Vortigern : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Ar restr commons:File:Draig.png oa bet lakaet e-lerc’h Ddraig.png ; Goulennet e oa gant commons:User:Marcus Cyron (File renamed: File renaming criterion #5: Correct obvious errors in file names (e...
Linenn 9:
Er pennad 23 e skriv penaos e reas "an holl guzulierien, a-gevret gant ''an tirant lorc'hus-se'' [''omnes consiliarii una cum superbo tyranno''] ur fazi bras o pediñ "ar Saozon kriz ha difeiz" da chom en [[Enez Vreizh]].
 
Hervez Gweltaz e teuas ur strolladig anezho da gentañ, da ziazezañ "''e reter an enez, pedet gant an tirant gwallchañsus [''infaustus'']"''. Hag ar re-se a bedas muioc'h a genvroiz c'hoazh, ma kreskas o zrevadenn. Goude e c'houlennas ar Saozon ma vije kresket o [[gopr]]où, pezh a voe nac'het, ha neuze e voe torret an emglev etreze hag ar Vrezhoned, hag int da stagañ da breizhata dre ar vro.
 
N'eo ket sklaer hag-eñ e voe meneget anv Vortigern gant Gweltaz. En embannadurioù [[saoznek]] zo ne vez ket meneget e anv. Koulskoude eo roet gant daou zornskrid. E ''Codex Abrincencsis'', anavezet ivez evel ''Mommsen's MS. A'' (e levraoueg kêr [[Avranches]] [[Manuscript|MS]]. 162) ({{XIIvet kantved}}), meneg eus ''superbo tyranno Vortigerno''; ha ''Mommsen's MS. X'' ([[Cambridge University Library]] MS. Ff. I.27) ({{XIIIvet kantved}}) meneg eus ''Gurthigerno Brittanorum duce''. Pa weler eo meneget an anv gant [[Bede]] e c'haller krediñ e oa roet gant Gweltaz ivez.
Linenn 15:
Hervez an toulladig munudoù roet gant Gweltaz e c'haller soñjal en dije klevet an istor (pe eñ pe marteze e gelaouer) gant Saozon.
*Pa gomz eus pegement a Saozon a deuas da gentañ e lavar e oant deuet gant tri ''cyulis'' "evel a reont eus bagoù-brezel". Sed aze moarvat ar c'hentañ ger saoznek skrivet.
*An eil tra eo hemañ: adlavarout a ra e oa bet "''diouganet [d'ar Saozon] gant un diouganer en o zouez'' e vije dalc'het gante ar vro a oant o vont dezhi e-pad tri c'hant vloaz, hag an hanter eus an amzer, da lavarout eo kant hanter-kant vloaz, ne rafent nemet preizhata.
Kement-se n'hall ket bezañ bet lavaret nag ijinet gant ur [[Roman]] pe ur [[Brezhon]].