Alan Stivell : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 19:
| lec'hienn = [http://www.alanstivell.bzh alanstivell.bzh]
}}
'''Alan Stivell''' (''Alain Cochevelou'' e anv en ti-kêr) a zo ur soner [[breizhat]] hag ur c'haner [[brezhonek]], ganet d'ar [[6 a viz Genver]] 1944 e [[Riom]] en [[Aovergn]], e [[Bro-C'hall]].
 
[[Mab]] e oa da [[Jord Cochevelou]], kargad gall, a oa e familh a orin eus [[Gourin]], hag a zilojas goude da Bariz, ma voe maget ha skoliet Alan.
 
Linenn 25 ⟶ 26:
A-vihanik e oa troet gant [[Breizh]] hag ar geltiegezh ha dreist-holl gant ar [[sonerezh]]ioù liesseurt a gaver e [[Breizh-Izel]], [[Iwerzhon]] ha [[Bro-Skos]].
N'eus mar ebet eo ar soner ha kaner brudetañ er bed en deus kanet e [[brezhoneg]]. Bez' ez eo unan eus an arzourien gentañ hag o deus bet mesket binvioù sonerezh [[tredan]] ha binvioù sonerezh akoustik. <br>
 
Brudet eo evel [[telenn]]our hag eñ an hini a zegasas brud d’an [[telenn geltiek|delenn geltiek]] e Breizh hag e meur a vro all, a-raok bout unan eus luskerien brudet ar [[folk-rock]] hag ar [[world music]] adalek fin ar [[bloavezhioù 1960]], an hini kentañ e Breizh, hag unan eus ar re vrudetañ er bed a-bezh.<br>
Roet en deus lañs d'ar sonerezh hengounel e Breizh, d'ur mare ma oa ken disprizet, hag e meur a lec'h all. Abaoe 1975 avat (ar mare ma paouezas [[Gabriel Yacoub]], [[René Werneer]] ha [[Michel Santangeli]] a seniñ gantañ), ne vez ket klevet na gwelet Alan Stivell er mediaoù bras nemeur (e-maez ar skingomzoù brezhonek bihan).
Linenn 34 ⟶ 35:
 
==E vuhez==
 
=== E yaouankiz - an delenn he c'herdin nilon, Bagad Bleimor, sonerezh hag sevenadurezh keltiek... ===
[[File:Bagad Bleimor - Fougères 1966 01.jpg|thumb|Bagad Bleimor e 1966]]
Ganet oa d’ar [[6 Genver|6 a viz Genver]] [[1944]] e [[Riom]] (Aovergn), en ur familh a orin eus [[Gourin]] ha [[Pondi|Pondivi]]. Tremen a reas e yaouankiz e Pariz. <br>
 
E dad, [[Georges Cochevelou]] ([[Jord]] a skrive ivez), hag a blije ar sonerezh hag an ebenouriezh dezhañ, a beurechuas un delenn gant kerdin [[nilon]] e penn kentañ ar bloazioù 1950. Alain hag a oa krog da zeskiñ ar piano a grogas da gemer kentelioù [[telenn]] gant ar delennourez klasel brudet [[Denise Mégevand]]. Hag e miz Du er bloaz-se end-eeun e sonas Alain evit ar wezh kentañ er "Maison de la Bretagne" e Pariz.
Linenn 48 ⟶ 50:
== Amzer ==
 
=== 1966-1971 : Eus Alain Cochevelou da Alan Stivell - an delenn he c'herdin metal ===
 
Dilezet gantañ e delenn he c'herdin nylon e krog Alain Cochevelou da c'hoari gant un delenn he c'herdin metal. Gwelet e vez alies o kanañ hag o seniñ war leurennoù liesseurt (American Center e Pariz, Queen Elisabeth Hall e Londrez, etc). Brudetoc'h-brudetañ e teu da vezañ war ar gwagennou radio ivez. Er mare-se e choazas Alain Cochevelou ober gant an anv "Alan Stivell", ar c'haner Alan Stivell : gwelloc'h e veze gantañ miret e wir anv pa ne rae ken nemet telenniñ.
Linenn 63 ⟶ 65:
A-raok mont pelloc'h war an hent-se, e enroll e 1971 ur bladenn sonerezh gouestlet d'an delenn folk keltiek anvet "Renaissance de la Harpe Celtique" (dindan an anv Alan Stivell-Cochevelou). Ur bladenn holl-vrudet ha mil enoret hag a roas c'hoant da gantoù a dud da zeskiñ c'hoari gant an delenn er bed a-bezh. Ul lodenn vat eus ar bladenn ("Gaeltacht") zo gouestlet da sonerezh Iwerzhon ha Bro-Skos. Gouestlet eo ar bladenn da Denise Megevant ha da Georges Cochevelou. Unan eus ar c'haerañ pladennoù bet enrollet gant Alan Stivell-Cochevelou hervez meur a gritik.
 
