Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D pennlizherennoù
+ Skeudenn
Linenn 1:
[[Restr:DBF Roparz Hemon 1943.jpg|thumb|upright=1.4|''Dictionnaire Breton-Français'' Roparz Hemon, 1943]]
Ar '''geriadurioù brezhoneg-galleg''' savet gant [[Roparz Hemon]] zo geriadurioù bihan a zo bet embannet hag adembannet adalek [[1928]] betek [[1997]], hag o deus bet ul levezon bras a-walc'h war ar brezhoneg skrivet en {{XXvet kantved}}.
 
==1928 : Gwalarn ==
Linenn 5 ⟶ 6:
 
==1943 ha 1948 : Skridoù Breizh ==
E [[1943]] e oa bet embannet an eil, gant [[Skridoù Breizh]], dindan an titl ''Dictionnaire breton français''. Tost da {{formatnum:9000}} pennger a oa ennañ. Skrivet e oa ar gerioù ennañ hervez ''"an doare-skrivañ nevez divizet e bodadeg an 8 a viz Gouere 1941"'', en doare-skrivañ [[peurunvan]] eta. Goude an [[Eil Brezel-bed]] e voe adembannet gant Skridoù Breizh c'hoazh, e [[1948]].
 
==Marevezh Al Liamm==
E [[1964]] e voe embannetteuas an trede embannadur (''adwelet ha kresket'', hervez a lenner) gant [[Al Liamm]]. Goude-se ez eo gant [[Embannadurioù Al Liamm]] e voe adembannet ar geriadur-se, kresket tamm-ha-tamm gant Roparz Hemon.
 
E [[1970]] e voe roet d'ar geriadur an anv ''Nouveau dictionnaire breton français'', rak kresket-mat e oa bet. Adembannet e voe meur a wech er [[bloavezhioù 1970]] ha [[Bloavezhioù 1980|1980]], rak gwerzhet mat e veze d'ar mare-se.
 
E-kichen ar geriadur brezhoneg-galleg e oa bet savet ur geriadur galleg-brezhoneg ivez gant Roparz Hemon, bihanoc'h un tamm, savet diwar an hevelep danvez. Strollet e voe an daou c'heriadur en ul levrenn, evit ar wech kentañ e 1970 <ref>[[Al Liamm]] 1970, niv. 143, p. 495.</ref>.
 
Dre vras e kaver er geriadurioù bihan-se ar gerioù a gaver e [[Geriadur istorel ar brezhoneg]].