Frañsez Le Livec : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Fransez al Livec''' (''François Le Livec'' e galleg), ganet e [[Kemper]] d'ar 5 a viz Mae [[1726]], ha marvet drouklazhet e [[Pariz]] d'ar 4 a viz [[Gwengolo]] [[1792]], a oa ur [[beleg]] jezuist hag ur [[merzher]]. Unan eus [[Merzherien Gwengolo 1792]] eo, bet lakaet war roll an dud eürus gant ar [[Pab]] [[Pi XI]], d'ar 17 a viz Here [[1926]].
 
Frañsez Le Livec a oa kelenner e [[skolaj]] [[Gwened]] pa voe dismantret e Bro-C'hall [[Kompagnunezh Jezuz]] (urzh ar Jezuisted) er bloavezh 1762. Goude-se e voe kofesour e ti ar Briñsez dea Lamballe, hag [[aluzener]] e Kalvar ar Wern (''Calvaire du Marais'') e Pariz <ref>Louis Saluden, Jean-Louis Chapalain, ''Eur brestad epad an XVIIIet kantved : an den eurus Glaoda Laporte'', Brest, Moulerez ru ar C'hastel, 1927, p. 174-175.</ref>.
 
Nac’h a reas touiñ sentidigezhsentiñ ouzh d'al lezennoù nevez savet war an Iliz hag ar veleien (''Constitution civile du Clergé''). Kaset e voe da brizon an Nerzh-Bras (''Grande Force'') e Pariz, ha lakaet d’ar marv d'ar 4 a viz Gwengolo [[1792]] (e-pad [[Lazhadegoù Gwengolo]]).
 
Eveltañ e oa lakaet ivez d’ar marv [[Glaoda Laporte]], [[Visant Rousseau]], ha [[Nikolas Verron]], bet jezuisted eus eskoptioù [[Eskopti Kerne|Kemper]] ha [[Eskopti Leon|Leon]]. Meneg zo eus gouel ar [[sant]] en deiziadurioù d'an 2 a viz Gwengolo.