Gireg Konan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10:
 
===Distreiñ d’ar vro===
Marvet e oa e vamm hag e c’hoar Ivona d’an 3 a viz C’hwevrer 1973 da heul ur gwallzarvoud, diskaret o-div diwar ar riblenn-hent gant ur c’harr-tan aet da sot na sente ket e berc’henn ouzh ar stur ! Diwezhatoc’h e 1976 e teuas c’hoant dezho, d’e vreur Herve, Giregda c'hGireg ha d'o zad Jakez da zistreiñ da Vreizh da vevañ. Ur wech degouezhet e [[Perroz-Gireg|Perroz]] e voe dilabour e-pad ur pennad brav (18 miz). A-benn ar fin en em stalias da liorzhañ e Perroz e 1978.
 
Dimezet hag euredet eo gant Marivon ar Gwilhouz e miz Ebrel 1980. Teir merc’h o deus bet : Ivona (1980), Enora (1984), Bleuñvenn (gant un ñ, mar-plij !) (1993). Bevañ o deus graet e brezhoneg, rak ne dalv ket ar boan komz eus ar brezhoneg evel eus un dra a weler en ur mirdi. « Krediñ a ran en ur yezh vev ha bevet. », emezañ.