Gireg Konan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Gireg Konan 2017.jpg|thumb|upright=1.1|'''Gireg Konan''' en e liorzh e 2017]]
'''Gireg Konan''' a zo ganet e [[Lannuon]], e [[Bro-Dreger]], d'an [[21 a viz Here]] [[1951]]. Mab da [[Jakez Konan]] hag [[Anna-Vari Klou]] eo. Pemp bugel zo bet er familh : Ivona (1934-1973), Ewan (1936-), Herve (1940-2017), Annaig (1946-1949), ha Gireg. Buanik goude e c’hanedigezh, e miz C’hwevrer 1952, ez eo aet ar familh a-bezh kuit da vevañ da [[Montréal|Vontréal]] e [[Kebek]], [[Kanada]]. DiaesLiorzher, kelenner eo bet. Skrivañ brezhoneg a ra. Bepred eo bet kar-e-yezh.

Goude ar Brezel e oa diaes bevañ e Breizh gant an nebeud a labour a oa hag ar c'houlzad [[broadelouriezh]] c'hall taer a oa neuze.

Eno er C'hanada e talc’has ar yezh da vezañ komzet er familh. Setu penaos en deus desket brezhoneg. Goude bezañ bevet eno e-pad tost da 25 bloaz, e tistroas da Vreizh e 1976.
 
==Deskadurezh==
Desket e voe lenn ha skrivañ ar yezh dezhañ er gêr gant e vamm hag e c’hoar a-raok ma 'z eas d’ar skol. E skoliadur kentañ, eil-derez ha skol-veur a voe graet eno. Tapout a reas un aotreegezh war ar [[Geologiezh|c’heologïezh]] ([[Loyola College]] eus Skol-Veur Montréal|[[Université de Montréal]] er bloavezhioù '60 ha '70 deuet da vezañ bremañ [[Concordia University]]) ha da heul un testeni kelenn ([[McGill University]]). Tri bloaz eo bet kelenner du-hont e [[Kebek]]. En holl ez eo bet tost da bemp bloaz warn-ugent e Kebek.
 
===Distreiñ d’ar vro===
Marvet e oa e vamm hag e c’hoar Ivona d’an 3 a viz C’hwevrer 1973 da heul ur gwallzarvoud, diskaret ma oant bet o-div diwar ar riblenn-hent gant ur c’harr-tan aet da sot ma nena sente ket e berc’henn ouzh ar stur ! Diwezhatoc’h e 1976 e teuas c’hoant dezho, d’e vreur Herve, dezhañGireg ha da Jakez Konan o zad, Jakez da zistreiñ da Vreizh da vevañ. Ur wech degouezhet e [[Perroz-Gireg|Perroz]] e voe dilabour e-pad ur pennad brav (18 miz). A-benn ar fin en em stalias da liorzhañ e Perroz e 1978.
 
Dimezet hag euredet eo gant Marivon ar Gwilhouz e miz Ebrel 1980. Teir merc’h o deus bet : Ivona (1980), Enora (1984), Bleuñvenn (gant un ñ, mar-plij !) (1993). Bevañ o deus graet e brezhoneg, rak ne dalv ket ar boan hepken komz eus ar brezhoneg evel eus un dra a weler en ur mirdi. « Krediñ a ran en ur yezh vev ha bevet. », emezañ.
 
Liorzhañ a reas e-pad un daouzek vloaz bennak. Er bloavezh 1990 ez eas da skolaer pa oa Diwan [[Lannuon]] o klask unan, hag er bloaz war-lerc’h da gelenner da [[Skolaj Diwan ar Releg|Skolaj Diwan Roparz Hemon]] e-kichen Brest. Ret e voe dezhañ distreiñ d’ar skol-veur a-benn tapout un aotreegezh war ar brezhoneg e Skol-veur Roazhon II|[[Université Rennes II]]. Goude-se e 1996 e voe anvet da gelenner war ar brezhoneg hag ar saozneg e [[Skolaj Diwan Bro-Dreger]] e-lec’h ma kelennas e-pad 17 vloaz a-raok mont war e leve-kozhni. E-pad an amzer-se e kendalc’has Marivon gant an embregerezh liorzhañ betek fin 2013.
 
War e leve-kozhni emaint o-daou bremañ. Setu ma trementremenont eo amzer etre e liorzh, ober war-dro kevredigezhioù, kelenn, kanañ ha skrivañ brezhoneg.
 
===Ar Skolioù===
En diavaez e krede Gireg Konan e ranked ober labour ivez evit ar yezh ma vefe un heuliad etre ar bed hag ar skol. Ret e oa dezhañ evel kelenner ober traoù da skoazellañ ar yezh er skolioù. Krediñ a ra e tremen amzer dazont ar brezhoneg dre ar c’helenn er skolioù evel-just met ivez dre grouiñ ur vuhez sevenadurel tro-zro dezho. Setu perak en deus kemeret perzh en ur bern kevredigezhioù e diavaez ar skol.
 
Sikouret en deus krouiñ kalzik a gevredigezhioù ivez en-dro d’ar yezh. Sikouret en deus krouiñ teir skol vihan : skol Diwan Lannuon e 1978, ur c’hlas divyezhek e skol bublik [[Tregastell]] e 1989 hag ur skol Diwan e [[Louaneg]] e 2006. StagChomet eo stag c’hoazh ouzh Skol Diwan Louaneg ha mont a ra di bep sizhun da zeskiñ kanañ d’ar vugale.
 
