Ofis ar Brezhoneg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 18:
Unan eus labourioù bras kentañ ar bodad ma kemeras perzh degadoù a dud a-youl vat a voe diazezañ roll ofisiel stummoù brezhonek anvioù kumunioù Breizh, ul labour a badas meur a vloaz (egin '''servij glad yezhel''' Ofis ar Brezhoneg). War un dro e voe diazezet roll an termenoù pennañ kavet war ar panelloù-hent gant ar pal kenurzhiañ an troidigezhioù. Bodadoù termenadurezh tematek a voe aozet (egin '''TermBret''' servij termenadurezh an Ofis). E-kerzh ar [[bloavezhioù 1990|bloavezhioù 90]] e kreske an ezhommoù hag ez ae al labourioù war liesseurtaat : panelloù touristel, panelloù glad, levrigoù brudañ, panellerezh savadurioù foran... D'ar mare-se e voe staliet ar panelloù kentañ e diabarzh ar c'hêrioù bras ivez, [[an Oriant|en Oriant]] da gentañ, e [[Kemper]] da c'houde. [[Divi Kervella]] a gemeras ar garg kadoriad war-lerc'h Lukian Kergoat. Dre ma oa kreñvoc'h ha liesseurtoc'h goulennoù ar strollegezhioù e voe cheñchet anv ar bodad enklask a zeuas da vezañ anavezet dindan an anv a '''Servij ar Brezhoneg'''.
 
Tamm-ha-tamm e kreske ar skipailh hag e [[1996]] e voe enfredet [[Fulup Jakez]] da genurzhier '''TermBret''' (ar greizenn [[termenadurezh|dermenadurezh]]), da-heul [[Iwan Kadored]]. [[Olier ar Mogn]] o vezañ kenurzhier ar servij. E lodenn ziwezhañ ar bloavezhioù 90 e voe roet lañs d'an enskaskoùenklaskoù sokioyezhoniel kentañ diwar-benn stad ar brezhoneg er gevredigezh (egin '''Arsellva ar Brezhoneg''') gant ar pal priziañ gwelloc'h stad diorren ar yezh war pep tachenn hag ober kinnigoù d'ar bolitikourien. Dre forzh studiañ emdroadurioù ar broioù all e teue da vezañ splannoc'h-splannañ an ezhomm da gaout ur benveg ofisiel evit ober war-dro ar [[politikerezh yezh]] e [[Breizh]]. War-raok ez ae ar preder e diabarzh Servij ar Brezhoneg a laboure 5 den ennañ d'ar mare-se (an hanter eus implijidi Skol-Uhel ar Vro). Bras e oa an ezhomm kreskiñ. Goude ur frapad e teuas da vezañ anat e vefe diaes kenderc'hel da greskiñ e diabarzh Skol-Uhel ar Vro, ur framm a oa ledanoc'h e gefridioù eget ar yezh. Sklaer e oa deuet da vezañ e oa deuet ar mare da lakaat ar yezh e-kreiz ar gevredigezh, en tu all da vevennoù ar bed sevenadurel ivez.
 
Da-geñver ar preder renet evit lidañ 20{{vet}} deiz-ha-bloaz ar [[Karta Sevenadurel Breizh|Garta Sevenadurel]] e voe degemeret ar mennozh da grouiñ ur framm nevez gouestlet d'ar yezh : '''Ofis ar Brezhoneg'''. Dezrevellet fraezh eo bet an ezhomm da grouiñ ar benveg nevez el levr ''Ur sevenadur breizhek evit an XXI{{vet}} kantved'' kenembannet gant [[Skol-Uhel ar Vro]] ha [[Kuzul Sevenadurel Breizh]] e [[1998]].