===1972-1976 1972–1976 : Alan Stivell / Gabriel Yacoub / Dan Ar Braz, etc. Ar pop keltiek en e vog ===
[[File:FIL 2012 - Dan ar Braz Celebration concert 52.JPG|thumb|[[Dan Ar Braz]]]]
Etre 1972 ha 1975 e voe embannet peder fladenn hag a zigasas un dispac'h sevenadurel bihan e Breizh.
Linenn 73 ⟶ 75:
E-pad ar pevar bloaz pouezus-se e oa Alan Stivell ouzhpenn ur c'haner harpet gant sonerien all. Ur strollad e oa, ennañ meur a soner barrek-mat : Alan evel-just (kan, telenn, bombard, pib-veur...) met ivez [[Gabriel Yacoub]] (kan, gitar, dulsimer, banjo) hep ankouaat [[René Werneer]] (violoñs), [[Dan Ar Braz]] (gitar), [[Pascal Stive]] (klavieroù) ha [[Michel Santangeli]] (taboulinoù).
 
Ouzhpennañ a ranker "e Langoned" (e 1974). Ur bladenn peurakoustik. Liv an hengoun war ar pep brasañ eus an tonioù. Ur bladenn ma klever "kan ha diskan" ha binioù-kozh evit ar wezh kentañ. Homañ a awenas a dra sur an dud a faote dezho chom tostoc'h d'ar sonerezh hengounel ha folk ([[Kornog (sonerezh)|Kornog]], h.a.).
 
=== 1976-19801976–1980 : Alan Stivell an arzour liesdoare ===
 
Pa guitaas Gabriel Yacoub, René Werneer ha Michel Santangeli ar strollad, e cheñchas un tamm-mat ar pezh a oa gant Alan Stivell da reiñ da selaou d'an dud.
Linenn 85 ⟶ 87:
E 1977 e voe embannet "Raok dilestra". Ur bladenn gouestlet d'ar welidigezh en deus Alan Stivell eus Istor Breizh ha da stourmoù an emsav breizhek. Ur bladenn binvidik ha dedennus kenañ evit a sell ar sonerezh, met ur bladenn a vo kavet dipitus gant meur a hini abalamour d'ar pozioù savet gant an arzour. Dizoleiñ a reer sell eeunik an arzour war Istor Breizh, ha pozioù skrivet en ur brezhoneg kamm da vat.
 
E 1978 e voe embannet "Un dewezh 'ba 'gêr". Ur bladenn siouloc'h da vat hag a denn un tamm da "e Langoned". Ur bladenn blaz ar jazz un disterañ warni, ma vez roet plas d'ar "sonerezh hervez an imor" (= primaozadennoù). Evit ar wezh kentañ e tizoloer un ton a Vreizh-Uhel hag ur ganaouenn kanet e Kerneveureg.
 
[[File:Symphonie Celtique Stivell Lorient 1980 02.jpg|thumb|"Symphonie celtique", [[Emvod ar Gelted en Oriant]]]]
E 1979 e voe embannet "International tour - Tro ar Bed". Ur bladenn enrollet "live". Homañ zo gwall-zisheñvel diouzh an div bladenn "live" all bet enrollet gant Alan Stivell. Kontrol d'an div bladenn-se e kaver war homañ tonioù ha kanaouennoù a gaver war ar pladennoù studio kent ("Raok dilestra" dreist-holl). Kalite an enrolladenn n'eo ket eus ar re wellañ-holl siwazh. Unan eus pladennoù nebeutañ gwerzhet hag anavezet Alan Stivell.
 
E 1979 e enrollas Alan Stivell e "Symphonie Celtique - Tír na nÓg". Ur bladenn doubl ma voe bet pedet un niver bras a sonerien, dezho orinoù disheñvel. Savet an holl donioù ha kanaouennoù gant Alan e-unan, ha troet e yezhoù liesseurt (iwerzhoneg, brezhoneg, saozneg, tibeteg, berbereg, etc). Paotr ar "world music" hag ar sonerezh "cross-over" (jazz-rock, klasel, rock, pop) a gaver amañ.
 
