinvidigezh personel Spielberg a zo 3,7 bilion$ <ref>https://www.forbes.com/profile/steven-spielberg/#226514e7228a</ref>.
;Politikerezh
Spielberg a voaz a zo un harp d'ar [[Strollad Demokratel (Stadoù-Unanet)|Strollad Demokratel]]. Roet en devoa 800 000$ d'ar strollad. Kamalad bras eo bet d'ar prezidant demokrat [[Bill Clinton]]. Spielberg a baouezas da vezañ ezel eus ar skouted stadunanat er bloavezh 2001 dre ma ne oa ket a-du gant ar selloù enep-heñvelreizhidi difennet ha brudet gant an aozadur. E 2007 e oa galvet d'ur boycott eus filmoù Spielberg gant [[Kevre ar Stadoù Arab]] goude ma vefe bet roet gantañ 1 milion$ evit harpañ [[Israel]] e-pad [[Brezel Liban 2006]]. D'an [[20 a viz C'hwevrer]] [[2007]], Spielberg, [[Jeffrey Katzenberg]], ha [[David Geffen]] a galve an demokrated da rastellañ arc'hant evit harpañ [[Barack Obama]].
 
Er bloavezh 2018, Spielberg gant e wreg [[Kate Capshaw]] o devoa profet 500 000$ evit harpañ ar valeadeg studierien [[March for Our Lives]] evit goulenn ma vefe strisaet al lezennoù a-fed perc'henniñ armoù er [[Stadoù-Unanet Amerika|Stadoù-Unanet]].
 
== Liammoù diavaez ==
* [https://www.imdb.com/name/nm0000229/ Steven Spielberg war IMDb]