Galaksienn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
A bep seurt galaksioù zo a-fet stumm ha luc'huster. Deuet eo ar [[steredoniezh|steredoniour]] [[Edwin Powell Hubble]] ([[1889]]-[[1953]]) da sevel ur rummatadur neuziadurel anezho, diazezet war stumm ha ment keñverel kalonenn ha brec’hioù kantenn ur c'halaksienn. ''[[Kemalenn Hubble]]'' a reer eus ar reizhiad rummata-se, a rann ar galaksioù etre 5 rummad.
=== Ar galaksioù troellennek (Hubble : S) ===
[[Restr:Whirpool Galaxy.jpg|thumb|300px|<div style="text-align:center;>[[M51 (steredoniezh)|M51]], "Galaksienn an Droenn",<br>er [[steredeg]] ''[[Canes Venatici (steredeg)|Canes Venatici]]'',<br>zo ur c'halaksienn droellennek "S".</centerdiv>]]
Evit ar [[saozneg]] ''Spiral'', "troellennek" emañ an <q> S </q>.<br />
Teir lodenn a ya d’ober ar re-mañ :
Linenn 40:
 
== Ar skinc'halaksioù ==
[[Restr:Electromagnetic-Spectrum.png|thumb|300px|<div style="text-align:center;">'''Ar skalfad tredanwarellek'''</centerdiv>]]
"Skinc'halaksioù" a reer eus galaksioù a vann gwagennoù skindredan kreñv-tre. Kalz muioc’h a [[energiezh]] a skignont eget ar galaksioù boutin. "Galaksioù gweredek" a reer anezho ivez.<br />
Ul lodenn vat eus an energiezh skignet gant ur skinc'halaksienn ne zeu ket eus elfennoù boas ur c’halaksienn, da lavaret eo ar stered, an uzien hag an aezhennoù etresteredel. Diouzh an doare skinc'halaksienn eo an energiezh-se : : gallout ra bezañ embannet e lodennoù eus ar [[skalfad tredanwarellek]] evel ar [[Skinoù Gamma]] (''Gamma-rays'' war ar skeudenn, e laez ar skalfad), ar [[skinoù X]] (''X-rays''), ar [[Ulslimestra|skinoù uslimestra]] (''Ultraviolet''), ar [[skinoù danruz]] (''Infra-red'') hag ar [[korrwagenn|c'horrwagennoù]] (''Microwaves'').