Republik Pobl Sina : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 46:
Ar [[riez]] gant ar boblañs stankañ er bed eo '''Republik Poblel Sina'''<ref>Distaget eo Sina [[Simboloù SAMPA brezhoneg|(SAMPA)]] /"si:na/ pe /"Si:na/. </ref> ([[sinaeg]]: 中华人民共和国, [[pinyin]]: ''Zhōnghuá Rénmín Gònghéguó''). Pa 'z eus bet meur a [[riez]] war an [[tiriad]] ma reer gant an anv-se, unanet eo bet e-pad prantadoù bras e istor a gaver roudoù anezhi [[3de milved kent Jezuz-krist|3 mil bloaz kent Jezuz-Krist]]. Abaoe [[1949]] eo Sina ur "republik ar bobl" dindan renadur [[Strollad Komunour Sina]].
 
Rannet eo ar vro etre 22 broviñs, 5 rannvro damemren, ha 3 c'hêr damemren. Ur sevenadur gwriziet e don an Istor ha gant perzhioù dibar a zo bet o ren war an tiriadoù aloubet gant ar Sinaiz. Levezonet o-deus kalz ar Sinaiz ar pobloù nesañ evel ar [[Korea|Goreiz]], [[Japan]]iz hag an [[Indez-Sina]]iz ([[Viêt Nam|Viêtnamiz]], [[Kambodja|Kambodjiz]] ha [[Laos]]iz).<br />
 
Abaoe m’eo bet krouet '''Republik Poblel Sina''' [[1949]] ez eo renet gant [[Strollad Komunour Sina]]. Ar vro an hini eo zo ar muiañ a dud o chom enni er bed, en tu-hont da 1,3 milion a annezidi. Tud eus an etniezh [[Sinat Han|Han]] eo an darn vrasañ eus an dud zo o chom enni. 9 574 479 km² eo ar gorread anezhi. Ar vro vrasañ eus Reter Azia eo eta hag ar pevare bro a-fet ment er bed a-bezh, dres war-lerc’h [[Rusia]], [[Kanada]] ha [[Stadoù-Unanet Amerika]]. [[Harz]]où zo etre Republik Pobl Sina ha 14 bro : [[Viêt Nam]], [[Laos]] , [[Birmania]] (Myanmar), [[India]], [[Bhoutan]], [[Nepal]], [[Pakistan]], [[Afghanistan]], [[Tadjikistan]], [[Kirgizstan]], [[Kazakstan]], [[Rusia]], [[Mongolia]], [[Korea an Norzh]]. Daoust ma soñjer ez eo ur vro [[komunouriezh|gomunour]] he deus degemeret Republik Poblel Sina un « armerzh nevidel sokialour » ma vez mesket ar [[frankizouriezh]] armerzhel hag ar politikerezh kontrollet hervez ur formulenn dibar.
 
Kudennoù a bep seurt zo gant Sina evit a sell ouzh bonnañ he harzoù. Kudenn an harzoù etre Republik Pobl Sina ha [[Republik Sina]], hemañ ur proviñs, [[enez]]enn Taiwan hag un nebeut enezennoù, bet disrannet eus Sina goude 1949, n’eo ket an disterañ anezho ha, pell ac’hano, n’eo ket diroueslet c’hoazh, ma lavar eo ul lodenn dizisrannus anezhi. [[Dizemglev]] zo ivez etre [[Sina]] ha teir bro all - [[Malaysia|Malaizia]], [[Viêt Nam]], [[Indonezia]] – evit a sell kontrollañ [[Mor Su Sina]]. Goulenn a ra Sina, evit gwir, derc’hel beli war un nebeud inizi strategel, en o zouez an [[Inizi Spratly]] hag an [[Inizi Paracel]].
 
Abaoe m’eo bet eilroet [[Hong Kong]] ha [[Macao]] e ra « Sina ar c’hevandir » dave peurliesañ da Republik Poblel Sina war-bouez an div rannvro velestradurel ispisial-se.
Linenn 84:
Ar gomunourien a soñj dezho e rank ur gevredigezh komunour bezañ renet, evit gwir, gant al labourerien. Nac’het o deus anavezout Sina evel ur vro gomunour hag a-wechoù e kavont gwelloc’h komz eus « kevalouriezh-Stad ».
 
