Energiezh nevezadus : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 150:
Dre banelloù fotovoltaek e troer gouloù an Heol e tredan a-drugarez d'an [[efed fotovoltaek]] a voe arsellet gant ar [[fizik]]our gall [[Edmond Becquerel]] ([[1820]]-[[1891]]) e [[1839]] : pa sko gouloù an Heol pe forzh pe c'houloù arall war ur gorread danvezel e vez lonket ar gremm gant an [[elektron]] a zo e [[bann amsav]] an danvez ; argridet e vezont hag e lammont e [[bann readur]] an danvez kent bout en o frankiz. Lod eus an elektronennoù-se a vez c'hwimmet betek un danvez arall gant barr diabarzh an danvez-se ([[barr Galvani]]), ar pezh a c'han tredan.<ref>Gwelit [[damkaniezh ar bannoù gremm]] en [http://public.iutenligne.net/chimie/valls/chimie-du-solide/propri_semiconducteurs_1.htm ''IUT en ligne''] {{fr}}</ref>
 
Bras eo bet kresk marc'had ar panelloù fotovoltaek abaoe [[2003]], ha darev eo da vout unan eus andonioù pennañ ar fardañ tredan er bed a-bezh. Goude bout kresket kalz e [[2011]] ez eo stabilaet, pa 'z eus bet un tammig muioc'h hepken a varregezh e [[2012]] eget e dibenn 2011.<ref name="GMO2013">[http://www.epia.org/fileadmin/user_upload/Publications/GMO_2013_-_Final_PDF.pdf ''Global Market Outlook 2013 - European Photovoltaic Industry Association (EPIA)''] {{en}}</ref><br />
Tost da 24 000 MW (24 [[Giga|G]]W) e oa barregezh ar panelloù fotovoltaek er bed e dibenn ar bloavezh [[2009]] ; 40,7 GW e oa e dibenn [[2010]] (+69,6%), ha 71,1 GW e dibenn 2011 (+74,7%). Tremen 100 GW a oa staliet er bed e dibenn 2012, ar pezh a c'hall kenderc'hañ 110 000 MW (100 [[Tera|T]]W) a dredan bep bloaz – peadra da vastañ da ezhommoù un 30 milion a diegezhioù en Europa, a zo e penn ar marc'had gant tremen 70 GW staliet e 2012.<ref name="GMO2013" />
{{clear}}