Diforc'hioù etre adstummoù "Galileo Galilei"

6 okted ouzhpennet ,  1 bloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
[[Restr:galilee.jpg|thumb|220px|right|Galileo Galilei]]
'''Galileo Galilei''' ([[15 a viz C'hwevrer]] [[1564]] - [[8 a viz Genver]] [[1642]]) a oa ur [[Fizik|fizikour]] hag ur [[Steredoniezh|steredoniour]] [[Italia|italian]] en XVII{{vet}} kantved a c'hoarias ur perzh bras en [[Dispac'h skiantel]]. Krouet gantañ diazezoù ar skiantoù mekanikel. Dizoloet en doa peder loarenn vrasañ ar blanedenn [[Yaou (planedenn)|Yaou]] ha brudet en doa teoriennoù [[Nicolaus Copernicus]]. Sevel a reas an [[Ofis santel]] a-enep dezhañ ha rediet e voe da zilezel e dezenn. Tremen a reas fin e vuhez bac'het en e di.
 
== Bugaleaj ==
Galileo a oa bet ganet e [[Pisa (Italia)|Pisa]] d'ar 15 a viz C'hwevrer 1564, mab da [[Vincenzo Galilei]] ha Giulia Ammannati, hini henañ ar seizh bugel.
 
Abaoe ma oa bihan en doa ur c'houestoni labour-dorn bras hag ur skiant evezhierezh eus ar c'hentañ. Bugel e c'hoarie sevel maketennoù ar mekanikoù en doa bet gwelet.
 
Enskrivet e voe gant e dad e skol-veur Pisa e lec'h ma heulias kentelioù medisinerezh. N'en deus ket bet e skrid-testeni dre ma n'echuas ket e studioù.
 
== Dizoloadenn e c'halvedigezh: ==
E 1583 e krogas Galileo da vezañ kelennet war ar matematik gant [[Ostilio Ricci]]. N'eo ket anavezet mat an den-mañ, met gouzout a ra liammañ an damkanoù hag an taolioù arnod pleustrek ar pezh a oa ral er mare-se.
 
Da 19 bloaz, en iliz-veur [[Pisa (Italia)|Pisa]], e verz ul lamp hag a oa o vrañsigellat, en deus bet ar menoz da lakaat an orolaj evit muzuliañ an amzer. Hogen, n'eo nemet e fin e vuhez, e 1638, e embannas ul levr e lec'h ma tisplegas e zizoloadenn.
 
Dedennet gant ar pezh en deus graet [[Euklides]], Galileo a chom a-sav gant ar medisinerezh evit mont war ar matematik. Pa oa c'hoazh studier e tizoloas lezenn an izokronism hag an orolajoù, prantad kentañ eus ar pezh a vo dizoloadenn ur skiant nevez : ar [[mekanikerezh]]. E-pad e vuhez a-bezh e nac'has Galileo en em welet evel ur c'helenner e-giz ar re all, setu perak en do a-hed e vuhez ur bern enebourien.
 
39

modifications