[[Strollad komunour Sina]] an hini eo a ren gouarnamant Republik Pobl Sina. Daoust ma’z eus bet graet [[kammed]]où war-du frankizaat ar politikerezh, dreist-holl gant an [[dilennadeg]]où a vez kavet abeg enno er c’hêriadennoù, e vez bepred kontrollet divizoù ar gouarnamant gant ar Strollad komunour. Implijout a ra ar Stad doareoù aotrouniek evit dont a-benn eus an disenterien. Klask a ra-hi lakaat niver an disrannoù da zigreskiñ en ur wellaat an armerzh hag e-se e ro aotre d’an dud - un nebeudig tud, evit gwir - da gavout abeg e tra pe dra pa ne vez dispac’hus o abegadennoù.
 
Kontrolliñ a ra Strollad Komunour Sina an holl [[media|vediaoù]] ha sevel a ra enep an holl aozadurioù a c’hallfe lakaat ar renad en arvar, evel ma oa c’hoarvezet da vare [[Manifestadegoù ar Blasenn Tian Anmen|darvoudoù Tian Anmen]]. N’hall ket Strollad Komunour Sina, koulskoude, ober kement tra a ra pe a fell dezhañ ober evit a sell ar c’hastizañ. En deiz a hiziv o devez ar mediaoù un tamm frankiz da labourat, ha pa ne glaskfent ket tizhout a-gevret an hevelep pal, hag embann a reont war ar groaz un niver bras a gudennoù deuet diwar ar [[breinadurezh]] ha diwar al labourioù diefedus kaset da benn gant eilsternererien ar Strollad. Petra bennak ma ne vez ket aotreet sevel e vouezh a-enep ar Strollad hervez lezenn e vez ingal tud oc’h embann ar pezh a soñjont hag a-wechoù e vezont lezet d’ober met ne vez ket aotreet ar mediaoù da skignañ keleier diwar o fenn. [[Ministrerezh]] ar propaganda a gendalc’h da gontrollañ ar binvioù eztaoliñ, en zouez ar Genrouedad. Ensellet e vez skignañ ar filmoù gant Burev ar filmoù : goulennet en deus, da skouer, digant renerien salioù sinema paouez da skignañ ar film amerikan ''[[Da Vinci Code]]'' e miz Mezheven 2006 <ref>Brice Pedroletti, « Difenn a ra pennadurioù Beijing skignañ ar film [[Da Vinci Code]] evit damantiñ da gristenien Sina » er gelaouenn ''Le Monde'', 11/06/2006 {{Lire en ligne|lien=http://www.lemonde.fr/web/article/0,1-0@2-3216,36-781817@51-781903,0.html}}</ref>. Gouzout a reomp e vez kontrollet ar [[skinwel]] ivez : divizet en deus ar gouarnamant ma vo berzet skignañ [[tresadenn-vev|tresadennoù-bev]] (amerikan pe japanat an darn vrasañ anezho) etre 17e ha 20e adalek ar 1añ a viz Gwengolo 2006 <ref>Hélène Lepelletier, « Télévision chinoise : le nouvel ordre moral », er gelaouenn ''[[Le Point]]'', niv. 1770, p.45, 17/08/06, {{Lenn enlinenn|lien=http://www.lepoint.fr/monde/document.html?did=182202}}</ref>. Kontrollet e vez ar [[Kenrouedad|Genrouedad]] ivez. Silet e vez an holl gevreadennoù hag e-se n’haller ket kevreañ ouzh lec’hiennoù zo war ar Genrouedad evel, da skouer, [http://freetibet.org al lec’hienn www.freetibet.org] ([[dieubidigezh]] [[Tibet]]) pe Wikipedia ivez : soñjal a ra renerien Sina moarvat ez eo re zañjerus doare mont en-dro an [[holloueziadur]]-se, a c’hall bezañ maget gant an holl dud o deus c’hoant da gemer perzh ennañ.
Linenn 172:
Hinoù ha gweledvaoù liesseurt zo e Sina. Er reter, a-hed glannoù ar [[mor Melen]] ha [[mor Sina ar Reter]] ez eus plaenennoù ec’hon ma’z eo niverus-tre an dud zo o chom enno. Uheloc’h eo ar menezioù war glannoù [[mor Sina ar Reter]], tra ma vez muioc’h a dakadoù naou-dinaou hag a aradennadoù izel a-walc’h e Sina ar Su. Er greizenn-reter emañ deltaioù an div stêr hirañ eus Sina, ar stêr [[Huang He]] hag ar stêr [[Chang Jiang]]. Ar stêrioù [[Xi Jiang]], [[Mekong]], [[Brahmapoutre]], [[Amour]] zo stêrioù bras all eus Sina.
 
