Alamagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 52:
Gant drouklazh an arc’hdug [[Franz Ferdinand a Aostria]] d’an 28 a viz Gouere [[1914]] e voe distaget un heuliad darvoudoù hag a gasas d’ar [[Brezel-bed kentañ]]. Alamagn, ha hi e-touez ar [[Galloudoù kreiz]], a voe trec’het gant ar Gevredidi en unan eus ar stourmoù gwadekañ a voe biskoazh. Tarzhañ a reas an [[Dispac'h alaman]] e miz Du 1918, hag an impalaer Wilhelm II hag an holl briñsed alaman a roas o dilez. Sinet e voe un arsav-brezel d’an 11 a viz Du ha rediet e voa Alamagn da sinañ [[Feur-emglev Versailhez]] e miz Mezheven 1919. Er c’hontrol d’an hengoun diplomatel war-lerc’h ar brezelioù e voe lezet ar Galloudoù Kreiz a-gostez e-pad an emzivizoù anezhañ. Gwazh e voe an Alamaned eus ar pezh a raent ''diktat'' Versailhez anezhañ, ha soñjal a reer alies e voe aesaet donedigezh an [[Naziegezh]] gant ar garv ma oa.{{dave|lee_h}} Goude berzh an [[Dispac'h alaman]] e miz Du 1918 e voe embannet [[Republik Weimar]]. Lakaet e voe [[Bonreizh Weimar]] da dalvezout pa voe sinet gant ar Prezidant [[Friedrich Ebert]] d’an 11 a viz Eost [[1919]]. Diazezet e oa bet ar [[Strollad Komunour Alaman]] gant [[Rosa Luxemburg]] ha [[Karl Liebknecht]] e 1918, ha Strollad al Labourerien Alaman, anavezet diwezhatoc’h evel Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman, pe [[Strollad Nazi]], a voe diazezet e miz Genver 1919.
 
=== Republik Weimar (1918-19331918–1933) ===
s.o. [[Republik Weimar]]
=== Trede Reich ===
Linenn 62:
Tennderioù a oa muioc’h-mui, abalamour d’ar vroadelouriezh, d’ar vilouregezh ha da gudennoù tiriadel. Kement-se a vroudas Alamagn da zistagañ ur [[blitzkrieg]] enep Polonia d’ar 1añ a viz Gwengolo [[1939]]. Daou zevezh war-lerc’h e tisklêrie ar Rouantelezh Unanet ha Frañs ar brezel da Alamagn, o reiñ lañs d’an eil brezel-bed. Buan a-walc’h e voe kontrollet an darn vrasañ eus Europa gant Alamagn, en un doare eeun pe dieeun. D’an 22 a viz Mezheven [[1941]] e torras Hitler an emglev gant an Unaniezh Soviedel dre zigeriñ un talbenn er reter hag aloubiñ an Unaniezh Soviedel. Alamagn a zisklêrias ar brezel d’ar Stadoù-Unanet pevar devezh war-lerc’h ma voe taget Pearl Harbour gant [[Japan]]. Daoust d’an arme alaman mont buan dre soupren e-barzh an Unaniezh Soviedel e voe [[Emgann Stalingrad]] ur prantad tonkus eus ar brezel. Neuze e krogas an arme alaman da gilañ war talbenn ar reter betek ma voe trec’het a-benn ar fin. Da c’houde e voe aloubet [[Berlin]] gant an [[Arme Ruz]]. Kodianañ a reas Alamagn d’an 8 a viz Mae [[1945]].
 
