Dispac'h Gall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
Echuiñ a reas gant [[Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn]] bloavezh VIII ([[9 a viz Du]] [[1799]]) kaset da benn gant ar jeneral [[Bonaparte]].
 
Kantadoù a milieroù a dud a varvo e-pad ar Reveulzi C'hall, dreist-holl e-pad ar [[Spont bras]] (16594 den dibennet) hag ar brezelioù enebiñ d'ar Reveulzi ([[Chouanerezh]] ha [[Brezel Vendée]]).
 
== Istor an Dispac'h Gall==
Mare ar Reveulzi C'hall a zo unan hollbouezus en Istor bro C'hall met ivez e hini Europa hag ar bed. Gwelet e vez fin ar Rouantelezh hollveliek, erlec'hiet gant ur vonarkiezh bonreizhel ha goude-se embannadur ar c'hentañ republik c'hall.
 
E-pad ar mare-se e vezo embannet [[Disklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar c'heodedour 1789]], un destenn hag a ziskler anat ingalded ar geodedourien e-tal d'al Lezenn, ar frankizoù diazez, emveli an nasion barrek d'en em sturiañ dre dileuridi dilennet.
 
Linenn 15 ⟶ 17:
A-feur ma vez ur strollad tud nevez o kemer galloud dre ar c'henwerzh an aliesañ, ar Bourc'hizien, e sav un enebadur brasoc'h-brasañ d'an dreist-girioù gwelet evel harzoù da bignat en urzh sokial.
[[Restr:Surrender of Lord Cornwallis.jpg|thumb|300px|Kodianidigezh [[Charles Cornwallis|Lord Cornwallis]] goude [[Emgann Yorktown]], Ur Republik a zo bet trec'h d'ur Rouantelezh]]
[[Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet]] ([[1775]]-[[1783]]) a vezo an abeg diazez d'ar Reveulzi C'hall:
 
* Rivinet e vezo ar Rouantelezh C'hall dre reiñ harp d'an emsavidi Amerikan
Linenn 67 ⟶ 69:
[[Loeiz XVI]] a glask sioulaat an traoù ha dont a ra an deiz war-lerc'h evit kinnig d'ar Bodad e vefe tennet an unvezioù milourel diouzh Pariz, goulenn a ra ivez e teufe en-dro an urzh vat. Deiz war-lerc'h goulenn a ra distro [[Jacques Necker|Necker]] hag an holl ministred all bet skarzhet. E [[ti-kêr Pariz]], dre ma z'eo skampet kuit an holl pennoù eus ar velestradurezh, [[Jean Sylvain Bailly]], prezidant ar vodad vroadel, a zo choazet dre youc'h evel « [[Maer Pariz]] ». [[Gilbert du Motier de La Fayette|La Fayette]] a zo anvet da benn uhel ar [[Garde nationale (1789)|Gwarda vroadel]]. Loeiz XVI a sav a-du gant an aozadur kêrel nevez, en ur ur vont e Pariz d'ar 17 a viz Gouhere. Bailly a ro dezhañ ur gokardenn glas ha ruz evi livioù kêr Pariz. Loeiz XVI a stag anezhi d'e dog, evel-se ez eo liammet al livioù-se gant an hini gwenn liv ar vonarkiezh. Dre ar jestr-se e seblant bezañ unvanet Pariz gant ar roue. En gwirionez ar roue n'eo ket sot gant gwelet ar galloud o vezañ talet gant an emsavadeg parizian. An deputeed int a zo en entremar gant ar fed ma vefe diazezet ar galloudoù nevez war ar feulster poblek.
 
== Ar Bodad-ren (26 a viz Here 1795 - 9 a viz Du 1799) ==
Ar Bodad-ren a voe ar mare etre ar 4 miz ar Vrumenn bloavezh IV betek an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII ([[26 a viz Here]] [[1795]] - [[9 a viz Du]] [[1799]]), hervez an deiziadur reveulzier. Ar mare-se a vezo an hini o klask reiñ un diaz politikel stabil d'ar Reveulzi c'hall dre ar vonreizh.
 
==== Kentañ Bodad-ren ([[26 a viz Here]] [[1795]]- [[4 a viz Gwengolo]] [[1797]]) ====
Ar c'hentañ [[Bodad-ren]] a wel [[Barras]], [[Carnot]], [[Letourneur]], [[La Révellière-Lépeaux]], [[Reubell]] o vezañ dilennet evit bezañ an izili e-penn.
[[Restr:FRA-A78-République Française-100 francs (1795).jpg|thumb|300 px|100 lur [[Assignat]] embannet e 1795]]
Linenn 83 ⟶ 85:
Politikerezh ar Bodad-ren a zo stanket dre ar vank a arc'hant, mont a ra muioc'h-mui war-zu al laeroñsi hag ar preizhañ en tiriadoù aloubet pe dindan e grabannoù evit kaout ur vammenn arc'hantaouiñ nevez.
 
Dre ar fed-se e vez ar jeneraled c'hall o kemer muioc'h-mui a blas , mistri int a-benn ar fin war ar Bodad-ren rak hervez o trec'hioù e vez sevenet ar bolitikerezh. Hep trec'h d'eus o ferzh ne vez ket arc'hant a-walc'h evit harpañ oberennoù ar gouarnamant.
 
Ar jeneral [[Napoleon Bonaparte]] a denno gounid eus an aergelc'h-se, e-pad kampagn Italia e gemero nerzh a-walc'h evit seveniñ ur bolitikerezh dezhañ e-unan hep urzhioù hag a-wechoù enep da selloù ar Bodad-ren.
 
==== Eil Bodad-ren (4 a viz Gwengolo 1797- 9 a viz Du 1799) ====
 
* Pennad spisoc'h :[[Taol-stad an 18 a viz ar Frouezh bloavezh V]]
 
Linenn 95 ⟶ 98:
* Pennad spisoc'h: [[Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn]]
 
Mare ar [[Bodad-ren]] a vezo echuet dre [[Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn]] bloavezh VIII ([[9 a viz Du]] [[1799]]), aozet gant [[Napoleon Bonaparte]] hag e harperien. Diskleriet e voe gantañ an deiz-se: "Keodedourien, ar Reveulzi a zo stabilaet adal ar pennaennoù a zo bet mammenn, echuet eo".
"Keodedourien, ar Reveulzi a zo stabilaet adal ar pennaennoù a zo bet mammenn, echuet eo."
 
== Ren ar C'hoñsul ==
* Pennad spisoc'h: [[Ren ar C'hoñsul]]
[[Restr:The three consuls by Van Gorp.jpg|thumb|An tri c'hoñsul e 1803]]
[[Ren ar C'hoñsul]] a vez graet eus un aozadur bolitikel ganet dre [[Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn‎]]. Kemer a ra plas gouarnamant ar Bodad-ren (1795-17991795–1799). Bonreizh ar bloavezh VIII a laka war wel un doare ren aotrounieg en e benn 3 koñsul met en gwirionez unan nemetken Napoleon Bonaparte hag a zeuio da vezañ koñsul difin e 1802.
 
[[Ren ar C'hoñsul]] a bado betek an 28 miz ar Bleuñv bloavezh XII ([[18 a viz Mae]] [[1804]]), deiziad fin ar Republik c'hall ha diskleriadur ar c'hentañ impalaeriezh.