Dispac'h Gall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 57:
D'an 13 a viz Gouhere, 40 harz d'octroi diwar 50 a voe distrujet dre an tan. Mirlec'hioù greun ar gouentoù a zo preizhet. Bezenioù bourc'hiz a vez krouet.
=== Kemeridigezh ar Bastille ===
[[Restr:Le Marquis de Launay.png|thumb|left|[[Bernard-René Jourdan de Launay]]]]
* ''Pennad spisoc'h gwelet: [[Kemeridigezh ar Bastille]]''
Entanet harperien an dispac'h a ya da gentañ da Versailhez goude-se e Pariz. Mintin ar 14 a viz Gouhere 1789, emsaverien Pariz a ya da laerañ arsenailh an [[Hôtel des Invalides]] eno e voe kavet ganto armoù ha kanolioù met hep poultr. Aet e oant neuze betek dorioù toullbac'h roueel ar [[Bastille (Pariz)|Bastille]] evit kavout ar poultr hag a vanke dezho. Eno e oa dija emsaverien abaoe mintin mat o c'hortoz dirak kreñvlec'h ar [[Faubourg Saint-Antoine]].
Linenn 64:
 
Trec'herien ar Bastille a ya neuze war-zu an ti-kêr gant ar brizonidi. war an hent, de Launay a zo jahinet ha lazhadeget. Ar penn a zo troc'het gant ur gontell. Erruet en ti-kêr, an emsavidi a damall penn marc'hadourien Pariz, [[Jacques de Flesselles]] da vezañ un trubard. Jahinet ha lazhadeget eo ivez. Pennoù an daou zen a zo diskouezet war pikoù ha pourmenet dre kêr. An devezh pad e vez preizet ha distrujet harzoù ha savadurioù an tailhoù parizian dre an tan.
 
=== Ar reveulzi kêrel ===
[[Restr:Gilbert du Motier Marquis de Lafayette.PNG|vignette|left|[[Gilbert du Motier de La Fayette]]]]