Impalaeriezh roman : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 7:
 
Staliet eo bet ar renad gant ''Caius Julius Caesar Octavianus'' ([[Aogust (impalaer)|'''Aogust''']]), hemañ [[gourniz]] hag [[advab]] [[Kezar]], goude [[brezel]]ioù diabarzh c'hoarvezet e diwezh ar [[Republik roman]]. Peurvuiañ e roer evel e deroù ar bloaz [[27 kt JK|27 kent Jezuz-Krist]] pa oa roet da Octavius gant ar [[Sened roman]] an titl a Aogust gant ar galloudoù uhelañ.
Koulskoude ne oa nemet lakaat war-wel hag ez-ofisiel ar saviad ma oa ar riez dindanañ adalek [[Emgann Actium]] ([[31 kt JK|31 kent Jezuz-Krist]]) pa oa bet trec'h [[Octavius]] war armeoù [[Marcus Antonius]] ha [[Kleopatra]]. Ouzhpenn-se e veze boazet Roma ouzh an [[unpenniezh]] diwar mare [[diktatorelezhdiktatouriezh]] [[Jul Kaezar|Kaezar]].
 
Biskoazh n'eo bet embannet e oa ur renad nevez a vije impalaeriezh e anv. E-pad pell eo bet miret gwiskamantoù ha pennaennoù ar [[Republik roman]], rak aon bras o doa ar Romaned ma vije renet ur cheñchamant e-enep d'an henvoazioù hag a-enep da youl an doueoù marteze.
Linenn 14:
Aogust, hag eñ an [[advab]], en doa lakaet anv Kezar a-raok e anv-familh dezhañ ha diwar ar skouer-mañ eo bet graet ar memes tra gant an impalaerien all. Un titl eo deuet da vezañ, kevatal da impalaer hag e kaver [[Tsar]], pe [[Ksar]], evel anv a enor roet d'an impalaer [[Rusia|rusian]], [[Bulgaria|bulgar]] ha [[Serbia|serb]], ha [[Kaiser]] evit an impalaerien [[Alamagn|alaman]] hag [[Aostria|aostrian]].
 
Ingal e veze roet titloù ouzhpenn d'ar [[princeps]] hag en o zouez hini [[Imperator]]. Roet e veze en a-raok d'ar [[jeneral]] trec'hour gant e soudarded. Diouzh ar ger-se e teu ''impalaer''.
 
== Gwelet ivez ==