Krouet en deus, e 1978, [[Kan ar Bobl]] Treger evit ar wech kentañ e Tregastell ha goude er [[Roc’h-Derrien]], [[an Trevoù|TrevvoùTrevoù-Tregigneg]], [[Pempoull]], [[Bear]]. Bez’ e vez c’hoazh eus ar gouel-se e [[Kawan]] bep bloaz dindan renerezh Ti ar Vro, e-lec’h e vez bodet ur seizh kant bugel bennak, holl o kanañ en hon yezh.
 
Kenlabouret en deus gant tud all e-barzh meur a gevredigezh, gant Bodad Brezhonekaat Ti ar Vro, ha kenderc’hel ae ra c’hoazh gant [[Ofis Publik ar Brezhoneg]].
 
Prezidant [[Levraoueg Breizh]] eo. Fiziet o deus al levrioù brezhonek e rann vrezhonek Levraoueg Aodoù an Arvor (Bibliothèque des Côtes-d'Armor) e Kawan.
 
Goude bezañ bet krouet ar gevredigezh « [[Al Levrig]] » e 1995, eze eo betvoe prezidant ar gevredigezh-se ha [[Ti ar Vro Treger ha Goueloù]] goude e-pad dek vloaz e Kawan.
 
Kentelioù brezhoneg d’an dud-deuet en deus sikouret krouiñ e Bro-Dreger e Ti ar Vro e-lec’h ma zo bremañ pevar c’helenner a-vicher. Kelenn a ra c’hoazh bep pemzektez un tamm lennegezh vrezhonek d’an dud-deuet e-kerzh kentelioù a vez anvet « Lennomp ha Komzomp ».
Linenn 34 ⟶ 38:
 
===Kan-ha-diskan===
Kanet en deus er festoù-noz dre Vreizh adalek 1977 gant e vreur Herve ha goude gant Fañch Perioù betek marv hemañ e 1998.
 
Aozañ festoù-noz en deus graet e-leizh asambles gant Marivon hag o bugale, bep bloaz un teir pe beder. E-pad ouzhpenn daou-ugent vloaz o deus graet war-dro [[Gouel an Hañv]] e Tregastell, unan eus koshañ ha brudetañ festoù-noz a zo e Breizh.
 
===Skingomz ha kleweled===
A-hend-all ez eo bet unan eus ar re o deus krouet [[Arvorig FM]] gant [[David ar Gall]], [[Andrev Roparzh]], [[Ronan Hirrien]], [[Ronan Debel]] ha tud all e [[Kommanna|Kommana]] e 1998, bremañ e [[Landerne]]. Eno ez eus 4 den o labourat e brezhoneg e-pad an deiz.<br>Sikouret en deus ober div lec’hienn vrudet : "[[Kaouenn"]], ur seurt ''[[YouTube]]'' e brezhoneg, hag "Hor Bed", ul lec’hienn gelaouennerezh. Raktresoù all a zo war ar stern war an dachenn-se.
 
== Traoù all ==
=== Aozadurioù All ===
Unan eus krouerien gentañ ar [[sindikad]] SLB ([[Sindikad Labourerien Breizh]]) eo bet gant [[Dominig Jolivet-Klec'h]].
 
Ezel eo eus ar gevredigezh [[Breizh 5/5|Breizh 5 diwar 5]] a c’houlenn e vefe adstaget [[Bro Naoned]] ouzh rannvro melestradurel Breizh.
 
=== DiwarMennozhioù diwar-benn ar brezhoneg ===
Kalzik en deus selaouet ar vrezhonegerien a-vihanik a-hed e vuhez, er gêr da gentañ. Krediñ a ra e rank yezh ar pemdez magañ ar yezh skrivet ; hag ar c’hontrol a zo gwir ivez ! Diwar-benn "Eostad" :
<blockquote>« Pa ‘z on deuet en-dro da Vreizh e 1976 e taolis pled ouzh ar pezh a lavare an dud en-dro din, brezhonegerien ar vro, pa gomzent o yezh pemdez, em boa bernioù traoù da zeskiñ digante, ha koulskoude e komzen brezhoneg er gêr bemdez, brezhoneg ar vro, an hini a vez komzet etre Perroz ha [[Sant-Ke-Perroz|Sant-Ke]]. Bommoù 'zo a gleven a oa kazi ankouaet pe leusket a-gostez. Ankouaet e oa bet dastum anezhe pe pa oant bet dastumet e soñje d’al lennerien geriadurioù e oant pe nevez-ijinet, pe re lec’hel pe c’hoazh diamzeret. Un toullad mat a c’herioù a lavaren pe a gleven alies er gêr, a soñje din a veze lavaret bemdez gant an holl, na oa bet skrivet neblec’h ebet. Geriennoù 'zo a gaven kaer zoken, resis-kenañ o tennañ d’ur vicher pe d’un tech fentus bennak. Neuze, er penn-kentañ, un tamm hep pal sklaer ebet, dre garantez yezh moarvat, e krogis da skrivañ war dammoù paper an danvez-se a seblante din bezañ dibar.<br>
Linenn 70 ⟶ 74:
 
Ul levr all a zo war ar stern : emañ o sevel ur geriadur skiantoù an Douar e teir yezh, brezhoneg, galleg, [[saozneg]].
 
'''Prizioù'''
 
Loreet eo bet gant [[Priz Langleiz]] d'ar Sadorn 27 a viz Here 2018 e [[Karaez]].