D'an 3 a viz Eost 1980, e c'hoarias e "Symphonie celtique" gant kantadoù a sonerien dirak 10 000 a dud en Oriant da geñver [[Emvod ar Gelted en Oriant|Gouel etrekeltiek an Oriant]]. Siwazh ne voe ket peurechuet ar sonadeg abalamour d'ar glav.
 
=== 1981 - Hiziv an deiz : Alan hag an "diz-Alan" - Variété, New age, Teknno, Elektro ===
[[File:Stivell Nurernberg 2007.jpg|thumb|''Explore Tour'' e 2007, [[Nuremberg]]]]
Ur mare nevez a grogas adalek ar bloazioù 80 evit Alan Stivell, ur mare siouloc'h, evel ma tigouezhas da galz a ganerien bet en o bog er bloazioù 70 (daoust d'ar sonedagoù stank pe stankoc'h e Frañs hag en estrenvro). Aet ar sonerezh folk-rik e-maez ar c'hiz e ergerzhas Alan Stivell-Cochevelou ar sonerezhioù nevez a ziwanas er bloazioù 80, 90 ha 2000. "Variété" - "Variété française" a-wezhiou (''Bed an dud vew, 1 douar, Back to Breiz''h), New Age (''Harpe du nouvel age, The Mist of Avalon, Au-delà des mots, Mojenn''), Rock keltiek (''Bed an dud vew, Brian Boru''), Tekno (''Brian Boru''), Elektro ha hip-hop (''Explore, 1 Douar''), Folk ar bloazioù 1990 (''Brian Boru''). Meur a hini a baouezas da heuliañ Alan Stivell adalek ar mare-se. Re zisheñvel, a lavaro lod, diouzh Alan Stivell ar bloazioù 70. Gwir eo n'haller ket kavout na kanaouenn, na pladenn "kult" ebet e-mesk an traoù bet enrollet ha savet war-lerc'h 1980. Met chomet ez eus un tamm mat a ''aficionados'' feal ouzh o [[idolenn]].
 
Ur gompilasion bennak a voe embannet er mare-se ivez, hag en o zouez e ranker menegiñ an doare kompilasion "Again" a voe enrollet e 1993. Berzh a reas ar bladenn, a drugarez da labour brudañ ti embann Alan Stivell (Keltia III) ha Dreyfus ha d'ar bruderezh graet gant [[TF1]] neuze. Degouezhout a reas kement-se er mare end-eeun ma oa adtommet kalon ar publik bras ouzh ar sonerezh folk hag ar sonerezhioù a Vreizh hag a Iwerzhon. Kentoc'h eget ur gompilasion e oa Again un adenrolladenn eus tonioù brutetañ Alan Stivell ar bloazioù 70. Pedet e voe sonerien e-leizh da gemer perzh er bladenn-mañ, en o zouez [[Dan Ar Braz]], [[Shane MacGowan]], [[Laurent Voulzy]], [[Gilles Servat]], Robert Le Gall, Davy Spillane, etc. Ur bladenn vat hervez lod, ur bladenn dipitus ha kenwerzhel hervez lod all.
Linenn 114 ⟶ 116:
== Alan Stivell hag ar brezhoneg ==
[[File:Bretagne Réunie Nantes septembre 2014 03.JPG|thumb|Stivell e [[Naoned]]]]
N'eo ket war ar sonerezh hepken e santer efed berzh Alan Stivell ar bloavezhioù 1971-19741971–1974 e Breizh. War ar brezhoneg ivez. Daoust ma n'eo ket ar brezhoneg ur yezh mestroniet re vat gant an arzour e-unan (pouez-mouezh galleg, gallekadurioù ha fazioù stank) en deus sikouret ha brudet ar brezhoneg muioc'h eget den all ebet er bed en e raok, dre reiñ anezhañ da glevet er bed-holl ha dre-se dedennañ milieroù a dud d'ar brezhoneg. Bras eo an niver a vrezhonegerien nevez hag a bennoù brezhoneg hag a lavar bezañ kroget da studiañ ar yezh war-lerc'h bezañ bet boemet gant e sonerezh.
 
== Alan Stivell hag ar "sonerezh keltiek" ==