Leo Perutz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Eus ur familh [[yuzevien]] e oa. Ober a reas studioù matematik e [[Vienna]] ha goude-se e kavas labour gant ar gompagnunezh [[Assicurazioni Generali]] e [[Trieste]] (a oa en Impalaeriezh Aostria da neuze). Gloazet e voe war talbenn ar Reter e-pad ar [[Brezel-bed Kentañ]]. E-pad ar brezel e embannas e levr kentañ, ''Die dritte Kugel''. Beajiñ a reas er bloavezhioù 1920, da [[Tunizia|Dunizia]], d'an [[Unvaniezh Soviedel]]. Embann a reas levrioù all ha tamm-ha-tamm e tapas brud.
 
Degemeret e voe gant [[Goursez Vreizh|Gorsedd Breizh]] e [[Rieg]] e 1927 ; diwar neuze e voe mignon gant [[Taldir Jaffrennou]] ha skoazell a roas d'ar gelaouenn ''[[An Oaled]]'' hag e anv a weler e-touez madoberourien ar gelaouenn<ref>An Oaled, niverenn 67, kentañ trimiziad [[1939]] : [http://mnesys-viewer.archives-finistere.fr/accounts/mnesys_cg29/datas/medias/collections/bibliotheque/presse/4MI067/FRAD029_4MI_067_1939_01_001_1939_01_100.pdf]</ref>. Ur skrid bennak gantañ a voe embannet gant ''[[An Oaled]]''<ref>''Le marquis de Bolibar'', An Oaled, trede trimiziad 1928</ref>.
 
E 1933 e voe berzet unan eus e levrioù, ''St. Petri Schnee'', gant an [[nazied]]. E 1938 e tec'has da [[Palestina|Balestina]]. Ober a reas e annez e [[Tel Aviv]]. Alese e kasas lizhiri da zifenn [[Frañsez Jaffrennou]], a oa bet harzet ha toullbac'het e fin an [[Eil Brezel-bed]] : an eil da brokulor lez-varn Roazhon, d'ar 16 a viz Gouere 1945, hag egile d'ar jeneral [[de Gaulle]], d'ar 1{{añ}} a viz Here 1945.