Diforc'hioù etre adstummoù "Majorian"

2 okted ouzhpennet ,  3 bloaz zo
[[Restr:Roman Empire 460 AD.png|thumb|Kartenn impalaeriezh Roma e 460]]
 
Goude bezañ chomet en [[Arelate]], e lec'h pennañ e-fin an oberiadur-brezel a-enep ar Vandaled en [[Hispania]], Majorian a zivodas e lu goprsoudarded barbared hag ambrouget gant nebeut gwarded a zistroas da Roma. Erruet eno, e soñje dezhañ kenderc'hel gant ar reizhadurioù ret. Ricimer a yeas da gejañ gantañ ambrouget gant ur bagad soudarded; ar magister militum a gejas gant an impalaer e-kichen [[Tortona]] (tal-kichen [[Piacenza]], lec'h ma oa bet muntret [[Avitus]]). Harzet e voe ha distroadet d'an 3 a viz Eost.
 
An impalaer a voe tennet dezhañ e dilhad hag e gurunenn, skoet ha jahinet. Goude pemp devezh, Majorian a voe dibennet e-kichen ar stêr Iria (d'ar 7 a viz Eost 461). Oadet e oa a 40 vloaz ha bet impalaer e-pad pevar bloaz.
 
== Un impalaer re kempenn ==
E-fin e ren Majorian a oa rivinet, e holl arc'hant a oa bet implijet evit adsevel an impalaeriezh ha reiñ nerzh d'al lu roman. Dre forzh klask adreizhañ al lezennoù hag an impalaeriezh e oa savet interestoù lies a-enep dezhañ. Ouzhpenn da-se [[Ricimer]] a oa dipitet o welet e teue e kañfard a-benn war goust e brud dezhañ.
21 548

modifications