Bae Douarnenez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Ouzpennet danvez war istor ar bae e-pad an Henamzer.
Linenn 4:
Bevennet eo gant [[Beg Penn ar Roz]] en hanternoz, ha [[Beg ar Vann]] er c'hreisteiz.
Er gevred emañ kêr ha porzh [[Douarnenez]].
 
==Douaroniezh==
==Istor==
 
==== [[Henamzer]] ====
Da vare ar Romaned e oa ken puilh ar sardined ma oa deuet bae Douarnenez da vezañ pinvidik-mor.
 
Gant an tud diazezet en arvor adalek [[Beg Penn ar Roz]] betek [[Beg ar Raz]], koulz hag e diabarzh ar [[Porzhe]] (etre [[Menez C'homm]] ha [[Menez Lokorn]]), e voe staliet meur a savadur evit tretiñ ar pesked (saliañ ha fardañ chaous [[garum]]).
 
Evit a sell ouzh an arvor atlantel ne vez ket kavet un obererezh ken pouezus-se nemet e [[Maroko]], e [[Portugal]] hag e [[Spagn]]. Peloc'h en douaroù e voe savet tiez niverus a vez kavet roudoù anezho c'hoazh en douaroù-labour.
 
Dre an niver bras a dud a oa o chom etre Traezhenn ar Ri ha [[Treboull]] e tiwanas un eilkêr ma chom dismantroù un templ bras (Tregouzel) en deiz a hiziv c'hroazh. Ken en arvor hag e diabarzh ar vro e rede ur rouedad hentoù a-zoare a gammigelle dre [[Gourenez Kraozon|Gourenez Kroazon]] hag ar [[Ar C'hab|C'hab]] betek Beg ar Raz. An holl broduioù, arbaret e-barzh priajoù, a veze ezporzhet en [[Impalaeriezh roman|Impalaeriezh]] dre vor ha dre zouar.
 
Dre zielfennañ ar goueledennoù pesket e oa bet lakaet war wel ur pesketaerzh diazezet war ar [[Sardin|sardined]] ha war tretiñ ar sardined. Priented e veze ar pesked evit bezañ sallet. Troc'het e veze ar bouzelloù hag ar pesked na oant ket bet implijet, a-raok bezañ lakaet da c'hlec'hiañ gant spisoù evit fardañ temzoù-boed anvet garum. Silet e veze an aozadenn-se a veze gwerzhet e stumm un dourenn hag un toaz.
 
==Pennadoù kar==
 
* [[Kêr-Is]]