Erwan Hupel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Erwan Hupel''' (*[[1975]]) zo kelenner ha skrivagner brezhonek.
 
Ganet eo Erwan Hupel e [[1975]]. Bet eo o kelenn e [[Stumdi]], a-raok dont da vezañ skolaer divyezhek er bloavezhioù 2000 ha kelenner brezhoneg en eil derez hag e [[Skol-Veur Roazhon 2]] pelloc'h. Arbennikaet eo war studi al lennegezh vrezhonek. Doktor eo war ar C'heltieg (brezhoneg), ha kenezel eus [[Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek|Kreizenn Enklaskerezh Breizhat ha Kelt]] Skol-veur Roazhon 2. Goude bezañ graet ur memor DEA diwar-benn [[Strollad ar Vro Bagan]], ur strollad c'hoariva en deus adroet lañs d'ar sevenadur er Vro-Bagan, en deus aozet en anv Labourva Breizh hag ar Broioù Keltiek e 2005 (bremañ anvet CRBC – Rennes 2) devezhiadoù gouestlet da Oaled ar Vro-Bagan kement ha kompren gwelloc'h treuzkas an identelezh, hag o klozañ gant ar soñj ez eus un emdroadur reneveziñ "mitologel" ur vro.
Savet en deus ivez un dezenn e 2010 diwar-benn ar gelaouenn lennegel holl-vrezhonek [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] ha kinniget dielfenniñ ar prantad a-bouez evit savidigezh ur bennskouer yezhoniel ha lennegel e Breizh hag e brezhoneg.