=== Rannidigezh hag adunvanidigezh (1945-901945–90) ===
[[File:Schwerin Palace Park Garden Mecklenburg Germany Schweriner Schloss Garten BUGA 2009.jpg|thumb|[[Kastell Schwerin]], parlamant [[Mecklenburg-Vorpommern]] (Landtag)]]
Disoc’hañ a reas ar brezel gant marv tost dek milion a Alamaned, soudarded hag all, distruj kêrioù pennañ Alamagn, ha koll tiriadoù bras e-kerz broioù reter Europa. Argaset e voe war-dro 15 milion a Alamaned eus an tiriadoù-se, ha da-heul muioc’h a reuz hag a dud lazhet c’hoazh. Rannet e voe Alamagn ha [[Berlin]] gant ar gevredidi e pevar zakad aloubet gant an armeoù. Kendeuzet e voe an takadoù kontrollet gant [[Frañs]], [[ar Rouantelezh Unanet]] hag ar [[Stadoù-Unanet Amerika|Stadoù-Unanet]] da stummañ ''Republik Kevreadel Alamagn'' d’an 23 a viz Mae [[1949]]. Diazezet e voe ''Republik Demokratel Alamagn'' gant an Unaniezh Soviedel d’ar 7 a viz Here [[1949]]. Anavezet e veze an div stad-se dindan an anvioù "[[Alamagn ar c’hornôg]]" hag "[[Alamagn ar reter]]" a-getep. Gant Alamagn ar c’hornôg, [[Bonn]] he c’hêr-benn, e oa bet diazezet ur republik parlamantel frankizour gant un armerzh marc’had sokial. Kevredet e oa gant ar S.-U., ar Rouantelezh Unanet ha Frañs. Adalek deroù ar bloavezhioù 1950 e voe er vro ur prantad kresk armerzhel hir, anavezet evel ''[[Wirtschaftswunder]]''. C’hoarvezet eo an azlañs dreist-holl abalamour d’an adreizh moneizel eus miz Mezheven 1948, hag adalek 1949, da skoazell ar S.-U. dre brestoù ar [[Steuñv Marshall]].{{dave|Henderson}}{{dave|Stern}} Alamagn ar c’hornôg, renet gant ar c’hañseller [[Konrad Adenauer]], a emezelas ouzh [[AFNA]] e 1955 hag e 1958 e voe un ezel diazezer eus [[Kumuniezh Armerzhel Europa]]. Da gentañ e voe aloubet Alamagn ar reter gant an Unaniezh Soviedel, ha diwezhatoc’h (miz Mae 1955) e kevredas ganti. Alamagn ar reter a ziazezas ur renad aotrouniezhus gant un armerzh steuñvet e giz ar Soviedoù. Buan e teuas da vezañ pinvidikañ bro [[Feur-emglev Varsovia]], hag an hini ar muiañ er penn a-raok. Padal e selle un nebeud brav a geodedourien war-du ar c’hornôg, o c’hoantaat ar frankizoù politikel ha berzh an armerzh.{{dave|Colchester}} E 1961 e krogas gouarnamant Alamagn ar reter da sevel [[Moger Berlin]] evit mirout ouzh Alamaned ar reter da dec’hel diouzh ar gêr-benn da Alamagn ar c’hornôg. Hep dale e teuas ar Voger da vezañ un arouez eus ar [[Brezel Yen]]. Distegnet e voe an darempredoù etre Alamagn ar reter hag ar c’hornôg e penn kentañ ar bloavezhioù 1970 gant ''[[Ostpolitik]]'' ar C’hañseller [[Willy Brandt]] a zegemere ar c’holloù tiriadel a oa bet evit Alamagn da-heul an eil brezel-bed.
 
Dirak ar manifestadegoù a-zruilh ha kresk an ezvroañ gant Alamaned ar reter da Alamagn ar c’hornôg dre [[Hungaria]], e tivizas pennadurezhioù Alamagn ar reter, en un doare dic’hortoz, laoskaat ar strishadurioù en harzoù ha lezel keodedourien ar reter da veajiñ d’ar c’hornôg. Gant se e voe buanaet an argerzh adreizhañ en Alamagn ar reter. C’hoarvezout a reas [[adunvanidigezh Alamagn]] d’an 3 a viz Here [[1990]] pa oa ar C’hañseller [[Helmut Kohl]] e penn an aferioù en Alamagn ar c’hornôg. Berlin a zeuas da vezañ ar gêr-benn en-dro. Ur roll ambilh zo bet c’hoariet gant Alamagn adunvanet en Unaniezh Europa hag en [[AFNA]]. Sikouret he deus an armeoù da zerc’hel an urzh er Balkanioù ha kenstrivet he deus gant [[AFNA]] da suraat [[Afghanistan]] goude ma oa bet bannet an [[Talibaned|Dalibaned]] er-maez. Alamagn zo bet unan eus ar re o deus skoret ar muiañ Bonreizh nevez Europa, ha zoken goude m’eo bet distaolet gant dilennerien Frañs hag an Izelvroioù.{{dave|dw-world}} E 2006 e voe trec’h ur genunaniezh CDU, CSU hag SPD e dilennadegoù ar parlamant. Dilennet e voe [[Angela Merkel]] da Gañsellerez Alamagn, ar wech kentañ d’ur vaouez bezañ dilennet d’ar garg-se en istor ar vro.{{dave|Merkel}}
 