Er c’hornôg ez eus aradennoù bras all, an [[Himalaya]] peurgetket - ar menez uhelañ eus Sina eo (eus ar Bed zoken) -, menez [[Everest]], kerkoulz ha pladennoù zo krin a-walc’h an hin war o zaoledadoù evel [[dezerzh TaklaMakan]] ha [[dezerzh Gobi]]. Abalamour d’ar [[sec’hor]] a bad, ha moarvat ivez abalamour d’an douaroù a vez labouret fall, e vez [[barradoù uloc’h]] en nevez-amzer bremañ e Sina. Aet eo [[dezerzh Gobi]] war ledanaat, hervez an Ajañs evit gwareziñ an endro e Sina hag e-se e vez barradoù uloc’h dreist-holl e Sina hag e taoleadoù all e biz Azia evel e [[Korea]] hag e [[Japan]].
 
Korc’hwezhioù, da lavaret eo barradoù-avel trovanel taer, a vez en arvor Sina ar Reter. E [[2004]] e voe lazhet 164 den ha gloazet e voe 1800 den all gant ar [[korc’hwezh|c’horc’hwezh Rananim]]. Jedet ez eus bet dre-vras e oa bet kollet 18 miliard a euroioù evit a sell amerzh ar vro.
 
 
''Gwelet ivez : [[Kêrioù Sina]]''
Linenn 205 ⟶ 204:
| 1{{añ}} deiz 1{{añ}} eus ar miz-loar
| Gouel an nevezamzer ([[Bloaz nevez Sina]])
| 春节 ''Chūnjié''|| diazezet war [[an deiziadur sinat]]
|-----
| {{1añ a viz Mae}} || [[Gouel al Labour]] || 劳动节 ''Láodòngjié''
|
|- {{ligne grise}}
| [[4 Mae|14 a viz Mae]] || Gouel ar Yaounkiz|| 青年节 ''Qīngniánjié''
| Lid-kounañ [[Lusk ar Pevar a viz Mae]]
|-----
| {{1añ a viz Mezheven}} || [[Gouel ar Vugale]] || 儿童节 ''Értóngjié''
|
|- {{ligne grise}}
| {{1añ a viz Gouere}}
| Krouidigezh [[Strollad komunour Sina]]
| 建党节 ''Jiàndǎngjié''
| Stummadur ar 1{{añ}} Kendalc’h broadel d’ar 1{{añ}} a viz Gouere 1921
|-----
| {{1añ a viz Eost}} || Devezh an arme || 建军节 ''Jiànjūnjié''
| [[Emsavadeg Nanchang]] (南昌起义)<br />d’ar 1{{añ}} a viz Eost 1927
|
|- {{ligne grise}}
| {{1añ a viz Here}} || Gouel broadel || 国庆节 ''Guóqìngjié''
| Stummadur Republik Poblel Sina (RPS) d’ar 1{{añ}} a viz Here [[1949]]
|}
Linenn 235 ⟶ 234:
|-
| 15{{vet}} deiz eus ar 1{{añ}} miz-loar || [[Gouel al Leternioù]]
| 元宵节 ''Yuánxiāojié ''|| Hervez an [[deiziadur sinat]]
|- {{ligne grise}}
| Deroù miz Ebrel || [[Qingmingjie|Qīngmíng]], Gouloù glan
| 清明节 ''Qīngmīngjié ''|| Hervez an [[deiziadur sinat]]. <br />
War-dro 15 deiz a-raok [[Kedez-Veurzh]]<br />
Deiz evit dougen doujañs d’ar re varv
Linenn 244 ⟶ 243:
| 5{{vet}} eus ar 5{{vet}} miz-loar
| [[Gouel ar bagoù erenved]] (Gouel an aerouant)
| 端午节 ''Duānwǔjié ''|| Hervez an [[deiziadur sinat]]
|- {{ligne grise}}
| 15{{vet}} deiz eus ar 7{{vet}} miz-loar || [[Gouel ar spesoù marnaoniet]]
| 中元节 ''Zhōngyuánjié ''|| [[Hervez an deiziadur sinat]]
|-----
| 15{{vet}}deiz eus an 8{{vet}} miz-loar
| [[Gouel Hanter Diskar-amzer]] (Gouel al Loar)
| 中秋节 ''Zhōngqiūujié ''|| Hervez an [[deiziadur sinat]]
|- {{ligne grise}}
| 9{{vet}}deiz eus an 9{{vet}} miz-loar || [[Gouel an doubl nav]]
| 重阳节 ''Chóngyángjié ''|| Hervez an [[deiziadur sinat]]
|}
 
