Pêr Yann Nedeleg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 26:
Bloaz goude bezañ beleget e voe anvet da gelenner e kloerdi bras Kemper hag eno e kelennas istor ha brezhoneg d'ar gloareged yaouank. Mignon e voe Pêr Yann Nedeleg gant [[Maodez Glanndour]], en doa anavezet e [[Roma]], ha ganto o-daou e voe krouet ar gelaouenn vrezhonek kristen ''[[Studi hag Ober]]''. War urzh an eskob e rankas an aotrou Nedeleg paouez da vezañ rener ar gelaouenn e 1941.
 
Gant an aotrou Nedeleg e voe lakaet embann e 1942 ''Leor nevez kantikou brezoneg'' an eskopti, ennañ kantikoù kempennet gantañ <ref>''Semaine Religieuse de Quimper et de Léon'', 1936, p. 806 ; 1937, p. 268 ; « Rak-Skrid » eus ''Kantikou Brezonek'' 1946, p. 5-6 [https://diocese-quimper.fr/fr/kantikou-cantiques-bretons/story/4953/le-kantikou-brezonek-de-1942-et-1946 (lenn enlinenn)]. Gwelit Hervé Queinnec, [https://diocese-quimper.fr/br/kantikou-cantiques-bretons/story/4953/le-kantikou-brezonek-de-1942-et-1946 « Le ''Kantikou Brezonek'' de 1942 et 1946 »] war [https://diocese-quimper.fr/fr/ lec'hien eskopti Kemper ha Leon].</ref>. Gant danvez e gentelioù brezhoneg er c'hloerdi e savas ur ''Yezadur ar brezoneg'' a voe echuet gantañ e 1943, met na voe ket embannet e stumm ul levr.
 
Etre 1969 ha 1971 ez embannas meur a gaier eus ''[[Kenvreuriez ar Brezoneg]]'' evit reiñ skridoù brezhonek da veleien eskopti Kemper. Troet e oa an aotrou Nedeleg gant an istor ivez hag e penn ar ''Société Archéologique du Finistère'' e voe etre 1965 ha 1969 <ref>''Bulletin de la Société Archéologique du Finistère'', 1972, p. 495-496.</ref>.
 
==Oberennoù==