Linenn 100 ⟶ 99:
== Douaroniezh ha hin ==
[[Restr:Deutschland topo.png|thumbnail|dehou|Liveoù uhelder]]
Abaoe an [[Adunvanidigezh Alamagn|adunvanidigezh]], eo deuet Alamagn da vezañ en-dro ar vro vrasañ en Europa etre [[Skandinavia]] en norzh, ar broioù kreizdouar er su, ar [[Meurvor Atlantel]] er c’hornôg hag Europa ar Reter er reter. Tachennad Alamagn a c’holo 357 021 km², 349 223 km² a zouar ha 7798 km² a zour. An uhelderioù a ya eus menezioù an [[Alpoù]] (beg uhelañ : ar [[Zugspitze]], 2962 m) er su da aodoù [[Mor an Hanternoz]] (''Nordsee'') er gwalarn ha re ar [[Mor Baltel]] (''Ostsee'') er biz. Etrezo en em astenn uheldirioù goloet gant koadeier e Kreiz Alamagn ha douaroù izel Norzh Alamagn (lec’h izelañ : [[Wilstermarsch]], 3,54m dindan live ar mor), treuzet gant darn eus brasañ stêrioù Europa, evel ar [[Roen]], an [[Danav]] hag an [[Elbe]].{{dave|Elb}} Abalamour d’al lec’h kreiz m’emañ, e rann Alamagn harzoù gant muioc’h a vroioù europat eget forzh peseurt bro all war ar c’hevandir. Hec’h amezeien eo [[Danmark]] en norzh, [[Polonia]] hag ar [[Republik Tchek]] er reter, [[Aostria]] ha [[Suis]] er su, [[Frañs]] ha [[Luksembourg]] ar mervent ha [[Belgia]] hag an [[Izelvroioù]] er gwalarn.
 
[[Restr:Karwendel-Ahornboden.jpg|thumbnail|kleiz|An Alpoù e su [[Bavaria]]]]
Linenn 114 ⟶ 113:
[[Restr:Germany demography.png|thumbnail|dehou|270px|Poblañs Alamagn a-hed an amzer. Er bloavezhioù a-raok 1990 ez eo bet koublet an talvoudoù evit Republik Kevreadel Alamagn ha Republik Demokratel Alamagn. Burev kevreadel ar stadegoù a istim e tigresko ar boblañs da 75 milion a-benn 2050.]]
 
Emañ Alamagn a-dal ur c’hemm poblañsouriezhel krenn. Emañ he feur gouennañ, 1,39 bugel dre vaouez, e-touez ar re izelañ er bed, hag istimañ a ra burev kevreadel ar stadegoù e koazho ar boblañs da 75 milion pe dost a-benn 2050.{{dave|p23}} Krediñ a reer eo [[Chemnitz]] ar gêr m’eo an izelañ ar feur genel er bed a-bezh.{{dave|ganedigezhioù}} Abalamour da framm kevreadel ha digreizennet ar vro he deus Alamagn un toullad kêrioù bras. Ar re vrudetañ eo [[Berlin]], [[Hamburg]], [[München]], [[Köln]], [[Frankfurt]] ha [[Stuttgart]]. An tolpad-kêrioù brasañ, a-bell, eo ar c’horn-bro [[Roen-Ruhr]], ennañ distrig Düsseldorf-Köln ha kêrioù [[Essen]], [[Dortmund]], [[Duisburg]] ha [[Bochum]].
da framm kevreadel ha digreizennet ar vro he deus Alamagn un toullad kêrioù bras. Ar re vrudetañ eo [[Berlin]], [[Hamburg]], [[München]], [[Köln]], [[Frankfurt]] ha [[Stuttgart]]. An tolpad-kêrioù brasañ, a-bell, eo ar c’horn-bro [[Roen-Ruhr]], ennañ distrig Düsseldorf-Köln ha kêrioù [[Essen]], [[Dortmund]], [[Duisburg]] ha [[Bochum]].
 
