Al-Ghazali : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Abū Ḥāmid Muḥammad ibn Muḥammad al-Ghazālī''' ([[circa|c.]] [[5 a viz Gouere]] [[1057]] - [[19 a viz Kerzu]] [[1111]]) ('''ابو حامد محمد ابن محمد الغزالی''' e perseg), anvet ivez '''Algazel''' e kornôg [[Europa]], a voe ganet ha marvet e [[Tus]], e [[Persia]]. Bez' e oa un doueoniour [[Islam|muzulmat]], ur gwiraour, ur [[predeouriezh|prederour]], ur [[steredoniezh|steredoniour]], hag ur [[kevrinouriezh|c'hevrinour]]. Unan eus brasañ lenneien ar bed muzulmat eo.
 
Sellout a reer outañ evel unan eus ar re gentañ a bledas gant an amgredoni hag an amzivin. Gant e skridoù e tegasas kemm d'ar brederouriezh vuzulmat, a oa levezonet gant prederouriezh [[Henc'hres]] araozañ (skrivañ a reas al levr ''Dislavarioù ar filozofourien'' -Tahāfut al-falāsifa - a-enep da [[Avisenna]]). Lakaat a ra e-kreiz e breder meizad un Doue krouer ha pennkaoz a bep tra a c'hoarvez ha mennozh ur vuhez en tu all d'ar marv.
 
Al-Ghazali a seller outañ a-wechoù, e broioù ar reter kement hag e broioù ar c'hornôg, evel ar muzulmad pouezusañ goude ar profed [[Mohammed]]. E levr pennañ, ''Ihya' `Ulum al-Din'' (Advevadur skiantoù ar feiz) a vez sellet outañ gant tud 'zo e-giz "un hollad eus ar gwir gredenn vahomedat"<ref>Carra de Vaux, ''Gazali'', Paris, 1903, p. 49</ref>.