Gireg Konan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 8:
Marvet e oa e vamm hag e c’hoar Ivona d’an 3 a viz C’hwevrer 1973 da heul ur gwallzarvoud, diskaret ma oant bet o-div diwar ar riblenn-hent gant ur c’harr-tan aet da sot ma ne sente ket e berc’henn ouzh ar stur ! Diwezhatoc’h e 1976 e teuas c’hoant dezho, d’e vreur Herve, dezhañ ha da Jakez Konan o zad, da zistreiñ da Vreizh da vevañ. Ur wech degouezhet e [[Perroz-Gireg|Perroz]] e voe dilabour e-pad ur pennad brav (18 miz). A-benn ar fin en em stalias da liorzhañ e Perroz e 1978.
 
Dimezet hag euredet e voeeo gant e wreg, Marivon ar Gwilhouz, e miz Ebrel 1980. Teir merc’h o deus bet : Ivona (1980), Enora (1984), Bleuñvenn (gant un ñ, mar-plij) (1993). Bevañ o deus graet e brezhoneg, rak ne dalv ket ar boan hepken komz eus ar brezhoneg evel eus un dra a weler en ur mirdi. « Krediñ a ran en ur yezh vev ha bevet. », emezañ.
 
Liorzhañ a reas e-pad un daouzek vloaz bennak. Er bloavezh 1990 ez eas da skolaer Diwanpa daoa Diwan [[Lannuon]] o klask unan, hag er bloaz war-lerc’h da gelenner da [[Skolaj Diwan ar Releg]] e-kichen Brest. Ret e voe dezhañ distreiñ d’ar skol-veur a-benn tapout un aotreegezh war ar brezhoneg. Goude-se e 1996 e voe anvet da gelenner war ar brezhoneg hag ar saozneg e [[Skolaj Diwan Bro-Dreger]] e-lec’h ma kelennas e-pad 17 vloaz a-raok mont war e leve-kozhni. E-pad an amzer-se e kendalc’has Marivon gant an embregerezh liorzhañ betek fin 2013.
 
War e leve-kozhni emaint o-daou bremañ. Setu ma tremen e amzer etre e liorzh, ober war-dro kevredigezhioù, kelenn, kanañ ha skrivañ brezhoneg.
Linenn 22:
 
Kenlabouret en deus gant tud all e-barzh meur a gevredigezh, gant Bodad Brezhonekaat Ti ar Vro, ha kenderc’hel a ra c’hoazh gant Ofis Publik ar Brezhoneg.
 
Prezidant Levraoueg Breizh eo. Fiziet o deus al levrioù brezhonek e rann vrezhonek Levraoueg Aodoù an Arvor e Kawan.
 
Goude bezañ bet krouet ar gevredigezh « [[Al Levrig]] » e 1995, ez eo bet prezidant ar gevredigezh-se ha [[Ti ar Vro Treger ha Goueloù]] goude e-pad dek vloaz e Kawan.
Linenn 46 ⟶ 48:
 
=== Diwar-benn ar brezhoneg ===
Kalzik en deus selaouet ar vrezhonegerien a-vihanik a-hed e vuhez, er gêr da gentañ. Krediñ a ra e rank yezh ar pemdez magañ ar yezh skrivet ; hag ar c’hontrol a zo gwir ivez ! Diwar-benn "Eostad" :
<blockquote>« Pa ‘z on deuet en-dro da Vreizh e 1976 e taolis pled ouzh ar pezh a lavare an dud en-dro din, brezhonegerien ar vro, pa gomzent o yezh pemdez, em boa bernioù traoù da zeskiñ digante, ha koulskoude e komzen brezhoneg er gêr bemdez, brezhoneg ar vro, an hini a vez komzet etre Perroz ha [[Sant-Ke-Perroz|Sant-Ke]]. Bommoù 'zo a gleven a oa kazi ankouaet pe leusket a-gostez. Ankouaet e oa bet dastum anezhe pe pa oant bet dastumet e soñje d’al lennerien geriadurioù e oant pe nevez-ijinet, pe re lec’hel pe c’hoazh diamzeret. Un toullad mat a c’herioù a lavaren pe a gleven alies er gêr, a soñje din a veze lavaret bemdez gant an holl, na oa bet skrivet neblec’h ebet. Geriennoù 'zo a gaven kaer zoken, resis-kenañ o tennañ d’ur vicher pe d’un tech fentus bennak. Neuze, er penn-kentañ, un tamm hep pal sklaer ebet, dre garantez yezh moarvat, e krogis da skrivañ war dammoù paper an danvez-se a seblante din bezañ dibar.<br>
Brezhoneg klevet e Perroz eo ar pep brasañ eus ar gerioù a gaver amañ, gwir. Met brezhoneg Perroz a zo [[tregerieg]], hag an tregerieg a zo brezhoneg, hervez klevet ! An dra-se a zo gwir evit kement brezhoneg 'zo e Breizh ! Komzomp perrozeg, [[Leoneg|leoneg]], [[kerneveg]], bubrieg, plouvouskanteg, enez-suneg, [[gwenedeg]], an hini a gerfet, met komzomp brezhoneg. Ha pa skrivfomp, ‒ nemet ha skrivañ a rafen evit tud Perroz hag ar parrouzioù tro-war-dro hepken, e c’hallfen skrivañ e perrozeg, ‒ skrivomp e peurunvan ma vefomp komprenet dre Vreizh ! Abalamour da se em eus skrivet ar gerioù e peurunvan, ma c’hello darn eus ar gerioù ha troioù-lavar a zo amañ mont da binvikaat an holl vrezhonegoù. An distagadur evelkent a zo lakaet a zo distagadur ar ger evel ma ‘m eus e glevet pe hervez reolennoù an distagañ, pouez-mouezh ha taol-mouezh, ar yezh e-kostez Perroz.