Ar Brotestanted (tolpet en norzh hag er reter) hag ar Gatoliked roman (tolpet er su hag er gornôg) a ya d’ober pep a 31% eus ar boblañs. E [[Bavaria]] e oa bet ganet ar [[Pab]] katolik bremañ, [[Benead XVI]]. En tu-hont da 55 milion a dud, en holl, zo d’ar relijionoù kristen. An dud direlijion, anezho an dud dizoue hag an dizreistanaoudegourien a ya d’ober 28,5% eus ar boblañs. Niverus ez int dreist-holl en Alamagn ar reter kozh.{{dave|de_icon}} War-dro tri milion a Vuzulmaned{{dave|muzulmaned}} a vev en Alamagn. Sunnited hag Alevited eus [[Turkia]] eo an darn vrasañ anezho, met bez’ ez eus ivez un niver bihan a Chiited.{{dave|chiited}} Gant Alamagn emañ an trede niver brasañ a Yuzevien en Europa ar c’hornôg.{{dave|Blake}} E 2004 e oa bet div wech muioc’h a Yuzevien eus ar republikoù soviedel kozh o tiazezañ en Alamagn eget en [[Israel]]. Gant se en deus tizhet an niver a Yuzevien 200 000, e-keñver an 30 000 a oa a-raok [[adunvanidigezh Alamagn]]. E-touez ar c’hêrioù bras ma’z eus un niver bras a Yuzevien e c’haller menegiñ [[Berlin]], [[Frankfurt]] ha [[München]].{{dave|yuzev}}
Linenn 141 ⟶ 139:
 
[[Restr:Allianz Arena Pahu.jpg|thumbnail|250px|dehou|Digoret e 2005: an [[Allianz Arena]], unan eus ar stadoù mell-droad modernañ er bed.]]
Ar sport zo lodenn eus buhez Alamagn, evel m’eo diskouezet gant ar 27 milion a Alamaned zo izili eus kluboù sport hag an daouzek milion ouzhpenn a ra sport a-hiniennoù.{{dave|sport}} Ar vell-droad eo ar sport poblekañ a-bell, ha Kevread alaman ar Vell-droad (''Deutscher Fussballbund''), gant ouzhpenn 6,3 milion a izili, eo ar brasañ aozadur sportel er vro. Sachañ a ra ivez ar muiañ a dud, gant kantadoù a viliadoù a arvesterien a ya da matchoù ar [[Bundesliga]] ha milionoù ouzhpenn o sellet outo war ar skinwel. An daou sport poblekañ all en Alamagn eo an tennerezh hag an tennis, dileuriet gant Kevread Tennerien Alamagn ha Kevread Tennis Alamagn a-getep, enno en tu-hont d’ur milion a izili. Sportoù poblek all eo an [[hand-ball]], ar [[volley-ball]], ar [[basket-ball]], hag an [[hockey war skorn]]. Unan eus ar gevezerien greñvañ er [[C’hoarioù Olimpek]] eo bet Alamagn evit ar wech. E C’hoarioù Olimpek an hañv 2004 ez echuas da c’hwec’hvet er renkadur hollek,{{dave|olimpek1}} pa oa erruet da gentañ e C’hoarioù Olimpek ar goañv 2006.{{dave|olimpek2}}
 
== Notennoù ==