Germania : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
HTM5/CSS
HTML > CSS
Linenn 10:
 
En o c’hichen e oa douaroù all a oa annezet gant Germaned ivez nemet aloubet e oant bet gant ar Romaned : mont a raent d’ober ar proviñsoù anvet [[Germania Inferior]], [[Germania Superior]], [[Raetia]] ha [[Noricum]]. Meur a wech e klaskas ar soudarded roman mont pelloc’h er reter d’ar [[Roen]], en aner avat. Ar C’hermaned, diouzh o zu, a oa kustum da dagañ ar c’hreñvlec’hioù roman e proviñsoù [[Germania Inferior]] ha [[Germania Superior]].
 
* ''[[Germania inferior]]'' (Germania Izel) a oa enni douaroù war ribl kleiz ar [[Roen]], en hanternoz da v-[[Bonn]], er reter d’ul linenn a dape eus andon ar stêr [[Oise (stêr)|Oise]] da [[Antwerpen]] (tammoù eus Alamagn, an [[Izelvroioù]] ha [[Belgia]] hiziv).
 
* ''[[Germania superior]]'' (Germania Uhel) a oa enni douaroù war ribl kleiz ar Roen ivez, met er c’hreisteiz da v-[[Bonn]] (hiziv [[Rheinland-Pfalz]], [[Elzas]], [[Franche-Comté]], tammoù eus [[Suis]] hag eus [[Bourgogn]]).
 
Annezidi ''Germania Magna'' a voe disheñvel o emdroadur diouzh hini ar pobloù german ha kelt a oa dindan levezon ar Romaned. Met etrezo hag ar proviñsoù roman amezek e voe atav eskemmoù kenwerzhel. Ha dre-se e voe liammoù sevenadurel etre an [[Impalaeriezh roman]] hag ar C’hermaned a oa er reter d’ar [[Roen]] hag en hanternoz d’an [[Danav]].
[[Skeudenn:Herrmann-Zoom.jpg|thumb|160pxupright=0.7|left|<div style="text-align:center;">Monumant da [[Arminius]] <br>e [[Koad Teutoburg]]</div>]]
 
[[Skeudenn:Herrmann-Zoom.jpg|thumb|160px|<center>Monumant da [[Arminius]] e [[Koad Teutoburg]]]]
An emgann brudetañ etre Germaned ha Romaned a c’hoarvezas er bloavezh [[9]] goude J.K. e-kichen ar pezh zo bremañ [[Kalkriese]] etre kêrioù [[Osnabrück]] ha [[Damme (Alamagn)|Damme]]. En emgann-se e voe trec’h ar penn-brezel german [[Arminius]], pa zistrujas gant e arme tri [[lejion]] roman renet gant [[Publius Quinctilius Varus]] : 15.000 soudard roman a voe lazhet eno. Gwall skoet e voe an Impalaeriezh roman gant ar c’heloù, pa oant boas da drec’hiñ ar pobloù all er brezelioù.
{{clr|left}}
 
== Pennadoù kar ==
* [[Impalaeriezh santel roman german]]