Linenn 277 ⟶ 276:
An [[Hepatit B]] zo ur c’hleñved-bro e Sina ar c’hevandir : war-dro 10 % eus an dud zo klañv gantañ. An dud klañv gant an hepatit B a vez degaset direizhadennoù en o yec’hed pe a dap krign-bev an avu ha kalz a dud anezho a ya da Anaon abalamour da se. Studiadennoù war an hepatit B zo bet graet ha dre-se e ouzer ne vez ket ganet merc’hed a-walc’h abalamour d’ar c’hleñved-se. Evel-se e c’haller displegañ perak e vez ganet nebeutoc’h a verc’hed eget a baotred e Sina. Ur programm a oa bet lakaet war-sav e 2002 evit vaksinañ an holl vabigoù nevez-ganet e Sina ar C’hevandir.
 
E miz Du 2002, e proviñs [[Guangdong]], e oa kouezhet klañv an dud kentañ gant ar skeventfo anrizhek. Kouskoude o doa divizet pennadurezhioù Sina chom mut war ar c’hleñved-se hag gant se en em ledas fonnus ar c’hleñved-se er broioù amezek - [[Hong Kong]], [[Viêtnam]] – kerkoulz hag e broioù pelloc’h abalamour d’an dud a veaje gant nijerezioù. E Sina e oa kouezhet klañv 5327 den gant ar c’hleñved-se. Marvet e oa 348 den ent ofisiel en o zouez. E miz Mae 2004 en doa embannet an [[Aozadur bedel ar yec’hed]] ne oa ket mui eus ar skeventfo anrizhek e Republik Poblel Sina.
 
Ur c’hleñved-red all, anvet grip an evned, a vez oc’h ober reuz e Sina abaoe un nebeud mizioù. An evned, ar yer peurliesañ, a oa bet klañv da gentañ penn hogen un nebeudig tud o deus paket ar c’hleñved-se ivez. Er mare-mañ e studier grip an evned evit gouzout hag eñ e c’hallfe tud kontammet gant evned kontammiñ tud all.
Linenn 347 ⟶ 346:
Ar voudaegezh a voe kelennet e Sina war-dro ar {{Iañ kantved}} evit ar wech kentañ. Skignet e voe ar gelennadurezh-se er vro da vat war-lerc’h ar {{IVe kantved}} ha deuet eo da vezañ ar relijion vrasañ e Sina. Div skol zo : ar [[voudaegezh tibetan]] (pe lamaegezh), zo anezho e [[Tibet]] hag e [[Mongolia an Diabarzh]] dreist-holl, hag an hinamaya (boudaegezh an [[Doare-karr bihan]]. Istimañ a reer ez eus war-dro 13 000 templ boudaat e Sina.
 
Krouet e oa bet an taoism en {{eil kantved}}. Krouet e oa bet, war a seblant, diwar skridoù ar prederour [[Lao Zi|Lăo Zi]] (pe “Lao-tseu”). E-mesk ar skridoù emañ al levr hollvrudet “Levr al Levenez hag ar Vertuz” , (e sinaeg ''[[Dao De Jing|Dàodé Jīng]]'') ha “Levr ar C’hemmadurioù” (易经 [[Yi Jing|Yì Jīng]]), anezho mammennoù an ezoteregezh sinat. Ouzhpenn 1500 templ taoist zo e Sina, a-hervez.
 
== Notennoù ha daveoù ==